Istor Breiz, 1893/Rann 34
Ar re goz, hag ar merc’hed, hag ar botret vihan,
Ar re pere n’int ket goest da vonet d’en emgann,
A lavaro en ho ziez, a barz mont da gousket,
Eur Bater hag eun Ave evit ar chouantet !
(Barzaz-Breiz.)
Paotret ar Vendee a glaskaz kemer porz Granville e Normandi ; ezom o doa euz ar porz-ze evit kaout eur plaç da receo an traou digasset dezo euz a Vro-Saoz, e pelec’h oa neuze an darn vuia euz an dud divroet. O veza bet trec’het gant ar republikanet e teujont e Breiz evit mont var ho c’hiz d’ho bro. Er c’herriou Antrain, Dol ha Foujeres, ar re c’hlaz pe ar republikanet, o doa renket bale dirazo ; mæz goude oant trec’het er Mans hag e Savenay, ha na choumaz euz ho arme nemet ar re euruz avoalc’h da veza digemeret gant ar vrassa karantez etouez ar Vretonet.
Kridi a ret martreze em euz lavaret deoc’h an traou goassa digouezet en amzer ar spount. N’em euz ket komzet deoc’h c’hoaz euz eur muntrer, n’en deuz ket kavet he vestr var an douar. Deuet oe neuze e Naonet euz a berz Robespierre, eun den iaouank, hanvet Karrier ; eman a lavare evit ober euz ar Franç eur republik, ne oa ret kaout var bep deg leo douar, nemet seiz kant den da vaga, evit ma vefje æssoc’h ar re all. Evel-se e oa ret laza an tri-c’hant den-ze a oa ree anezo var beb deg leo douar euz ar Franç, rag kounta a ree ouspenn mil den da vaga var an espaç douar-ze.
Evit dont a ben euz an dra-ze, a ree laza bemdez e Naonet hag e tro ker, eun niver spountuz a dud. Skriv a ree da Baris : En noz-man zo bet lazet eiz hag hanter kant bælek, beuzet int bet er steir al Loar ! Karrier a gave a ie ar guillotin re zoustad. Lakaat a ree kemer ar brizounerien dre vandennadou, ho staga daou ha daou, hag ho zeurel evel-se er steir. An dra-ze a hanver eureujou republikan, abalamour staget e vije aliez assamblez goazet ha merc’het evit ho beuzi. Eur veich, Karrier a lavaraz d’an Naonediz : Me ha va mignounet euz a Baris, ni a raio eur vered vraz euz ar Franç !
Etouez ar verzerien lakeet d’ar maro gant Karrier, oe pedir blac’h iaouank anvet La Meyterie. Ar gossa anezo en doa eiz vloaz varnugent, ar iaouanka seiteg vloaz. Pa velaz ar bourreo oa ret dezan dibenna merc’het iaouank ker koant, leun a vodesti hag a furnez, krena a reaz euz he oll izili ; ha goude beza diskuezet d’ar bobl ho fennou leun a voad, en em dennaz en he dy hag a varvaz daou zevez goude, gant ar remorz euz he goustianç.
Karrier oa krissoc’h evit ar bourreo, ne glanvaz ket evit ken neubeut a dra. Daou zervez goude e pignaz gant he vignouned Lambertye, Goullin ha Grand’Maison, var eur batimant karget a brizounerien evit ho c’hass d’ar veuzeudigez. Dibri a reaz eur pred dijuz e kompagnunez merc’het fall, epad ma oa taolet an dud keaz-ze ebarz ar steir. Ar re a zeue var c’horre an dour oa lazet a daoliou baz. Aliez Karrier a c’houlenne dizenor eur verc’h evit priz euz buhez he zad ; ha ma e doa ar verc’h-ze ar malheur hag ar vez da senti outan, e oant eun neubeut goude beuzet ho daou.
Troc’hi ho fen d’ar Francisien vad : ne oa ket avoalc’h evit ar republikaned kriz, ret oa kreski ho ran-galon. Tud ar re lazet a renke azeza dioc’h taol tu ha tu gant ar vourrevien. Ar falla merc’het a azeze e kichen ar merc’het honest.
Republikanet divragou, hano kaër kemeret ganto, a ie dre ar ruiou o tansal la Farandole pe la Carmagnole ; o lakaat dre nerz an dud honest d’ho heulia.
Ouspen ar veuzeudigez hag ar guillotin, ar soudardet a laze bemdez kals a dud a dennou fusil ; aveichou kant den, aveichou all kant hag hanter-kant den en eun devez. Ar goad a ruille var blacen ar Bouffay beteg ar staliou, ar chass a zebre korfou ar re lazet, taolet er vengleuziou e meaz euz a ger. Eur medicin, o veza deuet en unan euz prizoniou Naonet, a lavar e kavaz eno, tu-ma tu-hont, korfou maro etouez tud beo, kals bugaligou var poent da dremen, re all beuzet e barrazou leun a fank. Ar groagez dalc’het eno a grene pa dostee an aotrou-man diouto, o sonjeal oa ar bourreo deuet d’ho c’hlask evit ho dibenna. Ar medicin-ze a lavar c’hoaz en deuz guelet er prizoniou-ze pemp bugel o vervel an eil goude egile dindan pemp minut ho femp. Roet oa urz da zivreina al lec’h-ze, hag evel devezour ebet na oa kontant d’ober al labour-ze, e oa lakeet da spura ar prizoun daou ugent paotr euz ar Vendee en eur rei dezo an assuranç euz ho liberte. Allaz ! kalz anezo a varvaz araok aichui ho labour gant an ær fall euz al leac’h-ze, hag ar re a joumaz beo oa beuzet en despet d’ar bromessa roet dezo.
E Roazon, tud iaouank ha bugale memez a laze ar verzerien a dennou fuzil. E Brest oa lakeet er prizoun an oll offisourien euz an noblanç chomet var al listri brezel. C’huec’h den varnugent oe dibennet er memez devez e Brest.
Lazet oe eno kals tud euz an noblanç, hag etrezo introunezet avancet en oad, ha dimerellet iaouank flamm. Emili Forsanz, plac’h iaouank euz ar re goanta, euz eur famill a zo bet atao anavezet dre he vertusiou kristen hag he noblanç, e oe dibennet er ger-ze, hag ar c’hrisder euz he bourrevien en he andret a reaz kement a boan da eun den iaouank hanvet Ianon Ar Gris-Duval (breur ar bælek en doa goulennet koessai Loïz c’huezek en heur he varo), ma c’hlebiaz he vouchouer godel en he goad, hag a reaz sermant d’he venji : raktal a bartiaz evit mont da gombati etouez ar chouantet. Pa oe dibennet ann aotrou Malmanch, er memez ker a Vrest, oe lakeet he ziou verc’hik dindan ar chaffault evit ma vijent bet goloet gant goad ho zad paour. — En deveziou-ze ive oa dibennet an aotrou Jean-Marie Branellek, kure Kastel-Paol, ha ginidik euz Guikseny. Paket oe e ty intanvez Ar Guen, e Kastel, ha dibennet e Brest d’ar Iaou-Gamblid, seitek a viz ebreul 1791, oajet a seiz vloaz ha tregont. Ar Iaou-Gamblid, oh ! devez kaer evit eur bælek evit antreal er baradoz ! Eur pennadik araok he varo, e savaz eur ganaouen truezus : enni e kaveur santimanchou ar verzerien euz a gommançamant an Iliz.
Eiz den varn’ugent oa bet lakeet da genta gant an dispac’herien da c’houarn ar Finister. Ho frezidant oa Kergariou (dishenvel braz euz ar re all euz he famill). Bet oant bet ar renerien-ze euz ar re grissa a enep ar veleyen hag a enep ar barreziou a jome euz tu ar relijion. Dispac’herien ar Finister oant euz tu ar re galvet Girondins. Avoalc’h oa evito beza diskaret ar relijion. Fellout a ree dezo chom a za. C’hoant o doa bet soken d’en em zevel a enep Robespierre. M’an dije bet ar Frans en he bez kement a nerz kaloun evit difen ar Roue, evel m’an deus bet ar Finister da zifen ar re galvet Girondins, ar rouantelez a vije bet saveteet, ha na vije ket bet e Frans amzer ar Spont. Kiniget oe arc’hant evit penn an dud maleüruz-ze. Kervelegan a zifennaz he hini. Trehouart, an den kriz, a ginnigaz 10,000 liur d’an hini en dije paket Kervelegan ; heman a jomaz kuzet var ar meaz etouez ar vretoned ; rag lavarout a ree : Keit en deuz eun den eur fusil, pistolennou hag eur sabren euz he c’houriz, ne dle mont da glask kuzat nemet etouez he dud. D’an 22 a viz kerzu 1792, evel m’euz en lavaret d’eoc’h, an eiz deputeet euz ar Finister, Gomaire, Marek, Guezno, Guermeur, Kervelegan, Queinec, Bohan ha Blad a skrive da renerien ar Finister : Trouz braz zo er Gambr (la Convention) ; var dro anter kant euz an deputeet a glask lakaat ar Roue d’ar maro, etc. Renerien ar Finister a respontaz d’ho deputeet : Hon goassa enebourien a zo er Gambr : Marat, Robespierre, Danton, Chabot, Bazire, an daou Merlin hag ho lakipotret a zo tud hag a goll ar Republik. Na dlefent ket beza deputeet, n’int ket mad soken da zougen an hano a Francisien. Kassit anezho kuit, pellait anezho, arabat eo deoc’h chom en ho zouez, ne beva mesk ha mesk ganto.
Guelet a rit, va bugale, eme Ian an dall, en eur vousc’hoarzin, d’ar re he selaoue, ar republikanet en em anavez mad an eil egile. Cetu prœposiou renerien ar Finister, hag a zo guir, ha koulskoude ar re-man o doa karget kastel Brest a brizounerien, beleyen, noblans, paysantet. Hi eo o deuz kasset soudardet da voustra ar barreziou kalounek na felle ket dezo receo an touerien. Guelet hon euz diagent o doa c’hoant non pas mont larkoc’h en drouk. Kousta reaz ker dezo ; galvet oant da vont d’ar varn ; den na gemeraz ar boan d’ho difen, klask a rejont trugare, n’ho doa ket da gaout an trugare-ze e doare ebet ; an dud kriz Breard, Trehouart, Jean-Bon-Saint-Andre, henvel euz loënet gouez, euz tigret, a felle dezo skuilla goad, ha skuill a rejont anezan.
Renerien ar Finister o doa ive skuillet goad, poulzet gant district Brest ; lakaat a rejont dibenna, ar bevare a viz ebreul 1793, Jean Pedel, euz a Vipavaz ; Fanch Guiavarc’h, labourer douar. D’an nao a viz ebreul oe dibennet Fanch Barbier, mær Guitalmeze ; d’an dri var ’n ugent oe troc’het pen Jean Prigent, mær Plouzevede. Oll oant lazet evit beza difennet ar veleyen vad ha miret ho farreziou euz ar veleien touerien. An dra-ze oa labour ar Girondins. Ni velo c’hoaz oberou ar re falla hanvet Montagnards ha Jacobins.
Pa zigouezaz ar Girondins hanter-varo gant ar skuizder, an naon hag ar sec’het, e kichen Kemper, el lec’h merket dezho gant Kervelegan, Abgrall a zeuaz d’ho c’herc’het hag ho digassaz e ty Le Louedec, en Ergue-Gaberik. An devez varlec’h e tigouezont e Kemper e ty La Hubaudière da zeg heur euz an noz, Duchâtel en doa paet evit ho c’hass da Vourdel ar vag La Diligente, bag ar Skanvik, euz a Gonkerne ; ar vag-ze a erruaz e Bourdel gant nao euz an deputeet Girondins. Guadet hag an den fall Petion o doa kavet e Brest eur vag mad. Chomet vije ar Girondins er Finister el lec’h o doant kement a vignonet, penefe o doa kollet er brezel, ha klask a reent neuze mont en ho bro ; mæz eno oant dilezet hag a varvjont en eun doare kriz. Belval, an depute fall, a skrive e 1791 : (ar roue, a bretantan, a zo eun torfetour) ; Belval a dremenaz mor Brest en eur vagik evit ar pesketerez, da zont da glask Barbaroux hag ar re all ; an aotrounet La Hubaudière ha La Bremaudière a zeuaz d’ho hencha euz a Gemper beteg Lanveoc. Nikun euz ar Girondins na gollaz he vuhez er vro-man, mæs ar re o doa ho saveteet oant laket er prizoun, ha kalz anezo oant dibennet !
Gouel ar Rezoun, laket e lec’h Doue var an aoteriou, oe gret e iliz Sant-Louis e Brest d’an 10 nivose, 30 a viz du 1792.
Jean-Bon-Saint-Andre, ar protestant, a savaz er gador-brezek hag a gomzaz a enep ar veleyen katolik hag ar guir relijion ! Be oant poulzet gant an diaoul, lavaret e vije o doa kollet ho skiant-vad. Laignelot, deuet e Brest gant ar bourreo, a lavare d’ar Société populaire euz a Vrest, ar c’henta devez euz a viz fever 1793 : Ne vo morse pobl ebet libr ken a vo bet mouget an oll Roueet, etc. Komzou evel-ze zo komzou donjeruz. Ar Republikanet fall-ze, an darn vuia anezo, na ouient na len mad, na skriva brao, ne ouient ket skriva mad ar gallek, Ar c’homzou euzuz-man lavaret gant Laignelot, oe roet evit komposition d’an habila, da vugale skol eur skolaër euz a Vrest ; heman a gassas he skolaerien an devez varlec’h evit beza meulet gant an dud fall. D’an 20 pluviose, Hugues, tamaller an dud vad, a skrive da dy-ker Brest : Gourc’hemen a ran da c’halvez ar gomun, sevel da seiz heur euz ar mintin ar c’hillotin santel, evit ma jomo keit a lavarin var blacen al liberte. D’an devez ha d’an heur merket, ar guillotin a oa prest.
Dirag ar c’hillotin oa savet eun dorgen tammou koat evit ober eur Menez (La Montagne) ; ar c’hillotin santel oa evel-ze e fas ar Menez Santel. Ha ne oa ket an dud-ze kriz ha mil gueich sod, sod magn ? Div heur goude, ar municipalite a gasse al lez-varn didruez e japel ar Marine, deuet da veza Temple de la Concorde, ha var ar mogeriou oa skrivet : Justis ar bobl !!
Ar re genta barnet dre al lez-varn goadek-ze, oa an aotrou de Rougemont, officer a vor ha daou zen iaouank flamm, Charles Le Dall de Kereon ha Louis de Montécler, a varvaz e kristenien vad, leun a fizians e Doue. Ho lizirou diveza d’ho c’herent, lizirou a big ar galoun pa ho lenner, a ziskuez ho feiz hag ho relijion.
Ker Brest oa skoet gant spount hag horrol, o klevout an tri maro kriz-ze. Epad meur a zevez ne oa guelet den mui er ruiou. Na vije guelet o tremen nemet ar Republikanet goassa ha ganto soudardet ar Menez, ha merc’het fall oc’h ober stam hag o kana Ça-ira hag ar C’harmagnole.
An dra-ze ne oa netra skoaz ar pez a erruaz goude : dan 9 ventose, 27 fever 1794, ker Brest a zihune e kreiz ar Spont. An taboulin a gomans da skei da bemb heur euz ar mintin. Doriou ker zo sarret, soudardet a zo lakeet er ruiou peb hanter-kant kammet da eveziat. Da c’houerc’h heur, furcha a rer an tyez, ha kalz tud zo lakeet er prizoun. Ar 25 ventose, 14 meurs 1794, ar c’hillotin oe kasset var blasen ar C’hastel, hag eno e oa dibennet an aotrou Coz, euz a Boullaouen, d’an oad a 48 bloavez. Ar c’hristen mad en doa digemeret ar bælek-man oe kasset kuit euz ar vro ; he hano oa Nedelec. Daou vartolod breton, ar Gouy, euz a Guerand, ha Jezekel, euz a Bloumoger, oant kondaonet ar c’henta d’ar maro, an eil da veza kasset er broiou pell. An aotrounet Kerlean, an tad hag ar mab oant ive kondaonet d’an harlu ; an demezel Anne Pichot Kerdizien, leun a vadelez evit ar beaurien, oe ive dibennet e Brest. E Lesneven, an aotrounet Jean-Marie Habasque ha Guillou Peton, beleyen, oant dibennet en eun taol kont gant Ance pe Hans, bourreo Brest ; beac’h en doa da gaout lojeiz er ger-ze. Lesneviz a gemere aliez hent ar vered evit mont da bidi var beziou ar veleyen vad-ze, evel ma ree ar gristenien genta var bez ar verzerien.
An 28 germinal oa dibennet eur soudard kanonier ; an 2 floreal, eur c’hemeneur. Oll, abalamour o doa en em glemmet euz ar Republik hag o doa diskuezet keuz da veza kollet ar Roue. An 23 floreal oa dibennet an aotrou Sebastien Rolland, person Trebrivant.
Erfin, an 20 euz ar miz maë 1794 oe dibennet e Brest 26 euz renerien ar Finister. Royou-Guermeur ha Perrin na heanent da c’houlen ho maro ; Guermeur, Guezno ha Marek a glaskaz ho savetei ; hogen en aner. Difennet oant mad koulskoude gant an alvokaded An Hir ha Riou-Kersalaun. Deoc’htu ma oant kondaonet, oant goulennet gant ar bourreo. N’eller ket lavaret pegen glac’haret oa an dud e Brest. Kalonou an oll dud vad oa rannet. Daou euz ar re kondaonet oa euz a Vrest : Aymez ha Per de Bergevin. Charles Baneat, mær Keraes, a oa ive etouez an dud kez-ze kondaonet d’ar maro ; mæz eur christen mad oa bet atao, ha ne doa kemeret perz ebet e fallagriez ar re all. Ho goad skuillet heb eur varn eon, en deuz goalc’het ho goal-oberou. Lavaret a rer e oa bet skrivet dre avans ar paperiou a verke oant decedet.
Goude ar 26 renerien euz ar Finister, dibennet e Brest d’ar miz maë 1794, oe dibennet ive unan euz ar goassa dispac’herien, Thomas Raby, oajet a 23 bloaz. An aotrou Doue a leze an dispac’herien d’en em punissa an eil egile. Ar re a zeue ar grenva a ree dibenna ar re o doa kollet ganto ; mæz ar re zo bet peurvuia lakeet d’ar maro, dre vilierou, en amzer ar Revolution, eo ar veleyen hag an dud vad.
Er mare-ze euz ar revolution, Robespierre a c’hoanteaz sevel eur relijion en he giz : ordren a reaz, dre eul lezen d’an oll Francisien, anaout eun Doue eternel hag eun ene immortel.
E Brest, an iliz evit enori an Doue eternel-ze oa plaç ar bourmenaden ; eno oa savet eun aoter paper ; eur man bælek, hag en doa skuillet goad an dud vad, a zeuaz d’an aoter-ze heuliet gant merc’het diskiant, anter-visket, pe evit lavarout ar virionez, kasi en noaz !
Evel-se a ree neuze lod euz an dud goab euz an Aotrou Doue. Na zaleaz ket da ziskuez dezo e oa e guirionez an Doue oll galloudek, an Doue eternel, an Doue a viskoaz ; eur mis goude ar sotoniou-ze, Robespierre, an dibenner bras, oa dibennet d’he dro, hag assamblez gantan he gonsortet Kouthon ha Sant-Just. Poent oa dezo kaout ho fegement ! Ar re a choume mistri var ho lerc’h, skuiz da skuilla kement a voad, a roaz eun neubeut a hean d’al lazerez hag a beoc’h d’ar vro. Neuze oe dibennet ive Karrier, en doa lammet ar vuhez digant dek mil den, heb n’en doa kavet den d’er rebeich dezan, nemet daou.
Na zeui ket pelloc’h, eme Doue d’ar mor,
Skei ran ar re fall gant ar brassa rigor !
Setu aze ar pez a verke ar c’homissær Prieur de la Marne var an aoter paper savet e Brest evit gouel an Doue eternel hag e guirionez, e ber amzer, ar guir Doue a skoaz varnezo gant ar brassa rigol ; an dra-ze oa skrivet e Brest d’an 8 a viz even 1794, ha d’ar 27 a viz gouere, ar Frans oa delivret euz Robespierre. Daou seurt tud fall a zo bet oc’h ober torfejou epad ar Revolution : Chaumette, Hébert, Marat, Karrier, tud karget a zlee, dreberien arc’hant, tud kontant da skuilla ar goad, abaoue ho iaouankiz-oll. Ar re all a vije bet tud ha n’ho defe ket gret trouz braz, penefe ar Revolution. Ho c’halonou, leun a ioulou fall ha mezuz a gavaz, en amzeriou trist-ze, lec’h d’en em zizkuez, Robespierre, Pétion, Fouquier-Tinville, Simon ar c’here oe euz ar re-ze, Evel-ze en deuz skrivet an aotrou’n eskop Dupanloup. Etouez an daou seurt-ze e kaver Jean-Bon-Saint-André, protestant, Lequinio, Dubois-Crancé, Laignelot, Bréard, Prieur de la Marne, Pochole, Blad, Guezno ha Royou-Guermeur, muntrerien, a reaz malheur hon bro Breiz.
Lavaret em euz eo ar Finister, ha diabarz ar Finister, district Brest, oa bet euz ar re voassa en dispac’h pe revolution. Ar re falla euz ar Vretoned zo en em gavet e Pariz e kement dispac’h bet a enep ar Roue mad Louis XVI.
Hag e Brest, en despet da varo Robespierre, oa dibennet c’hoaz an Tad Joseph, kapusin (Youen Mevel) ha gantan diou sœurez, Le Coant ha Barbe Jago, evit beza kuzet ar bælek santel-man e Montroulez. An 13 thermidor (31 juillet), tad ar jeneral Moreau hag an demezel Jacob de Kerjegu oant dibennet, ha koulskoude, evel el lavaran deoc’h, an dra-ze oa varlec’h maro Robespierre. Ragmey, presidant lesvarn Brest, ha Palis, mez kaozeal anezan, oant bet stravillet koulskoude o klevout maro an Tyran.
D’an 18 ha d’an 19 thermidor, oe dibennet an aotrou Malescot-Kerangouez hag ive eur goal den, Belval, en doa savet ar Société populaire e Brest, mam an oll grimou er ger-ze. O justis euz barnedigez Doue !!
Ann dud fall euz a Vrest oant hardis kenan ; rag douget oa bet e Paris eul lezen evit mirout euz al lezvarn, e kement lerc’h euz ar Frans, da gondaoni mui ; ha koulskoude lesvarn Brest a gondaone atao an dud vad d’ar maro, hag a lakee ho dibenna.
Erfin, d’an 30 thermidor (17 eost 1794), oa difennet da Ragmey kondaoni ken, hag he baperiou oa seziet. Mæz Prieur de la Marne hag he vignonet na zentzent ket, hag en despet da glemmou Brestis, ispicial Olier de Bergevin ha Kastelnau, an dud fall-ze n’int ket bet kastiet. Ne oa nemet pa zigouezaz e Brest an aotrou Palasne de Champeaux, ar 27 ebreul 1795, ma oe gret prizounerien an dud fall-man : Ar Barz, Pasquier, Julian Jullien, Nouvel euz ar Faou ha re all beteg eiz var’nugent. Barnerien kriz amzer an dispac’h en em guzaz, ha na oant ket goalgasset.
An dud-ze leun a grizder hag a grimou, oa sod-tre, pa felle dezho lakaat ar vartolodet da zenti ouz ho offiserien, goude ober anezo republikanet fall ha dizentuz.
Evel-ze d’ar miz du 1792, ar vartolodet o doa gret ravolt er bours ar Patriote. Bourc’hizien Brest a zeuaz var ar vatimant da lakaat ar peoc’h da ren, ha ne oa punisset den. D’an 13 even 1793, ravolt adarre var ar Bretagne ha var an Terrible ; lakeet oa Turpin ha Bonhomme, ar re voassa euz ar vartolodet-ze er prizoun e Pontaniou. Ar gaou oa lakeet peurvuia var gein an offiserien,
D’an eiz var’nugent a viz gouere 1793, an dud a vor e Brest, n’ho doa na bleud, na dour, na keuneud, na kig-sal, na fourmaj, na legumach seac’h. Ar republikanet o doa disfizians euz an oll offiserien hag ar vartolodet oant douget d’en em zevel en ho enep. Guelout a red, va mignonet, beza en eur Republik evel-ze, neket eun dra laouen.
Erfin, d’an 22 a viz kerzu 1793, an offiserien oant lakeet er prizon ; an aotronet Duplessis-Grenedan hag an aotrou Koetnempren oant dibennet e Paris d’an 12 a viz genver 1794. An Amiralet oant torret, ha Villaret-Joyeuse laket en ho lec’h ; rag deuet e oa mignon da Jean-Bon-Saint-André. Heman en doa laket kloza e kastel Brest var dro hanter-kant offiser a vor, kasi evit netra tamallet dezo. Ar re oa lakeet en ho flas oant ken diguiziek euz ho c’harg, ma roent lerc’h da c’hoarzin d’ar vartolodet koz.
Ar Saozon o doa c’hoant da gemer an ed kasset da Vrest, hag a dostaaz beteg ar Mulgul. Ar republikanet a zeuaz gant batimanchou brezel evit ho c’hombatti. Mæz ne oa mui ofisour ebet hag a ouie he vicher, pa zeo guir e oa bet dibennet pe prizouniet ar re oa araok ; evel-ze pevar lestr braz en em zraillaz o klask dont er meaz euz ar rad. Koulskoude, ma ne oant ket mad da gundui listri, e oant ter d’ar gombat.
Pa bignaz ar protestant fall Jean-Bon-Saint-André var lestr braz ar Menez (La Montagne), koll a reaz hag ar viktor ha kalz listri. Mez var an dud fall-ze, leun a warizi ouz an dud vad, kriz ha teir gueich sod ! ar re-ze koulskoude a zo bet mistri e Frans keit amzer ! Pa zeuaz al listri hanter-bruzunet en dro e porz Brest, aoun oa e ker rag ar gernez ha pell a jomaz er stad truezuz-ze. Cetu lod euz istor ker Brest epad an dispac’h ; istor maleüruz ; peb ker euz a Frans a oe henvel outi. Ha koulskoude n’em euz ket lavaret deoc’h pen da ben ar pez en deuz gouzanvet ker Brest epad ar Revolution ; re hir vije bet al leor.