A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 79-86)



Enez Eusa
————

Brema ez euz eun nebeut bloaveziou (e 1844 oa a zonch din), e enez Eusa, e tigouezaz eun dra hag a c’heller da lavaret burzudus, pe da viana ec’h eller credi e voa eno eun taol skoazel aberz ar Verc’hez e kenver tri bugel a voue tostik tost dezho coll ho buez var ar mor. Kement-ma a voa e sizun fask. Pask, evel a ouzeur, a zigouez ato d’ar zul goude kann loar veurs, ha varlerc’h ar c’hedez. Hogen neuze ema an nevez-amzer o tigeri, hag al laboused oc’h en em lacat da ober ho neiziou ; ha mar deo a vouenn d’al laboused ober ho neiziou d’an nevez-amzer eo a vouenn ive d’ar vugale clask an neiziou-ze evit caout ar viou pe ar re vian. En dro da enez Eusa ez eus laboused mor aleiz, hag ar re-ma a deu da ober ho neiziou en toullou pe er faoutou a gavont er vri tro var dro d’an enez. Ar vri-ze a zao evel eur voger huel huel, cleuset ha toullet e lec’hiennou gant an houliou-raor. Al laboused o deus finese avoalc’h evit ober ho neiziou re izel evit ma c’halfet ho zizout divar an deven, ha re huel evit ma c’halfet ho zizout divar an aod na zoken divar ar mor er mareou ordinal. Pa deu avad ar reverziou pe ar mareou braz e c’heller avechou ho dineizia divar ar bagou. Hogen ar mareou brasa, huela, en em gaf d’an derveziou varlerc’h ar c’hedez hag ar c’hann-loar ha dre-ze var dro goueliou Pask.

Er bloavez-ze-ta, da voueliou Pask, tri bugel euz an enez o doa guelet laboused oc’h ober ho neiziou en eul leac’h hag a gredent ervad a c’heljent da dizout euz ar vak pa deuje ar gourleun. En em glevet a rejont eta, d’ar meurs Fask, da zont buan ha buan goude an oferen bred, da zistaga eur vak vian ha da ziscar ganthi an neiziou o doa cavet, araok ma vije digouezet ar re vraz er gaer. Rag aoun o devoa, ma vije ho zud var al leac’h, ne vijent ket lezet da ober ho ïoul.

Tud an enezen-ze a zo christenien vad, hag a vir ar goueliou, zoken ar re n’int ket berz, evel ar zul. Ne deont ket d’ho labour en derveziou-ze, hag evelse d’al lun ha d’ar meurs Fask edo an oll bagou euz an enez oc’h eana en tamouigou aber a zervich dezho da berzier mor. Ar botred-ma-ta ne vouent ket pell evit distaga eur vak vian a ioa enhi diou rouenv. hag en em lacat da rouenvat evit dont da gaout ar vri. Hogen re zivezad oant en em gavet. Ar gourleun a ioa tremenet, hag ar mor a ioa o tisken. An oll a voar seul vrasoc’h ma vez ar mare, seul vui a diz hag a gas a vez var an dour o tisken couls hag o pignat. Ama-ta ar mor a voue trec’h d’ar vugale-se ; kaer o devoa rouenvat, eleac’h tostat oc’h an douar eo pellaat a reant. Ar mor a zache gantha ar vagik, ha gant kement a dis, ma o devoa ep dale beac’h o velet an douar ha ma na c’heljet mui ho guelet euz an enez.

Sonjit-ta e pe stuz en em gave an tri bugel kez-ma ! en eur vagig ha n’oa ket brasoc’h eget eur glosen graon, var eur mor ken houliuz ha ken danjeruz ha ma zeo al leac’h ma en em gavent enhan ! Al leac’h-ze a c’halver ar Raz hag an oll a anavez al lavar-ma a glever alies gant tud ar c’harter :

Biscoas den ne dremenaz ar Raz.
Ep m’en dije aoun pe c’hlaz.

Hag ar beden-ma a ra ar vartoloded pa dremenont dre eno :

Va Doue, va sicourit evit tremen ar raz.
Rak va bag a zo bihan, hag ar mor a zo braz.

Lod euz ar besketerien a lavar evelen :

Rak va bag a zo bihan, ar mor zo treitour braz.

E guirionez, euz an douar braz, e za eno er mor evel diou liven gein pe diou gern menez hag a zo evit guir goloet gant an dour, n’emaint ket avad doun avoalc’h evit ma chomfe ar mor plean pe gompez aziout-ho. Etre an daou lostad menez-ze ez eus c’hoaz aleiz a gerreg, hag an houliou mor, torret gant ar cherrek-se a ia ama hag ahont, a zao evel goaziou pe steriou e creiz ar mor, a red eün pe a dro e tro, ha n’eus nemet martoloded ar c’harter, ar bleizi-mor evel ma chalver ar sturierien arroutet-ze divardro, hag a c’helfe mont dreist ar c’houagou-ze ep en em lacat var var da veza lonket tud ha bag. An diou liven-ze en em asten, unan euz a Bennmarc’h, eben euz a Benn-ar-bed pe euz a gichen St-Vaze-Conk-Leon, meur a leo er mor ; var ar genta anezo ema enez Sizun, ha var eben enez Molenez hag enez Eusa, hag ez euz eno etrezho eun dachennad vor a c’hell caout pemzek pe zoken ugent leo ahed ha kement all a ledander, hag an dachennad vor-se ne d’eo morse brao mont varnezhi.

En enez gouscoude e voa savet prest clask d’ar vugale-ma. Ho c’herent, pa voant deut d’ho ziez euz an oferen bred, o velet ne zigouezent ket er gear evel ar re all, a zouetaz e voant eat da neiziaoui, hag a ieas d’an aod d’ho c’hlask. Eno e veljont buan e vanke eur vak vian, ha n’o devoue douet ebet na voant bet poulzet gant ar mare o tisken er mor bras. Neuze eno e savas prez. Ar bagou pesketa a voue distaget hag al lian savet evit nijal varlerc’h ar vugale geiz. Bagea a rejont tro var dro d’an enez, a dreuz hag a hed, a bell hag a dost, da velet hag hi a gafche eur roud, eun ditour bennag euz ar vak vihan ; furcha a rejont kement karreg a zo er plek-mor-ze, hogen, en aner ; netra ne gafchont. Antronoz, d’ar Merc’her, ez ejont adarre da riboullat ar mor ; mont a rejont a bell, bete Bro-zaus pe dost, ha netra, amzer gollet. D’ar iaou vintin, tud ar vugale a ieas c’hoaz er mor d’ho c’hlask ; goude creis-deiz avad, evel ne chome mui esperans ebet gantho d’ho c’haout, ec’h eanjont d’ho c’hlask. An oll a grede ferm neuze e voant beuzet, ha n’en doa ket ar mor distaolet zoken eur planken nag eur vrochen euz ar vak da ziskuez e peleac’h en devoa ho lonket.

En Eusa ez euz eur c’his meulabl meurbet, hag a ziskuez pe gen douget eo tud an enez da bidi evit ar re varo. Pa deu da unan bennak coll he vuez er mor ; ar pez a zigouez eur vech en amzer, rak evel ma zint oll pesketerien, ha ma tremenont ho oll amzer var ar mor, ne deo ket souez e tigouesse gantho eun darvout bennak beb er mare ; an enezis, pa deuont d’an douar a ia d’an ilis da gerc’hat ar Groaz, hag he c’has da di an hini beuzet. Avechou tud an ti-ze n’o deus ket bet c’hoaz a gelou euz an darvout digouezet ; hogen pa velont ar Groas-ze e c’houzont mad, ep ma ve izom d’hen lavaret dezho, ez eo eat unan euz ho zud da anaoun. Sevel a rer neuze eur chapel venn da lacat ar groaz, evel pa ve eno eur c’horf var varf-scaon. Kerent hag amezeien en em zestum eno da ober eun nosvez veilla, da dremen an noz o pidi evit an hini maro. Antronoz da vare an enterramanchou, e touger ac’hano ar Groas var zao, hag an enezis var he lerc’h e prosesion d’an iliz, eleac’h ma caner an oferen hag ar zervich a enterramant evel pa ve ar c’horf maro eno. Setu ar pez a voue great evit an tri bugel-ma. Caset e voue ar Groas da di ho zud, great e voue an nosvez veilla, hag antro-noz, d’ar guener, ez ejot gant ar c’hroaziou-ze d’an iliz e prosesion evel evit an enterramanchou.

Lezomp brema an eneziz, en ilis, da bidi evit hon tri bugel, ha deomp adarre var ar mor da velet petra a ioa c’hoarvezet gantho.

An tri botrik-ma a ioa daou anezho en oad a zek pe unnek vloaz, an trede, bianoc’h, n’en doa nemet eis vloas. An daou gosa a vouie rouenvat ; an hini bian avad ne vouie ket, ha n’en doa ket ken nebeut a ners d’hen ober. Pa velaz an daou vrasa ne c’hellent ket ren ho bag hag e pelleant ato a dis bras dioc’h an enez caer o doa poania, e crogaz aoun enho, rak guelet avoalc’h a reant edo ho buez var var. Neuze e trojont ho zonch varzu an Env da c’houlen sicour oc’h Doue hag oc’h ar Verc’hez santel. Dre gementse eo anat e voant bugale da dud boas da bidi, boas d’en em erbedi oc’h Doue hag oc’h he zænt. Anez, bugale en ho oad a vije en em laket da vouela ha da gunuc’hi, n’o divije ket sonjet avad da glask sicour euz an Env. An daou gosa-ta a lavaras d’an hini bian : kea var da zaoulin aze ha lavar da bedennou. Ar potrik kez en em laca-ta da bidi. P’en doa lavaret kement peden a vouie, ar re vraz a lavare dezhan : Lavar adarre ! hag hi ive, pa veze eat skuiz avoalc’h ho divrech o rouenvat, a rea eun ean, a bede evel an hini bian, hag a lavare pe a gane an Ave, Maris Stella. Merdaidi an enezennou-ze zo boas d’en em erbedi oc’h Stereden ar Mor. Pa zeont euz an enez e canont an Ave Maris Stella, pa zistroont d’an douar her c’hanont adarre, hag ive var ho labour pa deu ar mor da veza rust. Evelse ar vugale a voar abred an himn-ze d’ar Verc’hez.

Ar potrik bihan gouscoude, gant an amzer a ioa eat skuis var he zaoulin o pidi, hag a vouele, ha neuze riou en doa, rak n’oa ket tom an amzer neuze, dreist oll pa deue an noz. Setu neuze an daou gosa, a ioa tom dezho o rouenvat, o tivisca peb a zae, hag oc’h ho lacat en dro d’an hini bian evit miret n’en divije riou ha ma c’helje kendelc’her da bidi. Tremen a rejont evelse ar pardaez hag an noz oll. Peleac’h oant-hi bet ? Bete pegeit oant-hi bet poulzet gant ar mor ? Ne vouient ket, ha den n’her goar. Ar pez a c’houzeur eo ar mare kenta goude m’oant eat euz an enez n’ho digasas ket en dro evel ma c’heller cridi e raje ; ne vouent digaset d’an douar nemet gant an eil mare, da lavarat eo antronos vintin pa voa dija pell an deiz, ha caset e vouent da zouara, larcoc’h en douar braz, peder pe bemp leo dioc’h beg an douar, eleac’h ma zeo sioul ar mor ha dizanjer, nemet da viana goal amzer a ve ; hogen en derveziou-ze oa brao an amzer.

Pa o devoa eta gallet cas ho bagik beteg an aod, ha disken en douar, e voue great eun digemer mad dezho gant an arvoris ; ha pa voue clevet gantho a belec’h oant ha petra a ioa c’hoarvezet gantho, an oll a ioa paravia o clask gouzout piou a raje muia stad anezho. Ar vugale-ze, e c’hellit cridi, a ioa skuis maro, ha dare gant an naoun. Tremen peder heur var-n-ugent a ioa n’o doa bet tam, hag edont o poania var ar mor, o rouenvat hag o pidi. Ama e voue roet dezho da zibri ha da efa, hag e vouent laket da gousket e gueleou mad, hag evel n’ho c’havet ket c’hoas diskuizet mad antronos vintin, ne dejot ket d’ho c’has d’ar gær d’ar iaou ; d’ar guener avad, eur vak pesketa a zavaz he gouel mintin mad evit ho c’has d’ho enezen, rak gouzout avoalc’h a reat e tlie ho zud beza nec’het gantho, ha glac’haret o clask gouzout petra e voant deut da veza.

Digouezet en Enez, ar vugale, hag ar verdaidi a ioa eat d’ho c’has d’ar gaer a ieas rag eün d’an ilis. Clevet a reant ar c’hleier o son glas ; ne vouient ket avad oa evitho e sonent canv evelse. Pa zejont en ilis, me ho les da zonjal pebez taol a scoaz e calon ho zud a ioa o keuzial hag o vouela dezho ! Eun abaden evelse ne c’heller nag he merca gant ar bluen nag he discleria gant an teod. Eur sebezen o devoue evel pa o divije guelet ar vugale-ze o tont er meaz euz ar bez goude beza bet preiz ar maro. Ar c’hanv a droas buan e laouenidigez, an daelou a c’hlac’har e daelou a joa, hag ar pedennou clemuz e pedennou a anaoudegez vad evit Doue hag ar Verc’hez santel.

Ha brema ar re n’o deus ket a feiz a c’hello lavaret e voa digouezet kementse oll dre chans. E guirionez chans vad o devoa bet. Me avad a gred e voa ar chans-ze eun taol a brovidans Doue. Anez penauz e divije gallet eur vagik ker bian treuzi ar raz oll ep beza tumpet ha taolet var he ginou cant guech gant ar c’houagou mor ker rust a zo eno ? Guir eo pa vez brasa ar mor e vez eno nebeuta danjer, abalamour e vez neuze hueloc’h an dour a zioc’h ar c’herrek ; hogen abars m’e devoa gallet ar vagik mont tre er meaz euz ar raz e tlie beza izeleet mad ar mor, dreist oll ma sonjer e rea an daou botr brasa ho gallout gant ho rouenvou evit enebi ha miret na bellajent dioc’h an douar ? penaus ne vouent-hi ket digaset en dro varzu an enez gant ar mare kenta goude an hini en doa ho zachet er mor ? Ma vijent distroet gant ar mare-ze e vijent bet en em gavet tost d’an douar pa vije tenval an nos, hag e vije bet red eur burzud brasoc’h c’hoaz evit miret outho da veza beuzet. Perag e voant-hi eat larg en douar bras da zouara, ha kementse en despet dezho ? Abalamour vardro an enezennou hag ar bek douar-ze eo ato rust ar mor, hag eo ato danjerus tostaat oc’h an douar. Evidon-me a gred mad e devoa ar Verc’hez santel, divar he zron, clevet ar vugale-ze oc’h he gelver, e devoa taolet eur zell a druez varnezho, e devoa great eur musc’hoarz o velet eur bugel daoulinet e fons ar vag o pidi, ha daou all o rouenvat o clask gouren oc’h an tarziou, e devoa difennet oc’h ar mor rei lam dezho, ha gourc’hemennet d’ho ælez mad ren ar vagig hag he c’has da zouara eleac’h ma zeo sioul ar mor ha ma c’heller dizanjer tostaat oc’h an aod ha mont d’an douar.

————