Instruction evit gouel an Nativite

L. Prud'homme, 1849  (p. 280-281)


----

instruction evit gouel an nativite
Eus ar Verc’hes Vari mam da Zoue.

EN eizvet devez a vis Guengolo e celebr an Ilis ar gouel eus an nativite pe a c’hinivelez ar Verc’hes Vari, da lavaret eo, an deiz ma oe ganet miraculusamant pur ha neat a bec’het, eus a sant Joachim hac a santes Anna, pere oa he zad hac he mam, hac a voa eus a lignez ar roue David, peguen paour bennac ha peguen dister bennac oant er bed. Eet oant emeas a oad da gaout bugale ; rac hor Salver ne de quet en em gontantet da choas epquen ur vam guerc’h, talveset e bet dezan ouspen e sortize he vam eus a zaou zen oajet, pe en re e vize maro an inclination da blijadurez ar c’hic, evit ma vize ar conception hac an nativite eus ar Verc’hes he Vam quent un œuvr eus ar c’hraç eguet eus an natur. Dre ar vertuz vras hac ar santelez eus ho buez e veritas Sant Joachim ha santes Anna beza tad ha mam d’ar Verc’hes ; rac ret eo e ve excellant ar vezen, evit douguen ur froez excel1ant ivez. Ar pez a zisquez d’an tadou ha d’ar mamou penaus, mar fell dezo e roe Doue dezo bugale vad, e tleont beva ervad ivez ho-unan.

An Ilis a zeu da solennisa ar gouel-ma eus a nativite ar Verc’hes, da guenta, evit enori ar Verc’hes en he antre pur hac eürus er bed-ma; ha d’an eil, evit trugarecat Doue d’he beza digacet er bed evel ur verelaouen hac ur goulaoui-deiz d’hon rejouissa. Rac evel m’az eo ur goulaoui-deiz ar fin eus an nôz hac ar gommançamant eus an deiz caër, ar Verc’hes ivez eo bet ar fin eus hon tristidiguez hac ar gommançamant eus hor joa ; hac evel ma teu ar verelaouen araoc an heol, eo bet deut ive ar Verc’hes araoc an heol a justiç hor Salver, pehini a dlie chasseal an devalijen eus ar pec’het divarnomp, hac hon dilivra diouz an nôz eus ar maro eternel. Quement-se so represantet en antiphonen a gan an Ilis hirio d’ar Magnificat, pehini a gueffot en mis Guengolo, en renq oræsonou ar goueliou.

Intantion an Ilis er gouel-ma eo ma teuemp da enori ha da imita ar santelez eus ar Verc’hes, o lacat bor poan, evelthi, d’en em renta dîn da receo Jesus-Cbrist ennomp, o veva da viana exant a bec’het marvel, evel ma e deveus-hi bevet ezant a bec’het veniel, o cundui ur vuez paour hac humbl, ha cuzet ouz ar bed, hac occupet ato en Doue hac en devotion. Erguis-se ivez e tleomp tec’het diouz an antreteniou inutil eus ar bed, sevel alies hor speret hac hor c’halon etrese Doue, hac en em occupi ato en hon dever hac en hor servij hervez hon c’hondition. Mæs ar pez a so da veza remerquet muia er santelez eus he buez, eo ar bromessa pehini a reas da Zoue ar grouadurezic vian da viret epad be buez be virjinite ; ar pez eus a dra ne oe guelet biscoas exempl ebet bete neuse, evel ma hen remerq an oll tadou ancien. Mar fell deoc’h eta en em renta agreabl d’ar Verc’hes, e renquit dreist peb tra caret ar burete, ha tec’het gant un horrol bras diouz quement a ve caus deoc’h da goll ar vertuz-se.