JANEDIG AR ROUZ
Janedig ar Rouz a lavare
D’he zad ha d’he mam eun de a oe :
« Ma zad, ma mam, c’houi van oc’h ket fur,
Pa et da lakat ma eured d’eur zul,
« E lec’h ma vo an holl o klevet ;
Kabit en Tromplus zo klask ma c’haouet !
— Bet kontant an hini a garo,
Hoc’h eured d’ar zul ni a lakaio ! »
————
Janedig ar Rouz a lavare
D’e youtr, person koz, eun de a oe :
« Ma youtr, person, d’in-me lavaret
E pelec’h am lakfet da guzet ?
Paneve aon da gouch ho tilhad,
Me ho lakfe’n eur be stoufet mat.
— Me ne ran ket forz eus ma dilhad,
Me garfe vent holl d’ober eun tantad !
« Me garfe vent holl e-kreiz an tan,
Med’mo an eurvad da vont gant ma c’hoant. »
————
Ne oa ket he c’homz peurachuet
Ma oe leun an iliz hag ar vered,
Oe leun an iliz hag ar vered
Gant kabiten Tromplus hag e zoudarded.
« Otro person, d’in-me lavaret
Pelec’h’ma ar plac’h ho peus eureujet ?
— Me n’am eus eurejet plac’h ebet
Mez eun interamant ’vat em eus graet.
— Mar ha peus hi vel-se interet
E pelec’h ma an douar ’peus ruziet ? »
————
« Kabiten Tromplus mac’h an ganac’h
Me ne vin ket oblijet nemet d’ac’h.
« Brama me ya war vur ar vered
Da laret piou eo ma fried korniet.
— War vur ar vered me lar n’i ket
War lost ma inkane ne laran ket ! »
Pa oent gant an hent bras avanset
E gontel gantan deus bet goulennet.
« Kabiten Tromplus, mar am c’haret.
Ho kontel velen d’in’a brestiet
« Ho kontel d’in-me a brestiet
Ma zeien eured a zo re stardet »
Ar gontel dezi pa oe roet,
En he c’halonig he doa hi plantet.
En he c’halonig he doa hi plantet
Hag ar gwad ru dindou a zo poullet
« Triouec’h plac’h yaouank am eus lazet
Janedig ar Rouz eo an naontegvet.
« Janedig ar Rouz eo an divizan,
Hounnez ’deus ma glac’haret ar muan ! »
|
Chanté par Françoise Zostec, Plouguernevel (Haute-Cornouaille)