SEUREZ WENN
Daon avad ! me Laouik, setu aze eun den
Hag a oar dizeblant diluia he guden
Meur a dro a zo c’hoaz en he ben arc’hantet.
Ma voutfen anezhan war ar protestantet.
Med, goustad, amzer zo. An noz ro kuzul vad.
Da c’hortoz, breviel, deuz ha pedomp eur pennad.
Ah ! Wicht ! pedi, pedi, ze zo brao da larad.....
Loranz koz ha Gaston — eul lommik Ivona —
A drot en he speret ; koulz ve dezhan kana :
Marlbroug s’en va-t-en guerre hag esaad brevierou.
He veud hag he lagad a zo war gousperou.
Med hep linval, ken peul an eil hag egile.
An noz zo et en dro ha deut war lein an de
Ar c’housk gand he pao ploum. Kenavo gousperou,
Komplijou hag ar rest.
E kreiz he huvreou,
Mare an offeren, pa lavar ar c’hloc’hik :
Din din balaon dindin, dindindin ha daonik,
Nann, nann, me ar c’hure, ne ket ar zon blij din.
Hogen, epad ma roc’h, ar paour ofern vintin
A dremen brao entre baro ar seurezet.
Med hep dale arru Tomboutou kounaret.
Penoz m’oud aze c'hoaz, lanchore didalvez !.
Petra a larin me d’ar superiorez ?
Oh ! iei, iei ! Aotrou kez, pebez red-kof meuz bet !
Ho ped truez ouz-in ha n’em damalit ket
N’oun ket bet eoest zokcn d’echui va breviel.
Mad, mad, me ia raktal da glask Seur Sant-Armel
A zo ken anoudek e kement seurt klenved.
Krak ! Ar Seurez wel drouk pelec’h n’euz droug ebet !
Zur, n’em bo ket emberr, nann n’em bo ketar chanz
Da weloud, da glewoud va c’hamarad Lorans...
An diaoul gand ar seurez ! Hounez, eur médisin,
A gemer pik vit bran ha panez vit irvin !
Oh ! med n’euz fors, warc’hoaz me vo barek em za...
Ha koef gwen n’am harzo da c’houista eun esa.
Evit gwelad... Loranz.
En eul lamm oa e pen guele plun an aotrou.
A vec’h ma oe eno, eun taol gurun a strag.
Me zante er c’hoummoul eur c’hoant venjanz benag.
Mouez an Aotrou Doue a lavar, seurez kez,
Ho c’heuz laket ho piz er wech man a gostez.
Me n’oun tam klan ebet.
N’euz fors, pe me welo,
Aze, aotrou kure, choumfot an de hirio.
Oh ! mad, petra ra ze ? N’am beùz netra fenoz
Da frita er jardin, rak marvad Loranz koz,
Pad ar gurun, ar glo, n’em zalc’ho en he di,
Hag e keit se em bo amzer gaer da pedi
Ar werc’hez, mar gallan.
Darn zo ha n’ouzont ket
Penaoz hor bro karet zo renet gant merc’het ;
Ma, er giz se man kount koulskoude, koulskoude !
Ha ne oar den pegoulz vo skubet ar c’hiz se !
Pobl, personn ha kure a sent ouz ar vaouez ;
Ar zaëou du, glaz, gwen, ne glevont nemet mouez
A ziver a zindan ar zaëou violet ;
Ar re man hag ho mestr nezint nemei sklavet
Ar zaëou dek kwech-du pere a zent d’ho zro
Ouz an itrounezet a douzont e pep bro.
Mez, ne ket se e ze. Brema pa z’oun barnet
Da veza klan, da iun, ha da choum hep pignet
Ouz tol paotr Tomboutou, ha gant Seur Sant-Armel
Diskarget ouz ar bec’h da zibun va breuviel,
Me ia en honestiz, da leuskel va sonjou
Var Gaston, var Loranz hag he holl divizou.
Gaston a zeblant din a zo eur paotr leal.
Ne ket eaz ’nhe voutou, ho lez a ra d’eun all,
Ha flip, flip, setu hen — laro teod leiz eur c’har —
Piou oar e pe seurt bro, da zizoun he ziou c’har.
Ne gav ket din ve sod ar mabik Gaston ze ;
Er greden protestant n’em skuizaz, vit doare ;
Me wio an abek ; Loranz oar ho anaout,
P’eo gwir hen deuz ganthei kriniet meur a dam maout.
Pep seurt traou divalo ’meuz klevet ha lennet
War ho c’hount. Mez piou lar ez’oun bet kelennet
Ervez ar wirionez ? Ar Salet ’m boa ive
Lounket, ha ze zo gaou, eur pez gaou koulskoude !
Diwalomp ta ; me gleo Loranz o larad deomp
Hon euz paket gevier c’houekoc’h ha na gredomp ;
Hogen pe seurt gounid en defe Loranz kez
Da hada drez ha spern ken tost da doul he vez ?
Esaad a rin eta goulen ouc’h va Mentor
Hag hen hon euz war ze lennet er memez leor.
Velkent ne gavan ket en deuz Gaston gret mad
Diframma ho c’halon d’he vamik ha d’he dad.
An tadou dizemez, red eo beza gwirion,
M’ho defe bugale, a drokfe pen d’ho zon.
Kement ze ha traou all a zile hon Laouik
Pa zigouezaz Morfe da freskad he bennik.