EN EM ZALUDI REONT
Brava abardaez, e tal an arne dec’h !
Ker koantik ma chouman eur pennadik ganec’h.
Biskoaz al loar en env n’en deo bet ken zeder :
Ha velkent me oar eun kaeroc’h eget an er
Distanuz alanan, eget an oabl ker glan,
Eget ar bokejou a gas c’houez mad aman,
A lare Ivona daoulinet ker mistrik
Hi daouarn unanet var daoulin hi zadik ;
Eur mouchouer gouzoug a liou glaz pers a gouez
Tost beteg hi zargreiz, evel evit diskouez
Peger fin eo hi ment ; war hi bruchet hi bleo
Plansonet dilikat en diou wiaden teo ;
Choarzin ra hi lagad.
Eaz eze da Laouik
— A zel dre he bedenn — gout penoz ho daouik
A zo en em hegaz.
Skurpul meuz da dostaad...
Ma teufe, evidoun Ivona da gwitaad
An doare dudiuz ha ker brao da welout...
Penoz a hellin me paourik goude tapout
An el em bo spountet ha laket da nijal ?...
Oh ! ma choumfe aze ! ma c’helfen kozeal
Diraz hi gant Loranz, ober daou dra’n eun dro...
Vit eur wech da vihana me vefe maout ar vro !...
N’hini na risk netra ne c’houne netra bet...
Arog eta, Laouik, ha c’huistomp mar be ret.
Noz vad dec’h, tad Loranz, ha dec’h mamezel koant.
Ar verc’h denn eur zalud dije dallet eur zant,
Ha frrrou, var nij d’ar gear.
Achanta, Laou al loue,
Kement-se c’heuz paket.
Noz vad aotrou kure.
Ha me befe gret aoun d’ho merc’hik Ivona?
Evit sur ne oa ket va c’hoant d’he spourouna.
Vel maze bet savet ’neun doare dizhenvel
Diouc’h paotrezet ar vro, me zaounik braz ar gwel
Euz eur zoudanen du a ro spount d’hi lagad...
Emoc’h a biou, aotrou. Goest ez’oun da eeunaad
Ho mennoziou var ze.
Vit gwir, va merc’h vihan
Na ze na protestant na katoiik roman,
Mez katolik hep pap, vel en iliz kenta.
En eun ti protestant eo ganet, ac’hanta...
Hag hi ve zod dre-ze ?
Ar protestant en deuz
Doujanz vit he vugel. E lec’h planta traou kleuz
En he ine, hec’had ennhi abred ar c’hred
Euz he holl oberou. Evel se he speret
D’ar c’hrouadurik kez ne ze ket mac’hagnet.
War an drouk hag ar mad bihan ve kelennet.
Evit ober ar mad en euz skouer he gerent
Ha na zisk ket an drouk na gevier er gouent.
Ne ia ket da govez da flaztra hi nesa,
Da glevoud goulennou var an traou riskusa.
Kuz, e kuz, traou da guz, e skouarn eur belek,
Kredi ver dizammet hag e c’haller redek
Gwasoc’h evit biskoaz en hent ar pec’hejou,
Evel ma ra siouaz ! kalz a verc’hedigou !
Ne ket hi sod awalc’h vit heul ar c’hustum-ze...
Ne ket diwar hi goust a c’hoarzo eur c’hure.
Dirag ar Mestr ne vo nikun kred evithi ;
Hi oar ze, ha rak-se hi oar penoz pedi.
Pez zo kaer, gwir ha mad, hi hen vir da genta,
Nemed ouz an traou vil n’hen veler o spounta.
Neuze ta, me zo vil, euzuz war a glewan ?
Na droit ket, aotrou, ar c’homzou zisplegan.
Ne raio ket evel merc’hed ar c’houenchou,
Dirag eun den iaouank, arveou, grimasou ;
Na zerr ket hi lagad vit seilet war hi lerc’h...
Ar baotrez hugunod zo ker gwen hag an erc’h !
Ma ne ket, gle beza. Goud a oar ai lezen :
« Karout a ri da vreur, hep gwel ouz he greden. »
Va merc’h hon deuz kuitet. Choui sonj d’ec’h marteze
E ze abalamour ma oa ho sae aze.
Nan, me hell he toui. N’e deuz bet aoun nemet
Da veza diavez. Mad gredan e deuz gret.
Deread e ze bet, deread e vezo
Gand an dud a fesoun e pep lec’h n’em gavo...
En ber gomzou, aotrou, eur zalud ho c’heuz bet
A zizkoueze penoz n’e doa tam aoun ebet.
Ia, dioc’h ar zalud ze em bo sonj a gredan.
Velken... perak... kentoc’h... n’eo ket choumet aman ?
Med, n’euz fors, mad an taol, gwelloc’h vo barz nebeut...
Gwaskomp c’hoaz, marteze ar zac’h a roio bleud.
Ma n’hoc’h ket protestant, tostik hoc’h da veza.
Ho lagad zo pikouz ; vit he dipikouza,
N’am beuz ezom ebet da deurel va chupen ;
Mar plij d’ho madelez, en devo sklerijen.
Nann, n’oun ket protestant, nan, nan pell a c’hane.
N’am euz tra da laret enep d’hei, koulskoude ;
Ar c’hontrol a zo gwir.
Ganthei avad e z’oun
Pa bilont gevier Rom, oh ! ia a greiz kaloun.
Hiniennou siouaz ! zo troet ho speret
Hag a vouzc’hoarz ouz Rom evit beza prizet.
Med Ivona a zeu war hi zroadik mistrik
Ha ’n eur gana atao, da gerc’houd hi zadik.
D’ar verc’h hen deuz stouet an aotrou distanet
A zistag eur zalud ar c’hoanta ’n euz tennet
En he vuez. Ha ioup ! ho zri raktal d’ar gaer.