Katekiz historik/Eil Gévren - XXVIII Gentel





EIZVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ann Urs.

Sakramant ann Urs a rô d’ann Iliz ôbérourien hollek ha tadou spéréduz a zô lékéad é léac’h ann Ébestel ha Diskibled Jézuz-Krist, évit kenderc’hel ôber Doué bété divez ar c’hantvéjou. Ar c’hrâs eûz ar Sakramant-zé na zantéla két hép-kén ar ré a zigémer anézhan, rei a ra c’hoaz d’ézhô ar galloud da zantéla ar ré all, ô rei d’ézhô ar Zakramanchou. Hôgen n’eûz néméd ann Eskop a gément a helfé hô rei holl ; ar Véleien péré a zô lekéat évid hé ziboania, na hellont rei nag ar Gouzoumen, nag ann Urs. Ann Diagoned a zô lékéad évit servicha ann Eskop hag ar Véleien, enn hô c’hargou, hag évit prédéria ar béorien. Ann ursiou-zé eo ar ré vrasa. Pemp all a zô dindân ar ré-zé, lékéat évid diboania ann Diagoned ; Drs ar Zudiagoned, Urs ann Akolited, péré a zô dileûret évid heûlia ann Eskop, hag enn iliz évid dougen ar goulou, Urs al Lennérien, Urs ann Eksorsisted hag Urs ar Borsierien. Béz’ é kounteur éta enn-holl seiz Urs, pevar dister ha trî Urs brasoc’h pé sakr, péré eo ar Sudiagonach, ann Diagonach hag ar Vélégiach, é péhini é ma ivé ann Eskobiach. Réd eo tréménout dré ann holl zérésiou-zé évid erruout d’ar Vélégiach. Ar c’henta dérez eo ann tonsurach, péhini né kéd eunn Urs, hôgen eul lid santel évit rei ar zaé a iliz da eunn dén lîk, hag évid hé lakaad é renk ar c’hloer : râg gervel a réeur kloer ar ré holl a zô dileûret évit servich ann iliz, ha tûd-lîk ar ré all eûz ar bobl Gristen.

Goulenn. Péhini eo ar c’hrâs eûz a Zakramant ann Urs. Lavar. Rei a ra ar galloud da rei ar Zakramanchou, pé da ôber eur servich hollek-bennâg enn iliz. G. Péré eo ar ré hô deûz ar c’hrâs-zé enn-holl-d’ann-holl. L. Ann Eskeb eo. G. Béz’ é hellond éta rei ann holl Zakramanchou. L. Ia, ar Gouzoumen hag ann Urs zô-kén. G. Ar véleien hag hî na hellont két rei ann daou Zakramant-zé. L. Nann, d’ann Eskop int miret. G. Pétrâ eo dléad ann Diagoned. L. Servicha ar Bélek hag ann Eskop enn hô c’hargou. G. Péré eo ann ursiou all. L. Sudiagoned, Akolited, Lennerien, Eksorsisted ha Porsierien. G. Péd zô anézhô holl. L. Seiz zô anézhô. G. Péré eo ann ursiou sakr. L. Ar Sudiagonach, ann Diagonach hag ar Vélégiach. G. Ha béz’ é helleur dond da vélek râk-tâl. L. Nann, réd eo tréménoud dré ann holl zerésiou all. G. Pétrâ eo ann Tonsurach. L. Eul lid évit kéméroud ar zaé a iliz. G. Pétrâ a ra-hén. L. Pénaoz eûz a zén-lik é teûeur da véza kloarek.