Istor Breiz, 1893/Rann 35

J.-A. Lefournier, 1893  (p. 763-813)


PEMPED NOSVEZ HA TREGONT
————

Ar chouantet a zo tud vad, hi zo guir gristenien,
Savet da zifen hon bro, ha derc’hel hor beleien…
Ar chouantet a zeue euz a bep korn a Vreiz,
Euz a Dreger, euz a Gerne, hag euz a Venet ivez !
(Barzaz-Breiz.)

N’hellan kel lavaret deoc’h ar joa en em skignaz dre ar vro, o klevout oa maro Robespierre. Pegement ac’hanoc’h o deuz klevet ho zud o lavarout : Pignat em bije renket var ar chaffault ma na vije ket bet lakeet Robespierre d’ar maro. Koulskoude, en despet d’ar c’hoant a helle kaout an dud choumet e pen ar republik da ober peoc’h d’ar vro, ar peoc’h na helle ket beza paduz. Mogedi a ree c’hoaz an tyez devet gant ar republikanet ; goad ar gerent lazet ganto a oa toum c’hoaz ; hag ar parkeier a zouge ive merkou euz an eost distrujet ganto. An dud gret kement a zrouk dezo, oa en em dennet er c’hoajou ; aliez e teuent alesse da spounta ar re oa bet pen-kaoz euz ho malheuriou. Ar re-ze eo zo bet galvet chouantet euz hano tri breur hanvet Chouan, gant eun neubeut tud kalounek, hag o deuz kombattet ar republik. An darn-vuia euz ar chouantet a oa tud vad, a heulie skuer paotret ar Vendee, hag a gombatte evit ho feiz, ho relijion hag ho buhez.

Evit lakaat disprija ar chouantet, ar republikanet a gassaz e Breiz tud euz ar galiou a zue ho bisaich evit na vijent ket anavezet, hag o kemerout hano eun den anavezet mad er vro, e rejont muntrou euzuz ; laza a reent tud fall ha tud vad, evel ma sonje dezo, evit kaout ho arc’hant.

Pennou ar chouantet oa da genta : Jorch Kadoudal, miliner kalounek, a gombattaz beteg ar maro, hag en deuz savet he hano ken huel ; Mercier he gonsort ; Guillemot, lezhanvet roue Bignan ; Gambier ha kals a re all, oll divar ar meaz, soudardet ar roue hag ar feiz. Ar re o doa beuzet pe dibennet an drederen euz tud ar rouantelez a ioue forz a enep ar chouantet. An aotrounet a gombatte assamblez gant ar chouantet oa guisket evelto, nemet e tougent var ho chupen eun arouden aour pe arc’hant en dro d’ho gouzoug ; pe aliessoc’h c’hoaz eur mouchouer guen en dro d’ar pen pe stag diouz ar vreac’h. Aveichou e tougent var ho zok eur gokarden ven, ar chapelet pe ar skapulær oa lakeet en dro d’ar gouzoug. Pa felle dezo beza dianavezet, na lakeent merk ebet var ho habit. Ar chouantet a zevas paperiou ar municipalite hag a ziskaraz guezen al liberte er ger a Guemene. Kalan, hanvet Salomon, oe paket gant ar re c’hlaz e kastel Kerdrean, tost d’ar Faouet ; kuzet oa var zu eur stol guele, lazet oe en hent gant ar re hen dalc’he prizouner, er mare ma o doa santet a dostee ar chouantet evit he savetei.

Ar peoc’h oa kinniget d’ar chouantet, ma lezent ho armou, hag anajent ar republik. Gounezet oa an darn-vuia anezo dre gomzou kaer. Charette, Fleuriot, Sapinaud, Kouetuz, Briak ha Trotouin, euz ar Vendee, a zeuaz da eur maner da bedir leo euz a Naonet evit ober peoc’h gant ar republik. Setu ar pez oa skrivet eno : Ar relijion vo enoret, ar veleyen vad galvet en dro. Paotret ar Vendee a zivoallo ho unan ho c’harter. Na ielo den euz ar Vendee da servich ar republik. Saet vo en dro an tyez devet gant ar republikanet, ha roet daou vilion arc’hant d’ar re o deuz kollet gant ar republikanet. Pa oe sinet ar peoc’h-ze, ha na badaz ket pell, rag ar republikanet na zalc’hont ket d’ho fromessaou, Charette hag he gonsortet a dremenaz placen vraz Naonet var varc’h, kokardennou ha plumachennou guen var ho zokou.

Darn euz ar chouantet a Vreiz a zeuaz ive e Roazon, ha sinet oa ar peoc’h er maner La Mabilais. Lois Frotte ha Kadoudal na zeujont ket e Roazon, rag gouzout a reent ober peoc’h gant repulikanet zo goaperez.

Setu eul lizer skrivet var gement-ze gant eun ofisour chouan da eur republikan : « C’hui lavar deomp distrei d’hor c’herriou ha renonç d’ar brezel. Ha kridi a ret ni zo deuet sod ? C’hui ra goab ac’hanomp. Perak goulen da genta hor fuziliou, leun eo hor parreziou euz ho soudardet ; œz vo deoc’h neuze laza neb a garfoc’h. Galvit da genta ho soudardet davedoc’h, ha neuze ni velo petra da ober. Da genta o peuz kinniget ar peoc’h d’ar chouantet ma dijent trahisset ho ofisourien. Breman a offrit ar pardon d’an oll chouantet ; mez n’euz nemet ar re zo kabluz euz eun drouk bennag o deuz ezom pardon. Ni n’euz gret nemet en em zifen a enep ar re a glaske lammout diganeomp ar vuhez ; ha ni gombatto evit kement-se beteg ar maro. Deg vloaz zo breman ni a oa gouarnet gant eur roue, evel-se a c’houlennomp beza gouarnet c’hoaz. Penaoz sonjeal ober deomp senti euz ar republik, ha neket abalamour dezi eo bet lazet hon tadou, hor mammou, breudeur, c’hoarezet, bugale, ha prizouniet ar re all. C’hui lavar e peuz roet al liberte d’ar vro. Pe seurt liberte eo oc’h hini ? ha c’hui zo liproc’h breman evit ne oac’h deg vloaz zo. Ha muioc’h a binvidigez, ha muioc’h a beoc’h oc’h euz-c’hui breman eget guech all ? ha muioc’h a joa, a gontantamant oc’h euz-c’hui ? Nan, nan, pelec’h ma eta ho liberte ? Ni zo tud christen, klevit mad, ni hon deuz eun ene da savetei, ha c’hui peuz lammet diganeomp hor beleyen ! Kemeret o peuz danvez an tuchentil hag an dud vad. Na c’houlennomp nemet guelout peb hini kaout he vir ; rentit ho madou d’an iliz, d’an duchentil. Ne rit ket, er c’hontrol, c’hui oar tenna ar vaz euz dorn an den evit skei gantan. »

Pa oa ret d’ar republikanet rei an arc’hant prometet ha renta ar madou laeret d’ho guir perc’hen, oa kavet digariou, ha ne oa gret netra euz ar pez oa bet prometet.

En amzer a barlantan deoc’h breman, e oa goal diœz kaout bara da zibri. Rag ar baysantet na felle ket dezo guerza ho ed gant aoun da gaout da beamant tammou paper galvet e gallek assignats, a serviche neuze da vouniz. Kuzat a reent ho oll draou, ha na verzent a galoun vad nemet d’ar chouantet. Ar brezel a gommanças adarre etre ar republikanet hag ar chouantet. Ar republikanet a c’hounezaz er c’hombajou a oe e Grandchamps, e Billy hag e Kamors. Koulskoude dont a ree da gaout ar chouantet tud euz parreziou Leon, euz a Vrest memez. Ar vartolodet, skuiz gant ar republik, na joument mui var ho batimanchou. Ret oa sarra an noriou e Brest evit ho derc’hel e ker. An oll dud-ze a heulie Jorch Kadoudal ar chouan braz. Evel-se oa an traou pa zeuaz Lantivy ha Leissegues gant c’huerc’h kant den euz ar Morbihan da gemerout poultr ar republikanet miret er Pont-Beuz e kichen Kastellin. Evit mont dy e renkjont tremen dre ar Faouet, Gourin, Skaer, Keraez ha Kastellin. Ugent leo a rejont ; ben kreiz-de oant e Pont-ar-Veuzen. Kampourcy ha pemzek soudard a vire ar poultr ; kaout a rejont, ouspen ar poultr a glaskent, triouerc’h mil liur arc’hant, ar pez na reaz ket a nec’h dezo. Taol a rejont er steir ar pez na hellent ket dougen gant ho c’hirri ; hag erruet oant en dro er Morbihan, pa glaske c’hoaz ar soudardet euz ar c’herriou tro-var-dro dre pe seurt hent mont var ho lerc’h.

Neuze e oa kemeret eur gorveten republikan a bevarzek kanol, oa e mor Guenet, gant Iann Hermeli, martolod kalounek, ginidik euz Lokmariaker, en doa gantan tregont den iaouank eveltan. Kass a rezont d’ar chouantet ar pez e oa ebars ar gorveten-ze.

Tinteniak ha Boisberthelot a zeuaz neuze er Morbihan da zigass ar c’helou euz a Vro-Zaoz, ha setu petra a erruaz.

26 Even 1795. — D’ar c’huerc’h var-nugent a viz even 1795, an dud exilet euz a Vreiz hag euz a Franç, a zeuaz var listri saoz er mor Karnak, e kichen Kiberon, evit dont da sikour ar chouantet. Eur iouaden a laouenedigez oe klevet var an aod pa zouaraz an dud-ze ; ar merc’het, ar vugale en em daole er mor beteg an daoulin evit kemer kentoc’h aze ar poultr hag ar fuziliou digasset dezo gant ar batimanchou saoz. Eno oa deuet an duchentil vrassa euz a Vreiz hag euz a Franç, kalz a veleyen, etouez ar re-man an aotrou Herce, eskop Dol, vikel apostolik hon Tad Santel ar Pab. C’huezek mil den en em gavaz e Kiberon, prest da gombatti evit ar feiz hag ar roue. Saet oa eun aoter var an aod ; an aotrou’n eskop a offerennaz evit repos ene ar roue iaouank Lois XVII, maro nevez oa. Goude oa kanet an Te Deum en enor d’ar roue Lois XVIII, hag evit trugarekat Doue euz an eur-vad o doa an dud-man da velout eur veich c’hoaz ho bro karet. Pegen braz laouenedigez evito ! nikun anezo n’en dije kredet neuze e oa ker tost evito pred ar maro.

An aotrou Herce a reaz digeri iliz Karnak hag ar re tro var dro, hag e oe kiniget eno sakrifiç santel an offeren.

Lois XVII, ar prins iaouank, oa bet kement goalgasset gant tud henveloc’h euz al loënet gouez eget euz tud, nemet e vijent deuet euz an Ifern, oa marvet gant ar vizer. An torfet-ze gret gant ar republikanet a enep eur bugel a zo avoalc’h evit ober mez d’ar Republik. Lois XVII en doa eun drem koant meurbet, eur speret dreist he oad, eur galon euz ar guella. En eun oad tener a ziskuezas he skiant lemm ha dudiuz ; goude beza bet o kozeal gant he vam, en em blije da ziskuez dezan len traou mad assamblez ganti, ar Rouanez a gemere he flijadur o c’hoari muzik evit he mab, hi a ree evintan toniou ha sôniou œz da gompren da eur bugelik, ha guelet vije var drem ar paotrik en doa skouarn digor d’ar muzik.

Eun abardaëz, e palez Saint-Cloud, he vam a ganaz dirazan ar werz-man :

Kousk, bugelik, sar da lagad,
Da glemmou a ran va c’halon :
Kousk, va bugel, da vam ervad
En deuz beteg re d’ober kaon.

Ar c’homzou-ze a bikaz kalonik ar c’hrouadur a jome sioulik en he gador. C’hoar ar Roue, ar brinces Elisabeth, o velout anezhan ken sioul, a lavaraz en eur c’hoarzin : Evit ar veich-man, cetu kousket va niz Lois. Ar bugel a respontaz d’he voereb : O moereb, hag a heller kousket, pa gan va Mamm-Rouanez.

Korfet brao, moan, mentet kaër, skanv da vale, he dal huel ha dizolo, diœz vije bet lavaret pe seurt sell en doa, evel sell eun œlik, gant he zaoulagad glaz gant malvennou du ; livet brao he visaich gant bleo melen, eur voden vleo a ziskenne var he ziouskoaz. Na kaera paotr oa ar prins iaouank ; na mad ha tener a oa kalon Lois XVII. Bez e oa henvel euz he vam dre he doare kaër, hag euz he dad Lois XVI dre ar vadelez. Ar re er guele, ar re a dostaë outan, ne oant ket evit en em virout d’he garet. He c’hinou na zigore nemet evit lavarout traou dudiuz. Nep er guele evit ar veich kenta, hen gave koant meurbet ; ar galon oa tenereet oc’h he glevout kaozeal. Ar vugale hag ar brinset a zo peurvuia evito ho unan, heman na oe ket evel-ze, atao o klask ober plijadur d’ar re all, silaou a ree nep a gomze gantan, seven ha deread oa evit an oll. Koulskoude prins oa, ha ne oa ket gouzanvuz, na felle ket dezan senti d’ar merc’het a c’hambr karget anezan, na zente nag evit mont da gousket, nag evit an heur da zevel euz he vele, senti a ree kerkent ma vele he vam o tont davetan.

Cetu ar bugel mad ha kaër-meurbet a roaz ar Republik d’ar c’here kriz Simon evit beza merzeriet. Abalamour oa mab d’ar Roue, abalamour ma oa e peb seurt doare eur c’hrouadur dreist ar re all ; abalamour da-ze oe merzeriet. Krouadur ker koant ma vije bet sellet outan gant joa, m’an dije tremenet dre eur ru ; krouadur hag a denne varnezan karantez ha teneredigez, oc’h he velout hebken. Piou e dije sonjet e c’helfe eun bennag kaout kassoni outan ; dirazan a dlie tevel kounar ha krizder, ha n’en dije dleet den kaout evintan nemet karantez.

Ia, abalamour ma oa koant ha mad ar c’hrouadurik seiz vloaz Lois XVII, abalamour oa mab d’ar Roue, a zeuaz Simon ar c’here da veza ar c’hrissa bourreo evintan.

Ahanta ! Kapet bihan, emezan, te zo deuet mud ? Me a zesko dit kaozeal, kana ar C’harmagnole ha ioual : Vive la République ; hag e jomez mud ! ha Simon a skoe gantan didruez. — C’hui, eme ar bugel, hellit va c’hastiza m’ar fazian ; mœz arabad eo deoc’h skei ganin, rag c’hui a zo kalz krenvoc’h evidon-me. — Me a zo mestr varnout, a responte Simon, loen fall ma zout, Kapet, hag e ran ar pez a garan ha Vive la Liberte hag an Egalite !!

Ar c’hrouadur royal a oa skuiz euz he amzer tremenet e prizon an Templ pa oe roet da verzeria da Simon ; an taoliou, ar boan gorf hag ar boan speret a lammaz digantan he yec’het, ha koll a reaz he oll nerz. Ne deo ket bet dibennet evel he dad, he vam hag he voereb, ne oa ket kasset kuit euz ar vro ; ar republikanet o deuz kavet an tu d’en em zizober anezan. Lavaret a reer e klevaz ar c’hrouadurik innosant, en eur vervel, moueziou œlet ar baradoz, o kana dezan fin he boaniou ker kalet.

Pa glevaz ar republikanet oa diskennet armee ar Francisien divroët e Kiberon, e lakejont er prizon an oll veleyen divar dro, tadou, mammou, priejou ha bugale euz ar re e oa en armee royal.

Ar jeneral Hoche a zeuaz gant eun armee vraz da gombati e Kiberon, ha goude kombajou rust, a c’hounezaz ar viktor. Tinteniak , kasset e kreis ar Morbihan da zestum tud iaouank ar vro evit an armee royal, oe lazet e kastel Koetlogon. Trec’het gant ar re c’hlaz, an armee royal en em gavaz poulzet var an aod etre ar mor euz eun tu, hag ar c’hanoliou euz eun tu all.

Ar re na hellent ket mont beteg al listri saoz oa paket pe lazet. Al listri saoz, en eur denna gant ho c’hanoliou var ar re c’hlaz, a laze ive lod euz an armee royal. Ar bagou na dosteent ket buhan avoalc’h da c’hoant pep hini ; oll e karjent beza eno, oll e klaskent pignat ebarz ; meur a vag a oe kollet, o veza re garget. An dud na hellent ket pignat en em daole var neun, hag a zalc’he mad d’ar bagou ; pelleet vijent a daoliou roenv. An dug a Levis, gouliet, en em stleje var bord an aod ; mœz na oe ket gouest da bignat er bagou ; daou Vreton hen gemeraz en ho divreac’h, hag o ioual var eur vag a oa pell, a leverjont dezo ne c’houlennent plaç nemet evit an den blesset, hag e chomjent da gombatti beteg ar maro. An aotrou Herce hag he vreur he vikel vraz a oa ive er mare-ze tost d’an aod ; eur vag ho gortoze evit ho c’hemer. Ha lezel a raimp-ni, eme an eskop d’he vreur, an dud paour-man heb sikour ho eneou : Ah ! va breur, n’ho dilezomp ket, guelloc’h deomp en em exposi d’ar maro hag ober hon dever a vælek ! Prizouniet oant eun neubeut goude gant beleyen all.

Var dro pevar mil den euz an armee royal oa paket gant an aotrou Sombreuil, den iaouank, oajet var dro a eiz vloaz var nugent, en doa dalc’het gant ar gouraich ar vrassa beteg fin ar gombat, hag en doa kinniget he vuhez evit savetei he gonsortet. Roet oa dezo ar ger na vije lazet den ebet mar ho dije taolet ho armou, ha touet oa an dra-ze dre le. Allas ! ne oa ket pell e oant kasset e kichen Santez-Anna Venet, er ger Alre, evit beza barnet ha fuzillet en despet d’ar sermant roet dezo. Ar merc’het euz a bep kondition e Alre a gemeraz eur sourci karantezuz euz ar brizonerien, ha dalc’het vo atao sonch euz ho madelez hag euz ho zrugarez, hag ive euz ar relijion hag ar galoun vraz euz ar brizonerien.

Eskop Dol, gant an aotrounet Larchantel, vikel vraz a Gemper, Kerlouri, chaloni a Landreger, Larjez, person Pleumeur-Bodou, breur an aotrou’n eskop, beleyen all c’hoaz hag an aotrou Sombreuil, oe fuzillet ar re genta var blacen Guenet ; lavaret oa da Sombreuil daoulina : Ne stouan, emezan, nemet dirag Doue, a adoran. Chom a rin em zao dirazoc’h, c’hui ne doc’h nemet tud evel-doun ! An ofisourien c’hlaz o veza refuzet kondaoni ken an dud-ze d’ar maro, hag ar soudardet o veza dinac’het ho fuzilla, e oa ret klask soudardet estranjour evit kuntinui al lazerez. Fuzillet vije bemdez etre hanter-kant ha dek ha tri-ugent. Nikun anezo na fellaz kuzat he oad evit savetei he vuhez. Eun den iaouank flamm a c’houlenne d’he yountr Kergariou, ar martolod braz, ha kuzat a helle tri miz bennag euz he oad evit savetei he vuhez. Nan, eme Kergariou, arabat eo lavarout morse geier. Kergariou a ieaz d’ar maro diarc’hen evit beza henvelloc’h aze euz ar Zalver.

Jesril, den iaouank all, oa prizouniet, kasset oa gant ar re c’hlaz d’al listri saoz evit avertissa e oa aichuet ar gombat hag evit lavarout heana an tennou euz kanoliou ar Zaozon. Deuz buhan, deuz ganeomp er batimant, hag e vezi saveteet, eme dezan he gonsortet. Prometet em euz d’ar re c’hlaz mont en dro, eme Jesril, mont a renkan, va ger a zo roet. Koulskoude an den iaouank-man a zonje mad e vije bet lakeet d’ar maro gant ar republikanet, Ar re-ma na zalc’hent ket evel-se d’ho ger na d’ho fromessaou. Re a bræz oa ganto, evel ma leverent ho unan, guelout an aotrounet-ze o vont d’ar baradoz. Lazet e oant ha mervel a reent en eur ioual : Vive le Roi !

Neubeut zo a famillou euz an noblanç e Breiz ha n’en deuz bet kar dezi lazet e Kiberon, pe fuzillet e Guenet, pe e Alre.

Goude al lazerez vraz-ze, ar chouantet a choumaz eun neubeut spountet. Kadoudal a gommanças an hini kenta d’en em ganna adarre gant ar re c’hlaz e kichen Elven. Var dro hanter miz even, ar chouantet Ar Pab, Le Gris-Duval, Guillemot ha kals a re all oa lakeet er prizoun e Sant-Briek. D’an noz euz ar c’houezek a viz even 1798, Duviket, Rohu, Jorch Kadoudal, Mercier ha Karfort a zeuaz da glask ho dilivra. Lod anezo o doa kemeret guiskamant ar re c’hlaz, ha goulen a rejont ma vije digoret dezo ar prizoun abalamour e tigassent dy eun émigré, evel-se oa galvet an dud divroet, o doa kuiteet ar Franç evit tec’hout dirag ar maro. Mæz ne oa ket digoret dezo ar prizoun.

D’ar c’houerc’h var’nugent a viz here, Mercier en doa dastumet he dud e koat Lorjes, dont a reaz en dro da Sant-Briek, gant Kerigan, Kourson ha Karfort, hag ar veich-man e oa dilivret ganto tri chant prizouner.

Er bloavez-se 1798, an Directoire, neuze gouarnamant ar Franç, a gassaz e Breiz tud fall euz a Bariz guisket evel chouantet, a rede dre an oll barreziou hag a ree kalz a dorfejou. An dud fall-man a zeue barz an tyez el lec’h ma ouient e oa tud penvidik ; kemerout a reent eun trebez pe eur billik, hag o veza toumet anezo var an tan a lakeont tud an ty da azea varnezo ken o dijent diskuliet pelec’h oa ho zenzor. An torfejou-ze oa tamallet d’ar chouantet hag e oa eun abek evit persekuti goassoc’h ar veleyen hag an dud vad.

C’hoar ha breur kaer Guillemot oe fuzillet e Radenak. An aotrounet d’Amphernet ha Lomenie Brienne oa fuzillet e Kemper. Brienne n’en doa nemet triouec’h bloaz ; rebeichet oe dezan gant ar varnerien da veza kuiteet ar vro da unek vloaz, da veza deuet en dro da drivec’h ! Cetu aze he grim ! Ne oa den neuze e Franç hag en dije ar gouraich da zifen an dud innoçant lakeet d’ar maro, ne oa nemet ar chouantet evit ho venji.

Na joume mui nemeto, rak potret ar Vendee o doa kollet gant ar republik. La Rochejacquelein oa bet lazet er mare ma lavare d’he baysantet : Pa zin araok, deuit ivez ; mar ian var va c’hiz, skoit ganin-me ; ma teuan da veza lazet, venjit ac’hanoun-me. Stofflet ha Charette, daou all euz ar re vella, oe fuzillet. Charette a oe kemeret hag an dra-ze a reaz kement a joa d’ar republikanet, ma skrive unan d’ar jeneral Hoche : « O klevout oa paket Charette, ni a zo eet er meaz ac’hanomp gant al laouenidigez. Digouezet oa ar c’helou e Paris da eiz heur euz an noz. Ar pemp director o deuz lakeet embann an dra-ze, evel ma vije bet gounezet eur viktor braz. » Pa oa goulennet digant Charette abalamour da betra en doa gret ar brezel ? Evit difen va relijion, va roue ha va bro, emezan. Pevar mil den oa renket var blacen vraz Naonet evit he fuzilla. Na fellaz ket dezan beza mouchet evit receo taol ar maro, sell a reaz sioul euz ar fuzillou troet var he vruchet ha kommandi a reaz he unan an tennaden. Koueza a reaz, skoet gant ugent boul ploum, en eur ioual : Vive le Roi ! oajet oa a 33 vloaz.

Nag a veich eo bet klevet ar iouaden-ze n’em sevel etrezek an env en amzer maleuruz-ze ! Ar Franç a golle evel-se ar re vella euz he bugale. Ar merc’het hag an dud iaouank a c’hlebie mouchouerou guen e goad ar re oe dibennet pe fuzillet, ispicial pa oe lazet beleyen, hag ho mire en ho zyez gant kals a respet evel relegou.

Kals listri oa deuet er meaz euz porz Brest evit kombatti ar Saozon, lod anezo oa brevet gant ar goal amzer. Unan euz al listri-ze, galvet e gallek : les Droits de l’Homme, en em gollaz var ar c’herreg dirak Goazien (Audierne) : pemp kant korf maro oe taolet gant ar mor var an aod. Eur martolod euz ar c’harter-ze en em daolaz tregont gueich er mor, o klask savetei an dud paour-ze, hag a zeue gantan var an aod eun den kasi be veich.

An dra-man a zigass din da sonj euz Jean-Marie Kéméner, martolod euz a Grozon ; en em daolaz er mor ouspen anterkant gueich evit savetei ar re oa var bours an Arrogante, en em gollet e kichen Toulon e 1877.

Kemener a gemeraz eur sourci braz da lakaat douari ar re varo hag a lakeaz offerennou evito. Ree en doa gret. Euz a neuze en doa kollet he yec’het. Kemener, martolod var ar Souverain, en deuz bet ar groaz a enor !

Evel m’euz kountet deoc’h diaraok, ne oa mui nemet ar chouantet da gombatti ken e Franç. Kadoudal na helle ket beza trec’het ker buhan ; hen a oa eur guir Breton, pennek, kalet d’ar boan, leun a galoun hag a skiant, stard d’he zever hag a c’houlenne dreist oll an oboissanç digant he baotret. Recevet en doa digant he grouer an nerz hag ar gallout a ra an dud estimet ; ar skiant hag ar pen ho sav huel. Jorch Kadoudal oa ar chouan braz. Pontbriand a gombatte euz tu an aochou Dinan. Pemzek mil den oa gant Jorch ha Guillemot pa zeuaz an daou-man da gombatti ar jeneral Hardy, e kichen Elven. Dubot ha Bonnaventure, euz a barrez Guiskriff, a gommande ar chouantet er c’harter-ze, La Boessiere, Keruzoret ha Kerbalannek a gommande paotret Leon. An aotrou Kerne a gommande chouantet Kerne, hogen en despet ma oa mad-tre ar c’habiten, ne oe ket kalz a chouantet er c’harter-ze. An aotrounet Du Rumin, Crezolles ha Trelon a gommande chouantet Landreger. Eun devez Kadoudal a zeuaz da gombatti gant pevar ugent chouant a enep ar jeneral Hardy ha pevar ugent glaz, ar republikanet a oa trec’het.

Erfin Kadoudal en em rezolvaz da ober ar peoc’h, rag guelout a ree n’en doa ket da herzel ouz eun armee hebken, mæz ouz oll soudardet gouarnamant ar Franç. Eur jeneral a lavaraz da Jorch : C’hui vo jeneral evel-doun, pe dibennet. Goustadig, respountaz Jorch, en eur hija he ben, na po ket anezan ker buhan. Kiniget oe da Jorch kant mil liur ha beza jeneral ; ne fellaz ket dezan, ober a reaz ar peoc’h hag a ieaz da Vro Saoz da c’hedal.

Na vije ket mad din chom heb rei deoc’h da anaout an hini zo bet enor ar Vretonet e brezel ar chouantet. An den brudet mad-ze eo Georges Cadoudal. Blenier ar chouantet en doa c’huerc’h bloaz varnugent, he soudardet a zente ountan dre garantez. Hen oa eur c’hristen c’houek ; he soudardet a dlie beza kristen ; mont a reent bemdez, jeneral ha soudardet, var ho daoulin, ho fen dizolo e kreiz an dachen evit ar pedennou euz ar mintin, euz a c’hreizdez hag euz an noz. Jorch gant he speret mad ha lemm na ree ket a faë var an noblans, hervez ma ra kalz tud ber a speret ha paour a vertuz, evel ar vourc’hizien dizoue. En arme ar chouantet oant oll kement ha kement. Ne ket evel maz eo égalité gaouierez ar republikanet. Denchentil pe kouer oa ofiser hervez ma oa gouest da ren mad ar brezel. Jorch a vire ouz he zoudardet iaouank da eureuji araok fin ar brezel, gant aoun e vijent dalc’het er ger gant ar priejou nevez, ha na vijent ket chomet da gombatti. Touzet e vije bleo an hini a vanke d’al lezen-ze ; ar vez a vire ouz an dud iaouank da zizenti, rag na felle ket dezo a gren beza touzet e mesk bleo hir ar chouantet. Ar Vreiz en he bez a garie Kadoudal, piou n’en dije roët a volontez vad ugent kueich he vuhez evit divoal buhez Jorch, souten an urz vad, skoazel ar gwir relijion. An aotrou Lomelech, kure e Ploermel, en em rentaz prizouner d’ar soudardet c’hlaz, evit rei amzer da Jorch Kadoudal da bellaat diouto. Avoalc’h en doa gret ar bælek-ze evit beza lakeet d’ar maro.

Mæz Jorch a redaz varlerc’h ar re c’hlaz (soudardet ar republik) ha dre eur mirak evel ma oa kustum ar chouantet da ober, dont a reaz a ben da denna ar bælek mad euz daouarn an dud kriz-ze kalz niverussoc’h eget soudardet Doue hag ar Roue.

Julian Kadoudal, he vreur, oe fuzillet e miz kerzu 1800 gant ar re c’hlaz e kichen Kerleano, ty karet meurbet gant ar C’hadoudalet, eno oant bet ganet. Jorch a zeuaz e Pariz, sonj teurel en traon ar c’henta konsul. D’an 9 a viz meurz 1804, Jorch Kadoudal oe gret prizouner. Kondaonet oe d’ar maro. M’an dije goulennet trugarez, en dije bet, oe lavaret dezan. Ne c’houlennin netra, emehe, An devez araog ma tlie beza lazet, oe kinniget dezan adarre eur paper da sina evit goulen he vuhez. Kent ma lennaz var ar paper : Aotrou Emperor, sklap a reaz ar paper d’an douar, rag kridi a re mad ez oa ar gwir gant ar Bourbonet ar Roueed koz, ha ne oa ket gant an Emperor. Daoulina a reaz neuze en or lavaret : « Mignonet, lavaromp ar beden euz an noz. » An devez varlec’h oa dibennet e Paris ar jeneral hag uneg euz he vignonet ; seiz euz an daouzek breton-ze a oa euz ar Morbihan.

D’ar republikanet a roaz erfin Bonapart ho fegement. An den iaouank-man oa ar c’henta euz ho arme dre he skiant vraz ; koulskoude, disprij a ree ar republikanet. Taol a reaz anezo dre ar prenestr er meaz euz ar zall e oant o terc’hel ho c’huzuliou fall enni. Ar re-ze o doa gret kement a zroug e Franç. N’em lakat a reaz en ho flas, ar pez a reaz kals a laouenedigez d’an dud honest, ker skuiz da gaout eur gouarnamant ker fall hag hini ar republik.

Neuze ar jeneral Bonapart oa kenta consul, da lavaret eo an hini kenta da gommandi ar Franç. Aichui a reaz ar brezeliou euz ar Vendee hag euz ar chouantet, en eur digeri an ilizou hag en eur c’hervel en dro ar veleyen vad.

Oh ! pebez laouenedigez evit an oll gristenien ! Ah ! piou ac’hanoc’h a hello kompren mad aoualc’h laouenedigez hon tud koz pa oe roet konje dezo da bidi Doue ha d’he servicha ! Ret vije deoc’h beza bet evelto, heb iliz da zaoulina ebarz, heb sakramanchou, heb sikour na kuzul ar veleyen vad evit kompren an eurusdet, ar joa a ravisse kalonou an dud fidel, bet ker maleuruz epad an dispac’h braz euz ar Franç, galvet e gallec : Revolution.