Kantik Itron-Varia-Gerbernez

Lajat, 1909  (p. 185-187)



Kantik Itron-Varia-Gerbernez


War don : Ni ho salud, stereden Vor.


D’am c’hoar Mari.


Diskan


Gwerc’hez hon Mam, hon Rouanez ;
Itron-Varia-Gerbernez,
Klevet peden ho pugale
Ha roet ho zikour d’eze !

Vel ma red warlerc’h e vammig
Ar bugel dister, bihanig,
Velse war ho lerc’h, mam zantel,
E tiredomp da glask skoazel,

Dirak ho skeuden vinniget
Holl ez omp aman daoulinet,
Holl a c’houlennomp gant kalon
Bennoz ar Werc’hez, hon Itron !


An dudou paour war an douar,
N’o deus nemed anken, glac’har ;
Mari, Mam da Zalver ar bed,
Bezet oute true bepred !

Warnomp dimeus lein an Nenvou,
Teurvezet distrei ho sellou ;
Groet ma kouezo evel ar gliz
Ho krasou war vro ar Vreiziz…

Breiz-Izel he deus a viskoaz
Karet ar Werc’hez he c’haras ;
Dre-ze en pep parrouz ’n hon Bro,
E klever meuli ho hano !

N’ankouaet ket ar garante,
Hon deus holl evit Mam Doue ;
Ha pa vefomp gwall-ankeniet,
O Gwerc’hez, n’hon dilezet ket !

Na dilezet ar Vretoned,
Tud a galon, a lealded ;
Roet d’e, vel en amzer goz,
Evurusted bemde, bemnoz…


Eur brezel didrue ha kri
En hon Bro a zo groet d’imp-ni ;
Eneb kantved ar falz-kreden
Miret hon Breiz d’ar Fe gristen !

Laket en kreiz ar vugale
Karante ha doujanz Doue ;
Roet furnez d’ar vam, d’an tad,
Da ren o ziegez ervad…

Laket dre-holl gwir unvaniez,
Peuc’h kristen, nerz ha levenez,
Ma laro peb unan ’n e di
Trugare d’ar Werc’hez Vari !

Diwar jijen koant, koant ho roc’h,
Lec’h ma zeblantet d’imp kaeroc’h,
Diwallit mad tud Zant-Servez,
Dalc’hit sonj ouz re Gerbernez…

Neuze enpad hon buegez
Ni ho karo welloc’h Gwerc’hez,
Da c’hortoz monet d’an Nenvou
D’Ho meuli gant hon C’hendadou !