Katekiz historik/Eil Gévren - II Gentel





EIL GENTEL.
Eûz ann Dreinded.

Chétu ar sembol : Mé a gréd é Doué ann Tâd holl-c’halloudek, krouer ann énv hag ann douar ; hag é Jézuz-Krist, hé Vab penn-her, hon Aotrou ; péhini a zô bét engéhentet gand ar Spéred-Santel ; a zô bét ganet gand ar Werc’hez Vari ; en deûz gouzanvet dindân Pons-Pilat ; a zô bét staged ouc’h ar groaz ; a zô marvet ; a zô bét liénet ; a zô diskennet d’ann ifernou ; a zô savet ann trédé deiz a varô da véô ; a zô pigned enn énvou ; a zô azézet enn tu déou da Zoué ann Tâd holl-c’halloudek ; ac’hanô é teûi da varna ar ré-véô hag ar ré-varô. Mé a gréd er Spéred-Santel, enn Iliz Santel Katolik, é ken-gréden ar Zent, é distol ar béc’héjou, é dazorc’h ar c’hik, er vuez peûr-baduz. Ével-sé bézet gréat. Kridi a réomp eunn Doué hép-kén, Aotrou roué eûz a bép trâ : péhini en deûz gréat pép trâ, a gendalc’h pép trâ, hag a rén pép trâ ; a hell ôber ar péz a gâr. Ann tâd eo eûz hé holl grouadurien, pa en deûz hô gréat ha pa hô mâg gand eûr vadélez a dâd. Hôgen, évit-gwîr, n’eo Tâd néméd d’hé Vâb penn-her, péhini a zô hé Verb hag hé c’hér a-ziabarz, ar furnez en deûz engéhentet enn-han hé-unan a-raog ann holl grouadurien, ha dré béhini en deûz gréat pép trâ. Ar Mâb-zé a zô pâr d’ann Tâd, péhini en em anavez évit béza ker mad ha ma’z eo. Ann Tâd a gâr hé Vâb, ar Mâb a gâr hé Dâd, hag ar garantez-zé eûz ann Tâd hag eûz ar Mâb a zô ar Spéred-Santel, péhini a zeû eûz ann eil hag eûz égilé, hag a zô pâr d’ann eil ha d’égilé. Béz éz eûz éta é Doué, eunn Tad, eur Mab hag eur Spéred-Santel ; unan anézhô hô zrî né kéd égilé, ha pép-hini anézhô hô zrî a zô Doué, ével ann daou all : hôgen hô zrî né d-int néméd ann hévélep Doué. DaR na hell béza néméd eunn Doué ; anéz na vijé két roué.

Goulenn. Livirid ar Sembol. Lavar. Mé a gréd é Doué, etc. G. Pétrâ eo Doué. L. Ann Aotrou roué eûz a bép trâ. G. Pérâg é c’halvit-hu anézhan Holl-C’halloudek. L. O véza m’en deûz gréat pép trâ ha ma hell ôber ar péz a gâr. G. Pérag é c’halvit-hu anezhan Tâd. L. O véza m’en deûz hor gréad holl, ma hor c’hendalc’h ha ma hor rén ével bugalé d’ézhan. G. Piou eo gwîr Vab Doué. L. Hé C'hér, hé furnez, péhini en deûz engéhentet enn-han hé-unan. G. Ar Mâb zé da Zoué hag hén zô pâr d’ann Tâd. L. Ia, ker braz ha ker mad eo hag hén. G. Doué ann Tâd hag hén na gâr-hén kéd hé Vâb. L. Ia, ha Mab Doué a gâr hé Dâd. G. Pénaoz é c’halveur ar garantez-zé eûz ann Tad hag eûz ar Mâb. L. Ar Spéred-Santel. G. Eûz a biou é teû. L. Eûz ann eil hag eûz égilé. G. Ar Spéred-Santel hag hén a zô pâr d’ann Tâd ha d’ar Mâb. L. Ia, pâr ind hô zrî. G. Pép-hini anézhô hô zri hag hén a zô dishénvel diouc’h égilé. L. Ia, unan anézhô hô zrî né kéd égilé. G. Ha Doué eo pép-hini anézhô. L. Ia, pép-hini anézhô hô zrî a zô Doué. G. Ha n’ind-hi két tri Doué. L. Nann, ann Tâd, ar Mâb hag ar Spéred-Santel a zô hô zrî ann hévélep Doué. G. Hag ouc’h-penn eunn Doué é hell béza. L. Nann, na hell két béza.