Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Janedig an Titro.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 386-390)



JANNEDIG ANN TITRO
______


I


   Jannedig ’nn Titro ’gane gè,
O kas he loened, ’r sul ar beure.

   Kaset he saout da brad Merrienn,
Hi ’rankontr tri a verserienn.

   Ar merser braz a lavare
Da Jannedig, p’hi salude :

   — Jannet Ann Titro, d’in lâret
Pe c’hui ’zo dimêt, pe n’hoc’h ket ?

   — Me ’zo dimêt hag eureujet,
A-boe dirio tremenet,

   — Jannedig koant, n’ho kredan ket,
Ho braoerio n’ welan ket.

   — Ma braoerio ’m eûs laket,
Ken a oa ’r sunves tremenet..,.


II


   — Tawet, Jannedig, n’oelet ket,
Braoc’h ewit-hoc’h am eûs bet ;

   Re kroajo-aour en ho c’herchenn,
Ha c’hui n’hoc’h met ur rousardenn.

   Jannet ’nn Titro, mar ma sentet,
Er mizilour-man e selfet.

   Er mizilour pa d-eûs sellet,
Gant-hê da Sant-Briek eo êt.

   En Sant-Briek p’int arruet,
’N hostaleri vraz int diskennet ;

   ’N hostaleri vraz int diskennet,
Ha loja ho d-eûs goulennet :


   — Hostizes koant, d’in-me lâret,
Moïenn ’ve da vea lojet ?

   Hostizes koant, lâret-c’hui d’in,
Moïenn hoc’h eûs da loja tri?

   — Me n’ dalc’hjenn ket hostaleri,
Mar n’am bije moïenn d’ loja tri.


III


   Kloarek Ann Titro ’c’houlenne,
Ouz he vamm, ar sul da greis-de :

   — Ma mammig paour, d’in-me lâret,
Ma c’hoar Jannet pelec’h ’eo êt ?

   — ’Boe ma ’z eo et d’ gas al loened,
Me n’am eûs-hi ket bet gwelet.

   Kloarek Ann Titro a lâre
D’he vammig paour, ’r sul da greis-de :

   — Dibret d’in ma inkane-gwenn,
M’ inn d’ Sant-Briek brema-soudenn.

   En Sant-Briek p’eo arruet,
’N hostaleri vraz ’eo diskennet ;

   ’N hostaleri vraz ’eo diskennet,
Ann hostizes ’n eûs saludet :

   — Hostizes koant, d’in-me lâret.
Tri merser n’hoc’h eûs ket lojet?

   Tri merser n’hoc’h eûs ket lojet,
Gant unan ’n ezhè he bried ?

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Hostizes koant, d’in-me lâret,
Na anveet ket he bried ?

   — Merket a zo war he c’hoeffo
Jannedig ’nn Titro, he hano.....

   Lâret d’am c’hoar Jannet dont d’ann traon,
Da gomz gant he breur ann aotro.

   Ar merser braz a lavaras
D’ Jannet Ann Titro, pa glewas....


   — Mar oufenn ’c’h afes gant-han lec’h-se,
N’ afes ket a-c’hann en buhe !

   Kloarek ann Titro, pa glewas.
Gant ar vinz d’ar kreo’h a bignas.

   Gant ar vinz d’ar krec’h p’eo pignet,
He c’hoar Jannet ’n eûs saludet :

   — Ma c’hoar Jannedig, d’in lâret,
C’hui ’zo gant-han disenoret ?

   — ’Wit dirag Doue na on ket,
Dirag ar bed na lâran ket....

   Kriz a galon nep na oelje,
War bave Sant-Briek ma vije,

   ’Welet ar pave o ruia,
Gant gwad ’r verserienn o skuilla ;

   Gant gwad ’r verserienn o skuilla,
Kloarek ’nn Titro ouz ho lac’ha !

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Deut d’ar gêr, Jannet, al lec’h-se,
Pa ’z hoc’h-c’hui chommet en buhe !


Kanet gant Marc’harit Fulup.


______________