Kaozeal:Disput etre eun Tregeriad hag eur C’hernevad
Embannet e oa bet ar son-se e 1895, e ti Ve Eveillard et F. Bréban, Gwengamp, en un doare-skrivañ kalz laoskoc’h, gant gerioù troc’het en un doare iskis a wechoù (en nancou = an ankou…) ha gant ur bern vioù koukoug e-barzh.
En adembannadur-mañ, ne gaver na bloavezh na ti embann.
Kempennet eo bet an doare-skrivañ, e doare hini Kroaz ar Vretoned, gant F. Vallée, marteze ?
Ar stummoù-verb a zo bet reizhet (Nimp na meump netra --> Ni n’hon deus netra)…
Geriou zo, re anat o orin gallek, a zo bet cheñchet :
Gant he feson gracius, hac he hair ravissant --> Gant he doare ken lirzin hag he zellou ken drant
Tranquilite ha bonheur, chans ha prosperite --> Peuc’h hag evurusted, chans ha prespolite.
E-barzh niverenn an 20 a viz Meurzh 1910 eus Kroaz ar Vretoned, e kavomp a son-mañ, gant an notenn-mañ :
"Ar zôn vrao-man ’zo bet goullet ganimp he hadmoullan. N’eus chanchamant ’bet enni aman, nemet an doare-skrivan hon deus laket henvel ouz hini Kroaz ar Vretoned, gant ôtreadur an otro Neindre, a ginnigomp d’ean aman hon gourc’hemennou hag hon zrugare."
…
Kavet e vo embannadur 1895 e-barzh kaier Dastum Nnn5 - Bro Fañch, 1978.