J. Cadiou
Ivona
Sonjou an tadik koz



II


SONJOU AN TADIK KOZ


Kement tra zo krouet a bado da viken.
Netra ne ia da goll. Pa welan eun delienn
O koueza, o ruilla kaset gand an avel,
O vreina, daoust hag hi a ia eeun da vervel ?
Salokroaz, ar maro ne ze nemed eur ger,
An delienn dizec’het ha breinet, mar kerer,
Azsavo adarre en eun delienn nevez,
Pe n’em droko e seo, ha marteze e frouez.
Gwelomp eur c’hreuneun ed ; hi a vrein en douar,
Oh ! ia-zur, med evit azbeva en he c’hloar.

Me zant ive penoz va spered a zo gret

Evit padoud atao, ha n’ouzoun tra er bed
Tristoc’h eget va breur o klask lakad ’nhe benn
Ne nemed eun tam poultr hag a choumo poultrenn !

Esoc’h e kav larad : « na gredin mui netra
Hag evelse n’em bo kount ebet da renta »
Eget lakad he boan da viret al lezenn,
Da zenti ouz Doue, da veva e kristen,
Daoust hag hen ar breur-ze a c’hell ive laret :
Broudou ar choustianz, n’ho anavezan ket ?
Lounko ze nep a gar : vid’ounme Thomaz all,
Laro pez a lare va faerounik gwechall.

Nag abet ’meuz klevet, pad ma oant kren ha iac’h,
O c’hober berniou goap euz an Aotrou, he nac’h,
Ha pa zantent ho zroad tostik d’ar bez riskuz,
Dihun ho c’houstianz, o krignat : in manus……
Pe en brezounek c’houek : en ho taouarn, Jesus,
A lakan va ine ; oh ! bezit truezuz !


Mez, kemeromp eur vro ha na vo den enhi
Met kanfardet hep fe, petra a welfomp ni ?
Eul leon, evit sur, o varna evelhenn :
» Setu ni, mignounet, dirak peder loden :
» Karante renket mad gommanz dre hi unan ;
» An eil lodenn a zo evidoc’h re vihan ;
» Paz’oun krog en derved, koulz eo din he faka :
» Pe me welo, na vo grik war an diveza. »

N’euz ket da larad nann. Kaer deo ar re vihan
Krial enep ar varn, koll a refont ho foan.
An hini nac’h ar Mestr a gaso da bourmenn
Ar rebechou, ar gwir, ar c’hlemmou, al lezenn.
Ar barner, hep mar braz, adu gand ar c’hrenva.
Eur wech krog en histrenn, weo hen divoeda.

Petra fell d’ec’h, tud kez ! N’em lakit en hom flaz ;
Pe seurt de danz, mar plij, renkfemp ober warc’hoaz ?
Danz-tro, passépié, bal, kontredanz ? p’hini ?

An eil hag egile, ha marteze hini :
Rak c’houi marvad e ve gwasoc’h en hom c’henver
Eget ni evidoc’h — daoust ne oamp ket tener —
Hag a zistakfe deomp ar blijadur hep ken
D’ober ar zoniri war lein ar varriken.
Piou am zislavaro, a roio da intent
Neur diskar ar ponchou ezetaer an hent ?
A c’hell kement kanfard, eur wech troc’het he ben,
Vel an aotrou Denis, war he zorn he dougen ?

Eur roue prussian, Frederik, a lare :
» Ma renkan, vit gounid, mont gant ar wirione,
» Me iel barek ganthi : m’eo gwelloc’h larad gaou,
» Me a vezo gaouiad da nebeuta vel daou, »
Kleo nep doa c’hoant klevout. Ar c’hanfard hugunod
Na droïdelle ket tro war dro d’ar ribot.
En he rouantelez, brema c’houec’h ugent vlaz,
An aotro man, m’am euz sonj mad, zigemeraz
Ar jesuistet gwinted e meaz ar broiou all,

Ouz Bro-Saoz, ouz ar Frans, ouz Spagn, ar Portugal
Kredi re beza et, pell a voa, da louarn
Daoust, na grede netra. Allaz ! etre daouarn
An tadou dizemez ne oa met eur bugel,
Ha dezhan vel d’eun all ho deuz gret ar gentel.
Ze c’hoarve alies gand ar sperejou fin,
N’eo ket awalc’h, mar plij, d’ho empen, d’ho ijin
Nac’h ar Mestr, he lezenn ; nan, red eo d’an dud kez
Planta ho bek tano etre dent an durkez,
Ober ar c’hontrol tre euz pez ho doe laret,
Ha lakad ho labour a dreuz gand ho speret —

Setu penoz, e lec’h c’houennad an drouk ieoten,
A gassaont dreist holl, ve c’houennet d’hei ho fenn ;
Eur wech gret ar beget, kresket al louzou foll
Ha dioanet kant all, en em lakont da goll
Nemorant ho skiant, en eur doui Doue
E p’hini, emezho, na gredont koulskoude.

Pell d’ober ho menec’h, ar re man a dapfe :

Kentoc’h diou vit unan. Hogen, groagez hep fe
Peger brao evefent ! Mar geuz chas bleo hirio,
Neuze eve gwelet kalz muioc’h etrezho.

Evit ar vugale pebez tristidigez !
Daelou, trubul, glac’har hadet en tiegez !
Rak pe seurt de doujanz defe vit ho c’herent
Ar vugaligou gez tam girik na gleofent
Euz an Tad Gallouduz zalc’h ’nhe zorn ne oar den
Pet kant million bet ! A verk d’ar stereden
An hent a dle redek, hag a c’houlen ive
Diouc’h he vugel skiantek doujanz ha karante !

Oh ! ni oar, ar vuez zo diez da zougen :
N’omp ket evit diskar ar bec’h diwar hom fen.
Da vihana m’hon euz eun dra bennag a boan,
Er fe, en Esperanz e kavomp eun dizoan.

Mez piou, eno, siouaz ! dorro nerz ar glac’har

Ma na weler netra e tu all d’an douar ?

An hini zalc’h ar zac’h, mar ge henvel d’al laer
A lak ebarz, setu eun dra all a weler :
Eun den hep fe gristen, na gred netra ebet,
O lounka marvaillou ann holl furlukinet.

Pa gounte he sonjou, en ti, da Ivona.

Ivona


Oh ! p’hen larit tadik, kementse dle beza.


————