Istor Breiz, 1893/Rann 24

J.-A. Lefournier, 1893  (p. 433-449)


PEDERVET NOSVEZ VARNUGENT
————

E Kamaret e bro Krozon,
E oa diskennet ar Saozon,
Bragal a reent var an aod,
Gant ho gweliou gwen-kan digor.

Ar Saozon oa kasseet gant ar Vretoned, ha lec’h o doa. Eur bloavez pa oa roue Loiz pemzek, d’an eil euz a viz guengolo, ar Saozon, o klask atao ober droug deomp, a zeuaz er barrez Sant-Kast, euz tu Sant-Malo. Ar c’horn-bout oe klevet e Koat-Sall o voudal : Ar Saozon, ar Saozon ! paotret, beac’h dezo. Eiz mil den oa, hag en ho zouez tud euz ar Vro-Gall, gueich-all Breiz. Ar baotret euz hon bro-ni a gane o font a enep ar Saozon hag a gane er c’hiz-man : « Neb en deus gouneet ter gueich a c’hounezo n’euz forz pe veich. » Ar re Bro-Gall, o klevout ar ganaouen-ze, a gane ive eur ganaouen e brezounek. Choum a rezont sapatuet pe souezet euz an daou du ; hag eun neubeut goude, taol a rejont ho armou, hag a redont d’en em vriata an eil egile evel breudeur ker, dirag ar Saozon. Ar reman, estlammet ha kounaret, o velout oant dilæzet gant ar re Bro-Gall, en em dennaz prim d’ho batimanchou.

Laouennat a rin c’hoaz ho kalonou en eur lavaret deoc’h ar pez o deuz gret ar vartolodet breton euz a bep amrer a enep ar Saozon. Ar Vretoned zo bet atao ter d’ar brezel, ha dreist oll var ar mor. Ni zo ganet var aochou ar mor, hon bugale zo martolodet. Da biou vo komzet guella euz gloar hon martolodet gueich-all ?

An hini kenta eo Guillou ar C’hastel, euz Tremazan. Hen hag he vreur Tanguy o deuz epad ho buhez lakeet ar Saozon da derc’hout dirazo. Devet o deus porziou braz e Bro-Saoz, kemeret an ed, al loenet euz ar meachou tro-var-dro, evit ho c’hass e Breiz, e pelec’h an enemiet o doa da genta devet ar C’honket. Guillou ar C’hastel a varvaz en eur gombat vraz var vor. Atao enep ar Saozon, skei a reaz beteg he huanad diveza.

Kerret, lezhanvet Baro-Du, a zaveteaz ar batimanchou pe listri breton e 1340 kichen l’Ecluse hag a gassaz prizonier gantan e Sant-Malo pevar lestr saoz.

Goude-ze e komzin deoc’h euz a Brimoget, kabiten euz ar brassa lestr oa bet lakeet ober e Montroulez gant an dugez Anna, hanvet La Cordelière. Kals a listri saozon a glaske neuze tostaat euz hon aochou. Primoget na hellaz ket leuskel ar Saozon da zont ker tost. Dont a reaz e meaz euz mor Brest, gant eun neubeut listri da ober brezel. Goude eur gombat vraz, da oe dezan dont er mulgul heuliet hag harzet gant al listri saozon. Na gollaz ket kaloun, dress a reaz he listri hag a zeuaz adarre a enep ar Saozon beteg Lou-Maze an traon. Ar Saozon o doa pevar-ugent lestr, ar Vretoned ugent hebken. Primoget a zalc’haz ker stard koulskoude ma traillaz kals a listri saozon. Dont a reaz beteg hini pen braz ar Saozon ; taolet oa tan euz a bep tu var al lestr breton, An tan a grogaz kement enni d’an divez ma renkaz ar vartolodet en em deurel er mor evit klask pignat var al listri all. Primoget, gant lod euz he vartolodet, a choumaz var he lestr ken en doe staget outi al lestr saoz, heman oe devet raktal. Neuze en em daolaz er mor, e pelec’h en em gollaz dre ar boez euz he viskamand houarn. An dra-ze na viraz ket na ieaz al listri breton beteg an douar saoz d’he ravaji.

Ar ger Sant-Malo en deuz kals euz he bugale brudet var an oll moriou. Jakez Kartier a anavezaz ar c’henta an tu euz an Amerika, hanvet abaoue ar C’hanada. Dugay-Trouin, ginidik ivez euz ar ger-ze, oa kabiten eul lestr da drivec’h bloaz. O veza n’em gavet etre c’huerc’h lestr braz euz ar Saozon, choum a reaz da gombati ganto epad pedir heur. An hini brassa euz listri ar Saozon a dostaas outan beteg eun ten bistolen. Guerniou al lestr Dugay-Trouin oa torret, an tan a groge en he boultr ha na felle ket dezan n’em renta prizouner. Taolet oe var pont al lestr gant eun ten kanol, ha kemeret oe gant ar Saozon. Saveteet oe euz he brizoun gant eur plac’h iaouank saoz, en gare kalz. Dugay-Trouin, epad he vuhez, a zavaz ar pavillon a Frans ken huel ma oa doujet var an oll moriou. Ober a reaz prizounerien. Kemerout a reaz diveich pennou braz ar Saozon gant ho listri, ha mervel a reaz goude beza bet gouliet en eur gombat vraz.

Surkouff oa ivez euz a Zant-Malo ; lavaret a reer oa kar da Dugay-Trouin euz tu he vam. Henvel oe ountan en he oberou burzuduz. Da ugent bloaz oa kabiten eul lestr. Eur veich m’an doa kemeret eul lestr brassoc’h evit he hini, pignat a reaz varnezan gant he vartolodet. Kavout a reaz var he hent eul lestr kals brassoc’h c’hoaz ; tostaat a reaz ountan araok na oa anavezet ar Francisien, hag e neubeut amzer e kemeraz al lestr-ze. Mont a reaz eur veich gant eul lestrik a enep eur vatimant vraz hag er c’hemeraz ker buhan. He hano a zeuaz da veza eur spount evit ar Saozon, eun enor evit ar Vretoned.

Pa oe Louis c’huezek roue a Frans, oa ar guella amzer evit an dud a vor. Morse n’euz bet guelet e porz Brest kement a listri ker kaer, na ker doujet gant an enemiet. Ar Saozon a dride a gounar, o velout ar batimanchou-ze ; anavezout a reent ar boez euz ho boulou. Eul lestr, hanvet ar Zurveillantez, en em gavaz e kichen an enez Eussa dirag eul lestr saoz. Ar c’habiten breton oa Kouedik Kergoualer, hag ar Magn euz a Gervignac oa ar paotr-levier. Adalek pemb heur euz ar mintin beteg an noz e tennaz ar c’hanoliou ; ar c’hanolerien ne oant ket skuiz ; pevarzek boul o doa toulet al lestr breton ; ar c’habiten oa goal vlesset, ha koulskoude choum a ree var ar pont da ober kaloun d’he vartolodet. Ar reman oa gouliet nemet unan ; pemp troatad dour ha kement a voad oa e gouelet al lestr. Evel-ze en em gave ar stal pa oe troc’het an driss gant eur voul saoz a reaz koueza ar zinel guen. Ar Saozon a grede an dra-ze oa disken ar zinel evit lavarout en em gave ar Vretoned trec’het. Ar Magn a bignaz deoc’h-tu var ar vern-volosk, e kreiz ar volijou a zone e kichen he ziouskouarn, hag e stagaz euz ar vern eur mouchouer guen evit pavillon. An tan a grogaz el lestr saoz ; ar Saozon en em daole er mor evit en em savetei araok an tan. Ar vartolodet breton a lakeaz ho bagou e meaz evit ho savetei ; na zellent mui outo evel enemiet. Pa zeuaz ar Zurveillantez en dro er porz Brest, ar bobl a ioue fors d’he saludi. Ar Magn oe galvet da Baris, hag azea a reaz ouz taol ar roue. Roet oe dezan eur vetallen aour, ha gret oe officer. Kouedik en doa ar groaz na hellaz ket he dougen, rag gouliet oa d’ar maro, hag ar groaz oa lakeet var ar c’horf marv. Hag evit guir, pa bignaz ar veich kenta var ar Zurveillantez evel kabiten, en doa lavaret : « Houman vo din pe da varo pe da enor. » Bet eo an eil hag eben ! Kerandraon, he letanant, den iaouank a c’huezek bloaz, oe tost d’ar maro. Staget oe ar groaz euz ridochou he vele, ha dont a reaz da barea gant ar joa.

Kergariou, pa oe gret kabiten euz ar Belle-Poule, a lavaraz ar memez komzou evel Du Kouedik. Epad trizek heur emgann a zalc’haz ouz ar Saozon, hag er moment euz he varo a lavare d’he vartolodet : « Dalc’hit, bugale, dalc’hit atao, beac’h d’ar Saozon ! »

Kergariou, breur d’an aotrou Kergariou-ze, hen venjaz ; karget da hencha al listri marc’hadour ha pesketour a dlee treuzi ar moriou ; ho savetei a ree atao. Eur veich ma oa kalet ar gombat, oa lazet uneg den en he gichen en eun taol ; hag hen he unan oa taolet var ar pont evel maro. Sevel a reaz raktal evit kombati adarre. Eun devez m’an doa trec’het eul lestr saoz, he hini, hanvet la Sibylle, oa ken treuzet gant ar boliji, ma zeue an dour ebarz ken na helle mui herzel. Eul lestr all saoz a dostaaz outi hag a daolaz tan enni. Kergariou a zalc’haz c’hoaz ken na choumaz mui var al lestr na poultr, na guerniou, na lien, ha ma oa laet an hanter euz he dud. An dour a zeue muioc’h-mui e gouelet al lestr. Neuze oe gret prizouner gant ar Saozon.

Du Rumin, euz a Lannuon, Bisson, euz a Guemene, hag he baotr-levier Tremintin, euz an enez Vaz, o deuz karet guelloc’h beza konfountet e gouelet ar mor braz eget renta ho favillon d’ar Saozon. Le Bastard de Kerguiffinek na rentaz he hini nemet goude beza en em gannet gant ar vrassa kaloun gant he lestr he unan a enep pevar lestr saoz.

Setu aze, va zud vad, an istor em boa da gounta deoc’h, na ankounac’hait ket anezi ; mar vije bet habiloc’h an dall koz o pije klevet kals traou kaer c’hoaz var hon martolodet.