Itron-Varia Lourd
Setu ama eur pare burzuduz great dre vertuz an dour a feunteun Lourd, da lavaret eo, dre eur zicour aberz ar Verc’hez Vari. Ar burzud-ma zo bet great e kenver eur plac’h iaouank trivac’h vloaz, c’hoar da berson eur barrezik divar ar meaz a escopti Perigeux, hag o chom e ti he breur.
Ar plac’hik-ma a voa ken displet ma e devoa c’hoas an ear euz eur buguel evithi da gaout trivac’h vloaz. He breur beleg oa ar c’hossa euz ar vanden vugale, hag hi oa ar iaouanka, hag evel ma e devoa collet he zad abred, he breur a zalc’he leac’h a dad dezhi, hag her c’hemeret, hag he respeti a rea ive kentoc’h evel he zad eget evel he breur. Evelse e chome e ti he breur, ha ne felle dezhi morse dispartia diouthan na mont da jom gant nicun euz he c’hoarezet cossoc’h evithi. Biken, a lavare he unan, ne guitaje ar breur-ze, nemed red e vije dezhi hen ober evit tostaat oc’h an Env.
Eur verc’h dizroug ha sioul e voa, ha caret a rea Doue a greiz he c’halon. En em blijout a rea o pidi, hag he ene a ioa troet varzu an Env. He flijadur oa kempen en iliz an aoteriou hag al lienach a ranker da gaout evit ar servich divin ; dreist oll e kemere eur soursi braz euz a chapel ar Verc’hez Vari, he maeronez, rak dougen a rea hano Mam Doue.
Ar verc’h-ma, on eus lavaret, ne divije morse kuiteat ti he breur nemet evit tostaat oc’h an Env, da lavaret eo, nemet evit en em rei oll da Zoue. Hogen abaoue he bugaleach e devoa eur zonch hag a zalc’he stard en he speret, ar sonch da vont da leanez, d’en em lacat etouez c’hoarezed Sant Visant a Baul evit servicha ar beorien hag ar re glan, ha daoust d’ar boan e devije bet o kuitat ti he breur, e divije her c’huiteat ma vije bet cre avoalc’h evit kementse. Hogen he iec’hed a veze ato ker fall ma na ellet ket sonjal he lezel da vont d’ar gouent.
Mar doa toc’hor he iec’het diaraoc, seis miz abars ma voue pareet e teuaz c’hoas da veza toc’horoc’h. Ker clanv e teuas da veza, ha kement a c’hloaziou e devoa ma voa an oll nec’het ganthi. Dreist ar poaniou all e crogaz an hig enhi, ha n’he c’huitea mui couls lavaret na noz na deiz. An hik-ze a veze ker cre ma he c’hlevet euz a bell dioc’h an ti, ha zoken euz an iliz epad ma voa-hi en he c’hambr er presbital. Medesinet aleiz a ioa bet clasket var he zro, hag oll o devoa collet ho foan hag ho louzeier. Aliez gant an hig-ze e venne he c’horfik dinerz beza dismantret oll, hag ec’h allet cridi ez ea da vervel.
Evel ma edo o chom en eur barrezik var ar meaz eleac’h ne voa na medesin na netra, he breur a zonjaz he c’has da di he mam, eleac’h ma’z oa a dost eur medesin mad, eun den gouezieg, a elje caout dalc’h mad soursi anezhi. Ar glanvourez avad ne felle morse dezhi kuitat au ti ma edo enhan.
Etre daou, eur mignon d’ar beleg o veza en em gavet er prespital, a lavaraz eno e voa bet pareet dre vurzud gant Itron-Varia-Lourd eur pennadig a voa. Kementse a roas fizians d’ar breur, ec’h alje he c’hoar caout digant Doue ar memes gras dre scoazel ar Verc’hez Vari. Hogen ar glanvourez ne espere ket e vije great ar burzud-ze en he c’henver ; n’en em gave, ket din a gement-se. « Cridi avoalc’h a ran, emezhi, ec’h ell ar Verc’hez va farea ; burzudou evelse avad n’int ket great evidonme. »
Azalek neuze gouscoude en em lakeas da bidi Itron-Varia-Lourd, ne ket da rei dezhi iec’hed he c’horf, mes da rei dezhi iec’hed he ene.
Ar mignon en doa lavaret d’ar beleg oa bet pareet dre vurzud, en doa lavaret dezhan ive e tlie dont dezhan eun nebeut boutailladou dour a feunteun Lourd, hag ec’h alje rei lod d’he c’hoar. Ar breur a grescas neuze he fizians. Gouscoude an dour ne deuas ket d’an deis merket, hag ar glanvourez, goude beza comanset eun dra bennag ive da esperout, a lavare neuze creoc’h evit biscoas : ne ket evit eur bec’herez eveldonme eo great ar burzudou-ze. Neuze e teuas da veza tristoc’h ha toc’horoc’h evit biscoaz, hag an hig a deuas da veza creoc’h c’hoas evit diagent.
Var gementse he breur a sonjaz e voa red he c’has da di he mam coust pe goustche. Ep lavaret ger d’ar glanvourez, e lavaras d’he vreur caer dont d’he c’herc’hat, ha digouezet oa ar breur caer evit-se pa zigouezaz ive an dour euz a feunteun Lourd.
Ar beleg a ieas neuze da lavaret d’he choar : setu deut an dour a c’hortozemp. Ar glanvourez a ioa an daelou en he daoulagad evel ma veze aliez. Hogen neuze en em laoueneas dioc’htu, hag, evel ma hen lavare goudeze, dont a reas dezhi ar zonch ez ea da barea, hag eo dre an dour-ze e roje ar Verc’hez dezhi ar c’hras-ze.
Neuze e lavaras d’he breur : — Mar bezan pareet gant ar Verc’hez, va lezel a reot-hu da chom ama ?
— A dra sur, eme he breur, n’ho cassin ket ac’hann pa viot pare.
Ar breur hag ar c’hoar o devoa ama aoun oc’h ober an amprou. Ar breur en devoa evel aoun o kinnig an dour d’he c’hoar, hag ar c’hoar ne ziskueze c’hoant ebet d’hen efa.
Gouscoude antronoz ar beleg, goude beza lavaret an oferen, a lavaras d’he c’hoar :
— Mari, ma kemerfac’h eur banne euz an dour-ze a feunteun Lourd.
— Oh ! emezhi, ne gredan ket hen ober.
— Ah perak, va c’hoar ?
— Gortozit ken na deui din eur gaouat hik.
Ne voue ket pell da c’hortoz. Dont a reas dezhi goude creisdeiz eun abaden hik ken na venne mouga.
Da bardaez e savaz hag e teuaz oc’h taol evit coan, petra bennak ne zebre tam. Eno e crogas adarre an hig enhi, ha neuze ar beleg a ziscargaz eur verennad euz an dour burzuduz en eur lavaret dezhi :
— Va c’hoar, ha ne fell ket deoc’h-hu efa euz an dour-ma ? ha ne gredit-hu ket ez a ar Verc’hez d’ho parea.
— Eo, emezhi, cridi a ran.
— Mad, ef eta an dra-ma, ne ket evel al louzeier all, mez evel eun dra dre behini e fell d’ar Verc’hez da barea. Cregi a reaz er veren, hag he c’hassas d’he ginou.
Efa a reaz, ha kement a ioa eno, he breur, he breur-caer ha re-all, a ioa eur beac’h varnezho, ne gredent lavaret ger, o c’hortos guelet petra a iea da dremen. Den ne gomze, oll avad e pedent a galon.
Goude beza efet, he bizach a ioa chenchet, chom a rea evel pa vije sebezet.
— Mad, eme ar belek, cridi a rit-hu oc’h pareet ?
— Ia, cridi a ran, ar Verc’hez e deus va fareet.
— Ha perag e chomit-hu sebezet evelse ?
— Ne ouzon ket va unan.
Neuze en em lakeas da c’hoarzin, ar pez n’e devoa ket great pell a ioa, rak ne rea dalc’h mad nemed gouela. Hogen he c’hoarz a ioa henvel oc’h hini eun den deut euz ar bed all, eun den diskennet var an douar goude beza bet en env.
Re drubuillet e voa evit gallout lavaret petra dremene dreizhi.
— Ahanta, va c’hoar eme ar belek, petra zantit-hu ?
— Me zant eo chenchet pep tra diabarz enhon.
Goude e c’houlennaz eun aval. Ar frouez a garie calz ; hogen pell a ioa n’e devoa gallet dibri frouezen ebet, rak bevech ma claske tanva e croge an hig enhi ken na venne miga. Brema e tebraz he aval chasun ep ma teuaz an hik dezhi. Pare oa tre.
Eur blijadur oa goudeze he c’hlevet o lavaret he unan ar pez e devoa santet er momet ma voa bet pareet. Caout a rea dezhi e voa diabarz enhi unan bennak, evel pa vije micherourien o kempen pep tra, o lacat pep tra el leac’h ma tlie beza. Caout a rea dezhi e voa en he diabarz ar Verc’hez hag selez oc’h he heul, hag e labourent soubl ha kempen da lacat traou iac’h eleac’h an traou clanv, ha traou neat ha digatar eleac’h ar pez a ioa saotret. Ha kementse ne rea ket a boan dezhi ; pell dioc’h eno, eur c’hras ar vrassa a gave. Kementse, emezhi, a voa henvel oc’h labour eun den a falfe dezhan nevezi an arrebeuri hag an traou all en he di, hag en em laca da scuba, da spura, da zevel ar pez zo coezet, da starda ar pez zo distrantel, ha da lacat traou nevez e leac’h ar pez so eat re fall.
Pa dosteaz ar veren oc’h he muzellou evit efa an dour burzuduz, he ene a voue ive carget a feiz. Cridi a reas neuze ferm edo ar Verc’hez eno, ez ea d’he farea, hag e roe dezhi aliou var an doare ma tlie servicha Doue en amzer da zont.
An dra-ze a dremenaz e cals berroc’h amzer evit a laker d’he lavaret ; an amzer epken da efa eun anter guerennat zour. Ar plac’hig a gave dezhi edo er baradoz, hag a garje e vije padet ato ar momet-ze.
Ar glanvourez pareet dre vurzud ma on eus comzet anezhi e devoue eun uvre ar c’haera en nos varlerc’h ma e devoa resevet ar iec’het. Setu ama penauz her c’honte he unan :
« Epad an abardaesvez-ze, goude ar burzud braz-ze en devoa va fareet, e cave din ez oa eun dra bennag a ziouzin ; ha zoken goude ar c’hras vras-ze am oa bet daoust pe gen indin ma voan, e santen eun ïoul ar brasa da gaout eur c’hras nevez. Gouzout a rean oa deut ar Verc’hez beteg enhon, p’eo guir e doa va fareet ; mes caret em bije he guelet. Pa edon iaouang em oa goulennet an dra-ze diganthi meur a vech, ha dalc’h mad e sonjen e kementse ; ar zonch-ze ne dea ket diouzin, hag her c’hemeren evit eur zonch a orgouil. Er pardaez-ze e santen ar Verc’hez ken tost din, ma voan evel er meaz ac’hanon va unan ; an dra-ze gouscoude n’oa ket avoalc’h evidon. He guelet eo ani bije caret, he guelet gant va daoulagad, dindan he guir furm.
Kerkent a ma voan eat em guele, e crogaz eur c’housket c’hoeg enhon. Dre va c’housk, en em gaviz en eun taol e creiz eur sclerijen vras. Guelet a riz o tont etrezeg enhon, var zibrad en ear, ar Verc’hez Vari va maeronez, hag eur vanden ep niver a Verc’hezed oc’h he heul. Guelet a riz ar brosesion hir-ze ; ne elliz avad sellet nemet oc’h ar Verc’hez Santel ; ne velis nemet-Hi.
Eur gened e devoa ha ne ell netra euz an douar beza laket e kem ganthi : eun dra bennag dudiuz hag a denn euz an Env hag a Zoue. An drem, ar vizach-ze ker coant, ker caer, kel leun a c’hras, a ioa peintet varnezhi eur vadelez ha ne oufe den lavaret pe ger bras. Dridal a rean o velet pe ger skeduz oa ; sclerijen a deue anezhi.
Pa voa deut tost ar vanden vras-ze a Verc’hezed, Mam Doue a guiteaz ar re all, ganthi en he daouarn, hag anat oa e devoa c’hoant d’he rei din, coef c’hoarezed Sant-Visant a Baul. Evessaat a riz oc’h he daouarn, daouarn ar Verc’hez Santel ! Nag hi a ioa caer ! maouez ebet biscoas ne devoue daouarn evelse var an douar. Ker braz e voa he dousder, ken dic’hloar e voa e creiz he gloar, ma em boa beac’h o cridi e voa eno rouanez an Env. Caout a rea din ne alle ket mam Doue disken beteg eur grouadurez ken dister ha me.
« Guelet avoalc’h a riz, evel ma voa ar c’hoef-ze ganthi etre he daouarn, e devoa c’hoant da rei din ar c’hras a c’houlennen epad va buez.
« Dridal a rea va c’halon gant al levenez, ha gouscoude e crenen o sonjal pe gen indin e voan.
« — Guerc’hez Santel, va mam, a lavaren, ma tlefen beza eul leanez lezireg, e ve guell-ganhen gouzaon er bed, daoust pe ger poaniuz eo din beza enha, daoust pe ger braz eo an ïoul am eus d’her c’huitaat.
« — N’as pe aoun ebet, emezhi, me a vezo eno evit da sicour ha da zifen, Pa vezi leanez, e pezo cals da c’houzaon, mes dont a ri davedhon ha me as sicouro da c’houzaon poaniou ar vuez.
« — Oh ! ia, a lavaren-me, grit ac’hanon eul leanez vad. Goulen a ran diganeoc’h hoc’h oll grasou ; ho goulen a ran evit va breur.
« Ne allan ket caout sonch eus va oll gomzou. Petra bennak ma voa eno rouanez an Env, e voan evel eur bugel dirag he vam.
« Diskuez a reaz e plije va goulennou dezhi. Neuze e teuas tre beteg enhon, hag e falvezas dezhi lacat he unan din ar c’hoef var va fenn, evel eur vam o visca he bugel.
« Ha me he leze d’am c’hempen, hag oc’h he guelet ken tost din, hag o kemeret kement a zoursi ac’hanon, e santen eun ïoul ar brassa da lamet ganthi a dro vriad, ha da boket dezhi, hag e clasken rei hardiziegez din va unan. Oh ! Nag hi a voa caer, dudiuz ha madelezus !
« Pa lakeaz an dalgen en dro d’am zal, e saviz va fenn, hag en em gavas va bizach couls lavaret touch oc’h he hini. Oh ! Neuze ne ellis ket miret hag e pakiz eur pok diganthi ! E guirionez, va mam oa.
« Musc’hoarzin a reaz, ha neuze e sellaz ouzin evel ma seller oc’h eur bugel a garer hag a lezer da ober ar pez a gar. An ear e devoa da veza contant hag e kendalc’has ken ne devoa peurstaget din an dalgen.
« Laket e doa din va c’hoef, ha zoken laket a zoare. Neuze evel ma’z ea eun nebeut re var an adren, her sachas gant daou vez var an araok. Mont a reas neuze diou pe deir gamed diouzin hag e selle ouzin evel pa e divije choant da lavaret : Setu aze hag a zo great mad.
« Neuze e tihuniz en eun taol, hag e riz eul lam evit guelet ha bez’edo ar Verc’hez eno ato. Siouas ! N’oa netra ebet mui ; n’oa en dro din nemet an noz sioul ha tenval.
« Cousket a riz adarre ; ureal a riz c’hoaz ; hogen ne velis mui ar Verc’hez Vari. »
Setu aze penauz e conte he unan ar plac’h iaouang he uvre. Nep n’en defe ket a feiz, a elfe mousc’hoarzin o lenn kementse ; mes nep en deus feiz ne gavo ket a abeg en histor vrao-ze.
Ar burzudou a ra Doue a so ato evit mad an eneou, evit silvidigez an dud. Servichout a reont da lacat da zigeri ho daoulagad ar re a ve chomet pell ep sonjal nemeur en ho ene, hag ive evit creski feiz ar re zoken a heuil mad al lezen gristen.
Evelse breur ar plac’h iaouank-ze pareet evel ma on euz her merket, a lavar eo cresket cals dre eno ar feiz e calonou tud ar barrez ma ema person enhi. Dont a rejont a vanden da eun oferen a voue lavaret evit trugarecat Doue hag ar Verc’hez, hag abaoue an devosion d’ar Verc’hez mam Doue so cresket calz en ho zouez, evel ive ma’z int guelleet cals da heuilla deveriou al lezen gristen.