Enep Iudas, ar Franmasouned Hag holl dispac’herien ar vro, Savomp drant enn hor za, Bretouned, Evit gallout herzel out-ho ; Enn hon touez, evel aered-viber, Ec’h en em ruzont niveruz, Diwallomp ouz ho zeod flemmuz, Ha flastromp, enn eunn taol, penn ann aer.
DISKAN
Enn araok, Bretouned, vid hor iez hag hor feiz,
Bazad d’ann enebour a daol he droad e Breiz.
Ouenn ann dud nerzuz hag a galoun, Biskoaz n’oud bet eat war da giz ; Daoust ha dont a rafez da gaout aoun ? Ne garez mui’ta da frankiz ? Ar goad a red a-dreuz da c’hwazied, Daoust ha n’en defe mui tomder ? Da zourn ne ve mui ken pounner, Ma kren dirag ann haillevoded ?
Petra ! tud fall leun a c’hwarisi, A du gand hon enebourien, E Breiz-Izel a deufe mistri, A rafe d’e-omp al lezenn ? Bugale iaouank ar Chouanted, Kentoc’h eget difenn ho bro Ha redet d’ann tan evel-d-ho, A ve jugellet evel loened ?
Taolomp er meaz euz a Vreiz-Izel Ann den difeiz hag ann divroad, Enn hor bro ne lezomp ket sevel Bugel ebet euz eur seurt goad ; E Leon, d’ar moc’h ne roer ket gwiniz, Na sistr, e Kerne, d’ar bleizi, D’ho bro ni rai d’ezho distrei, Breiz-Izel, holl, a zo da Vreiziz.
|