Jannedig Toulous
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Janedig Toulouz.
Mar plij ganec’h a selaoufet
Ur werz newez a zo savet ;
Ur werz newez a zo savet,
A zo grêt da Santes Jannet.
Jannet Toulous, merc’h un intanves,
Oa ’r plac’hig fur ha devodes.
Da genta ez oa neeres,
D’ann eil ez oa kemeneres ;
D’ann eil ez oa kemeneres,
Ha d’ann derved oa rouanes.
Un orator a d-eûs savet,
Ewit adori ann Drindet.
Bemde, kent ’wit mont d’he dewes,
Hec’h ee d’ saludi ar Werc’hes ;
Ur chapeled a bemp dizenes
Bemdez, en enor d’ar Werc’hes.
Ar rouanes a vonjoure,
En ti ’nn intanves p’arrue :
— Na demad d’ac’h-c’hui, intanves,
Ha d’ho merc’hig kemeneres.
Deut ’on d’ c’houl’ ar gemeneres
Da dont da vrouiad d’am fales,
Da dispenn al lienn Kintinn,
D’ober rochedo d’am mab Dofinn.
— Ma merc’hig na eo ket disket
Ewit grouiad da brinsezed,
Da dispenn al lienn Kintinn,
D’ober rochedo d’ho mab Dofinn ;
Ma merc’h n’ dispenn ket lienn Kintinn,
Met lienn-stoup ha bougasinn.
Ar prinz Dofinn a bourmene
Ouz eil penn ar gambr d’egile ;
Ouz eil penn ar gambr d’egile,
Ouz ar gemeneres ’selle.
Hen ’c’h ober ur sell dreist he skoa,
Ma welas anêhi o oela.
— Kemeneres, d’in-me lâret,
Na ewit petra a oelet ?
— ’Welet ’m eûs ar c’hraz digant Doue
Da labourad ’n ti ur roue.
— Kemeneres, d’in-me lâret,
A be kalite hoc’h savet ?
— Me ’zo savet a baourente,
Merwel en-hi, gant graz Doue,
O touch ma zri gwennek bemde,
Bewa gant-hê ’n doujans Doue ;
’Touch ma zric’houec’h gwennek ar sunn,
C’hoaz, Dofinn, na ven ket o iün.
— M’ho pije bet ’n tamm kalite,
C’hui ho pije bet ur roue ;
C’hui ho pije bet ur roue,
Ha bea pô, gant graz Doue.
Tri miz hanter ez eo pâdet,
Kent m’eo he labour achuet.
Ouz ar pales p’eo sortiet,
Ar prinz Dofinn a zo klanvet.
Medesined a zo klasket,
Da c’hoûd petra ’oa he glenved.
Ar prinz Dofinn a zo klanvet
Gant chagrinn ann amourousted ;
Gant chagrinn ann amourousted,
’R gemeneres ’renkje da gavet.
Dimêzet oent hag eureujet,
Gant kalz a enor ha respet.
He mageres a iavare
D’ar rouanes, un dez a oe :
— Na terrupl ez hoc’h gloruzes,
A-boe m’hoc’h et da rouanes !
— Aozet d’in krampoes tomm ha lês,
Me ’iel’ d’ho kwelet, mageres.
’N ti ’r vageres p’eo arruet,
Ar vageres d-eûs saludet ;
Ar vageres d-eûs saludet,
Pehini d-eûs d’êhi lâret :
— Et d’ar jardinn da bourmeni,
Da c’hortos lehinn da darewi.
Bars ar jardinn p’eo arruet,
Hi a zo krenn disenoret ;
Hi a zo krenn disenoret,
Gant ur bagad kourtisaned.
Pa oa gant ann hent o tonet,
Ann Dofinn out-hi ’n eûs goullet :
— Ma fried paour, d’in-me lâret,
Na ewit petra a oelet ?
— ’Welet ’m eus ’r c’hraz digant Doue
D’ vea eureujet d’ur roue.
Un abit manac’h d-eûs gwisket
Da hanter-noz ’eo partiet.
Na bars ur pennadig goude
’Teuas ar menec’h da vale.
Bars ar pales p’int arruet,
Goulenn loja ho deveus grêt.
— Oh ! ia, lojet mad a vefet,
Pep a wele-plun da gousket ;
Pep a wele-plun da gousket…
C’hui ’zo henvel ouz ma fried !
— O prinz Dofinn, ma iskuzet,
En gweleo na gouskfomp ket ;
En gweleo na gouskfomp ket,
War veinn, pe ann douar kalet.
Hag ann dewarlec’h ar beure,
Kent ewit monet a-c’hane,
Tri fok d’ann nor e d-eûs roet,
Roud he diou-jod a zo chommet !
Kanet gant Marc’harit Fulup.