Istor Breiz, 1893/Rann 06
Petra war vor oc’h euz guelet merdead ? Eur vag heb roenv na gwel ebed.
Ha var an araog da sturier, eun eal he eskell digor-kaer.
(Barzaz-Breiz).
Ar c’hondt a Leon en doa eur verc’h, hanvet Azenor, a blijaz kement d’ar roue Judual, ma c’hoanteaz he c’havout evit pried. Azenor, kaer evel eur verelaouen, braz ha soun evel eur balmezen e doa c’hoaz muioc’h a vertuziou eget a c’hened. Judual eta a gassaz daou varon da Even, a joume neuze e Brest, evit goull Azenor da zimizi. Pa glevaz hi ar goulen-ze, e lavaraz d’he zad ne doa ken c’hoant nemet da joum guerc’hez ha pried da J.-C. Even a gare kalz he verc’h, hag a lavaraz da gannadou Judual ne raje morse d’he verc’h ober ar pez na blijfe ket dezi. Ar reman, o veza digasset d’ho roue komzou ar c’hondt a Leon, Judual oa mantret he galoun ; koulskoude na gollaz ket esperans, neubeut goude e kassaz c’hoaz tud all da ginig da Azenor ha d’he zad traou kaer hag a dalvoudegez.
Even, o velout ar garantez a zizkueze ar roue evit he verc’h, a reaz kement, he bried hag hen, ma roaz Azenor he grad-vad d’an dimizi ; siouaz dezi, mæz hi oa boazet da zenti atao ouz he c’herent a enep he c’hoant memez. Koulskoude n’er ket oblijet da zenti evit dimizi, pa n’oc’h ket galvet d’ar stad-ze ha guelloc’h vije bet dezi derc’hel mad d’he fried divin. Gantan na ve morse na nec’h, na goal dretamant. Meulet ra vezo Jesus da viken !
Judual oa ker laouen, ma zeuaz da gerc’het ar plac’h nevez e Brest, ha biskoaz ne oe guelet euret kaeroc’h. Ar c’hoariou hag an ebatou oa padet e Brest, ken var zouar, ken var vor, epad pemzek devez.
Even a ieaz da gass he verc’h ker da Gastel-Andren ; eno e joume an daou bried. Ho buez oa leun a zousder ; rag en em garout a reent evel diou durzunel. Eur bloaz goude ho euret e teuaz dezo ar c’helou euz maro mam Azenor. Mont a rezont deoc’h-tu ho daou da Vrest da rei konsolation da Even en he c’hlac’har ; ha goudeze e teujont en dro da Gastel-Audren.
Even na joumaz ket pell intanv, dimizi a reaz neubeut goude maro he c’hreg ; gouzout a rit fidelite an den a zo evel ar blanten vrao-ze euz hor parkeier bleuiet glaz a ia kuit gant an disterra banne avel. Pried nevez Even oa eun introun euz ar falla speret ha leun a valis. Hi a gemeraz kassoni ouz he merc’h kaer, ha kounaret oa o velout pegen karet oa Azenor gant he zad, he fried ha gant an oll. Hi a zeuaz neuze da ober, amzer da amzer, teodadou faoz var ben Azenor. Judual a zeuaz erfin d’ho c’hridi, hag he garantez evit he bried a droaz e kassoni. O pegement a zrouk na ra ket an avi hag ar jalousi ! O techou vil a dor ar c’haera union, sourcen euz ar brassa krimou, euz ar brassa malheuriou. Me a zo koz, va bleo zo guen kan, pegement a deodadou faoz, a zrouk-prezegerez em euz klevet, invantet gant an avi hebken. An avi en deuz lazet Abel, nag a boursu atao an inoçans, etouez ar rouaned, etouez al labourerien, e peb stad, e peb kondition, a teu da ober he ravaj. Beac’h am euz mirout da vouela, pa sonjan d’an oll drouk em euz guelet deuet dre an avi.
Judual a reaz lakaat Azenor en eun tour euz he gastel, a zelle var ar stang euz a Gastel-Audren.
Neuze Azenor a zizkuezaz pegement a vertuz e devoa : na gollaz ket kaloun, na zigoraz ket he ginou evit en em glem, ha kinig a reaz he oll foaniou da Zoue. Pidi a ree euz a greiz he c’haloun ar Verc’hez Vari ha santez Brijitta. Pa zeuaz an devez ma tlee beza barnet, e oa lakeet da azea var eur skabellik e kreiz ar sall, ha neuze oe lennet an traou fall tamallet dezi. Hi a oa ker souezet oc’h o c’hlevout, ma na ellaz da genta lavarout ger ebet ; ha pa fellaz dezi lavarout ar virionez, he daelou hag he hirvoudi na laoskent dezi nerz nemet da lavarout oant oll mistri d’he barn, daoust ma oa divlam, mæs ne oant ket gouest da lemel diganti he enor nag ar garantez e doa bet evit he fried, hag e dije bet evitan beteg ar maro. Kasset oa adarre en he frizoun hag ac’hane da Vrest evit beza barnet. Eno oa lakeet en eun tour euz kastel Brest, kichenik ar mor, galvet c’hoaz tour Azenor. Hi oe barnet da veza devet e beo hag he ludu taolet er mor. Pa glevaz ar brinses ar c’helou-ze, en em dolaz da dreit ar groaz, hag o veza selaouet evel-ze lenn he barn, pokat a reaz d’ar groaz o lavarout : Va Doue, va Aotrou, gouzout a reet ez oun divlam euz a gement-ze. Hag o kemerout ar groaz gant he dorn kleiz, e touaz, gant he dorn deou varnezi, ne doa gret netra euz ar pez oa tamallet dezi. Goulen a reaz kaout eun neubeut deveziou araok mervel, abalamour d’ar bugel en doa da c’henel. He fried na roaz ket dezi an drugarez-ze ; lakeet oa beo var ar mor braz en eur variken.
Eun truez oe guelet ar brinses koant-man o tremen kae Brest o tougen en he daouarn chadennet ar groaz oa bet he c’honsolation en he foaniou. Azenor a zelle ker sioul evel ma vije eet da eur gouel en eur palez. Ober a rezont dezi pignat var eur lestr e c’hassaz tre er mor braz pell euz an douar. Pa velaz oa deuet an heur eviti, en em lakeaz var he daoulin da bidi evit he bourrevien. Neuze oa taolet er mor en eur variken goloet var c’horre, ha dilezet oa eno pemzek leo euz an douar. Doue a ziskuezaz en he c’henver na zilez morse a gren an dud a lak ho fizians enhan. Rag pa oa Azenor en he zoull tenval, an daelou en he daoulagat, a teuaz eur sklerijen gaer en dro dezi, hag a velas eun æl hag a zeuaz bemdez da gass dezi peadra da zibri. Hi oa bet pemzek miz evel-ze o treuzi ar mor eb gouzout pelec’h a oa. Pidi a ree an Aotrou Doue euz a greiz he c’haloun ne vije ket laosket heb badiziant ar bugel e doa laket var an douar en amzer-ze ; er fin, ar variken en em arretaz en Abervrac’h, en enez Irland, e kichen Bro-Saoz. Eun den divar ar meaz, en doa he dy var an aod, a gredaz a oa eur variken vin, taolet eno gant ar goal-amzer ; hag o veza eet d’he cherc’hat a oe souezet braz o kaout ebarz, elec’h ar guin a glaske, eur c’hreg iaouank gant eur bugel nevez ganet. Ar vrud euz an dra mirakuluz-ze, o veza deuet beteg abbat Abervrac’h, an abbat santel-man a zigemeraz, gant kalz a garantez, ar vam hag ar bugel, heman oe hanvet Beuzek. Pa zeuaz ar bugel braz, ar manac’h a zeskaz dezan ar skianchou.
Epad ma zigueze an dra-man, Judual a zeue da anavezout ar gaou en doa gret da Azenor, hag he grisder en he andret ; rag mam gaer Azenor, araok mervel, en doa disklæriet he oll fallagriez a enep he merc’h kaer. Divead eo evit repari an deodadou fall, rag peurvia an drouk o deuz gret na hell ket trei da vad. Judual na helle, gant ar glac’har, herzel na noz na deiz, hag er fin, a leverer, e treuzaz ar mor gant ar c’hoant da glevout kelou euz he c’hreg. Lavaret a reer c’hoaz, Doue hen lakeaz var hent an enez Irland. Pa glevaz Azenor oa deuet roue ar Vreiz en Irland, e choumaz souezet da genta. Judual a redaz d’he c’havout hag he briataz gant ar vrassa karantez, o lavarout dezi : Ha guir eo, va Doue, a velan c’hoaz va muia karet ! An daou bried, o devoa bet kement da c’houzanv, a oa o tistrei en dro da Vreiz, pa zeuaz ar c’hlenvet diveza da skei Judual etre divrec’h he vreg hag he vugel er bloaz 594. Azenor a heuliaz korf maro he fried, kasset en he rouantelez a Vreiz, ha dont a reaz da choum en eur gouent e beg ar Raz, etre borc’h Goulien hag iliz Lanourek. Beuzek oa gret arc’heskop en Irland, e pelec’h oa ken karet ha ken galloudek hag eur roue. Dilezel a reaz he garg hag he c’hallout evit dont ivez en dro d’he vro. Douari a reaz e Porzpoder, e bro Leon. Mont a reaz ac’hano da velout he vam Azenor ; ha goude maro sant Magloar a oe gret arc’heskop Dol. An istor-man, va zud, a ziskuez deomp eo ret atao fiziout e madelez an Aotrou Doue.