Katekiz historik/Eil Gévren - XXVII Gentel





SEIZVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ann Nouen.

Ann Nouen a rô d’ar ré-glanv ar c’hrâs da vervel ervâd. Lémél a ra ar béc’héjou vénial, ha paréa a ra ann éné eûz ar fillidigez a choum eûz ar béc’héjou all, évit-hô da véza dislolet. Krévaad a ra ann dén-klanv a-énep ar gwall-ioulou, péré a zô tennoc’h, pa eur daré da vervel, hag é hell zô-kén rei ar iec’hed d’ar c’horf, mar d-eo mâd évid ann dén-klanv. Ar Véleien eo a rô ar Sakramant-zé, gand éôl benniget évit-sé gand ann Eskop. Seiz lardérez a réeur ; pemp évid ar pemp skiant ; war ann diskouarn, war ann difron ; war ar génou, war ann daouarn ; unan war ar groazel pé war boull ar galoun, évid ann droug-ioul ; unan war ann treid : ha da bép lardérez, ar Bélek a béd Doué da zisteûrel d’ann dén-klanv ar béc’héjou eu deûz gréad dré bép kévren eûz hé gorf. Réd eo d’ann dén-klanv béza é stâd a c’hrâs évid ôber hé c’hounid eûz ar Sakrâmant-zé ; ha mâd eo é tigémerché anézhan gand anaoudégez, pétrâ-bennâg na rôeur anézhan néméd d’ar ré-glanv, ha pa ind daré da vervel.

Goulenn. Pétrâ eo ar c’hrâs a zalc’h oud ann Nouen. Lavar. Ar c’hrâs da vervel ervâd. G. Pé béc’héjou a lam. L. Ar béc’héjou vénial hag ann dilerc’h eûz ar béc’héjou all. G. Piou a rô ar Sakramant-zé. L. Ar Véleien. G. Da biou é tléeur hé rei. L. D’ar ré-glanv a zô daré da vervel. G. Ha béz’ é tléeur gortozi é vent toc’hor. L. Nann, évit ma vézô gwelloc’h reizet ann dén-klanv. G. Pérag é réeur meûr a lardérez L. Évit merka ar béc’héjou gréat gand ar c’hévrennou dishénvel eûz ar c’horf. G. Gant pétrâ é réeur al lardérézou-zé. L. Gand éôl benniget gand ann Eskop.