Katekiz historik/Eil Gévren - III Gentel





TRÉDÉ GENTEL.
Eûz a Inkarnasion ar Verb hag eûs a Zazprénadurez ann dûd.

Mab penn-her Doué eo Jézuz-Krist hon Aotrou, da lavaroud eo, pénaoz ar Verb, péhini a oa é Doué er penn-kenta, a zô en em c’hréat kik hag a zô deûed da choum gan-é-omp. Doué é oa a-viskoaz, hag eo en em c’hréat dén enn amzer, héb éhana béza Doué, hôgen ô kémérout eur c’horf hag eunn éné ével-d-omp. Béz’ eo koulskoude eunn dén hép-kén, ar Verb deûet-kik, Jézus-Krist, gwîr Zoué ha gwîr zén. Engéhentet eo bét gand ar Spéred-Santel ha ganet eo bét gand ar Werc’hez Vari, da lavaroud eo, pénaoz hé c’hinivélez a zô bét eur burzud : hé Vamm zantel oc’h hé lakaad er béd, a zô choumet Gwerc’hez bépréd ; ha Jézuz-Krist adaleg ar penn-kenta, a zô bét leûniet gand ar Spéred-Santel ha gand ar c’hrâs, hép gelloud ôber péc’hed é-béd, ha Sant anézhan hé-unan. Évid-omb eo Mâb Doué en em c’hréat dén. Évidomb eo en deûz gouzanvet dindân Pons-Pilat, eo bét staged ouc’h ar groaz hag eo marvet ; kémend en deûz hor c’haret, ma eo felled dézhan rei hé wâd hag hé vuez évid hon daspréna eûz a sklavérez ann diaoul.

Goulenn. Piou eo hon Aotrou Jézuz-Krist. Lavar. Ar Verb eo péhini a zô en em c’hréat kîk. G. Pétrâ eo ar Verb. L. Mâb Doué eo. G. Pétrâ eo da lavarout eo en em c’hréat kîk. L. Da lavaroud eo, eo en em c’hréat dén. G. Hag en em gemmet eo. L. Nann, choumed eo Doué ével kent. G. Hag hén en deûz eur c’horf hag eunn éné ével-d-omp. L. Ia, dén klôk eo. G. A biou eo Mâb ével dén. L. Eûz ar Werchez Santel Mari. G. A biou eo Mâb ével Doué. L. Eûz a Zoué hép-kén. G. Ha daou int, Mâb Doué ha Mâb Mari. L. Nann Jézus-Krist hép-kén eo. G. Pérâg é lévéreur eo bét engéhentet gand ar Spéred-Santel. L. Évid diskouéza eo bét deûed er béd dré vurzud, eûz a eur Werc’hez. G. Pétrâ a felleur c’hoaz da lavaroud dré zé. L. Pénaoz eo ganet Sant ha na hell két péc’hi. G. Évit piou eo Mâb Doué en em c’hréat dén. L. Évid-omp hag évid hor silvidigez. G. Da bétrâ eo bét mâd hé c’hloasiou hag hé varô. L. Da zaspréna ac’hanomp eûz a sklavérez ann diaoul.