Instruction evit ar rosera

L. Prud'homme, 1849  (p. 175-177)


INSTRUCTION EVIT AR ROSERA.

PRofitapla fæçon a ouffac’h da choas evit en em recommandi d’ar Verc’hes ha d’he map Jesus assambles, eo en em acquita erfad eus a vreuriez ar rosera pehini so ur beden mental ba vocal, instituet gant sant Dominic en enor da Jesus-Christ ha d’he Vam santel, o recita pemzec digenes, da lavaret eo, pemzec gueich dec Ave, Maria, gant ur Pater araoc peb digenes, hac o vedita ar pemzec myster principal eus a vuez, hac a varo, hac a resurrection hor Salver hac he vam ar Verc’hes Vari.

Ar rosera-ma eus a bemzec digenez a so partajet en tri chapelet, ha peb hini anezo a gompren pemp digenes ha pemp myster, evel ma’z eo expliquet ama varlerc’h.

Ar c’henta so galvet ar chapelet a joa, abalamour d’ar joa a zigaças Map Doue er bed dre voyen he incarnation, pe veus a hini e vediteur ar mysteriou var bep digenes anezan. Lavaret vez ar chapelet a joa-ma evit goulen ar c’hraç d’ar bec’herien d’en em gonvertissa, abalamour ma vez ive ur joa bras en eê gant Doue hac he ælez o velet ur pec’her pe ur bec’heres epquen oc’h en em gonvertissa hac oc’h ober pinijen. An eil a so galvet ar chapelet a gueuz pe a souffranç, abalamouhr da gueuz ar Verc’hes var ar souffrançou [a] [1] bassion he Map, pere a gonsiderer var bep digenes anezan. He lavaret a reer evit obteni ur maro mad d’ar re so ivez en ho fassion prest da vont eus a vuez ar bed-ma. Erfin an trede so galvet ar chapelet a c’hloar, abalamour d’ar mysteriou a c’hloar eus a resurrection hor Salver hac ar Verc’hes, pere a vez consideret var bep digenes anezan : hac hen lavarer evit dilivranç an anaon eus ar purcator da vont da jouissa eus a c’hloar ar barados ive.

Daou seurt rosera so : ar c’henta eo an ordinal o recita pe[b] [2] sizun an tri chapelet anezan, hac o vont da gofes ha da gommunia, mar galler, bep sul quenta eus ar mis ha da goueliou eus ar vysteriou ar rosera hac oc’h assista er procession d’ar memes deiziou. An eil a so galvet ar rosera perpetuel, abalamour ma’z eus ur re-bennac perpetuelament ato da bep heur o lavaret ar rosera en enor d’ar Verc’hes, evit he enori var an douar da bep poent hep paoues, evel ma’z eo enoret en eê da bep poent ive gant an ælez bac ar sænt eûrus.

Chetu ama penaus en em lequer en breuriez ar rosera perpetuel. N’oc’h eus nemet lacaat hoc’h hano er plaç guen a velit ama varlerc’h ar guer-ma (me) ; hac er plaçou guen-all pere a velit goude, e lequeot an deiz hac an heur eus ar mis a guerrot da choas, hep en em oblija couscoude na dre vœu na dre bromessa ebet er fæçon-ma.

Me____________ a bropos gant graç Doue va Salver da lavaret, en he vrassa gloar hac en enor d’ar Verc’hes Vari he vam sacr, ur rosera antier bep bloaz d’an ________ devez eus a vis________ vardro________ heur diouz ar mintin (pe diouz an nôz) en quement ha ma illin.

Oræson abarz ar Rosera perpetuel.

GUerc’hes Vari, mam da Zoue, leun a c’hraç hac a drugarez, alvocades ar [b]ec’herien [3]ha consolation ar re affliget, exaucit ar pedennou a offr deoc’h ar vreudeur hac ar c’hoareset eus ar rosera evidon, hac acceptit ar rosera-ma ivez, a fell d’in da lavaret evit obteni ur guir chenjament a vuez d’ar bec’herien, ur maro mad d’ar re a so en ho fassion, hac un delivranç pront d’an anaon eus ar purcator.

Amen. Evelse beset græt.


  1. Moullet : ha.
  2. Moullet : ped.
  3. Moullet : pe-.