Katekiz historik/Kenta Gévren - III Gentel



TRÉDÉ GENTEL.
Eûz al Livaden hag eûz al Lézen natur.

Bugalé kenta Adam hag Éva a oé Kain hag Abel. Kain a lazaz hé vreûr gand érez oud hé vertuz ; ha bugalé Kain a oé tûd drouk. Adam en doé eur mab all hanvet Set, ha bugalé hé-man a viraz doujans Doué : hôgen nésanded a réjont gand ann dud drouk, hag é teûjond da zaotra, enn hévélep doaré, ô véza ann holl dud en em rôed d’ann drouk, ma vennaz Doué hô lakaad da vervel gand eul livaden dré-holl. Né oé némét Noé, diskenned eûz a Zet, péhini a gavaz trugarez dirâk Doué. Doué a rôaz da anaoud d’ézhan hé vénoz, hag a c’hourc’hémennaz d’ézhan sével eunn arc’h, da lavaroud eo eul léstr pevar-c’hornek, ha gôlôed é doaré eur c’houfr, brâz a-walc’h évit lakaad ébarz eur ré eûz a bép rumm loéned ha laboused. Pa oé Noé éad ébarz, Doué a lékéaz da gouéza é-pâd daougend dervez ha daougent nôzvez, eur glaô spountuz, gand eunn dic’hlann eûz ar môr, enn hévélep doaré ma oé ann douar holl gôlôet gand ann dour. Ann dûd hag al loéned holl a oé beûzet : eiz dén hép-kén a joumaz béô ; Noé, hé c’hrég, hé dri vab hag hô gragez, hag ann anévaled a ioa enn arc’h. Goudé al livaden ar béd a oé pobled a névez gand anntri vab eûz a Noé, Sem, Kam ha Jafet : dré zé éz omb holl breûdeûr. Hôgeu ann dûd a zeûaz abenn-némeûr gwasoc’h égéd a-raok. É-léac’h azeûli Doué, ann darn-vuia a azeûlé ann héol, al loar, pé krouadurien all. Na énorent kéd hô zadou ; gadal oant ; en em laza, en em laérez a réant ; droug a lavarent ann eil eûz égilé : na lavarent kéd ar wirionez, hag heûlia a réant hô gwall-ioulou. É kément-sé é réant a-éneb hô reiz hag hô skiant-vâd, péhini eo lézen ann natur.

Goulenn. Piou eo a oé ar c’henta lazer er béd. Lavar. Kain, péhini a lazaz hé vreûr Abel. G. Hag ann holl dud a oé droug ével-t-han. L. Ia, ann darn-vuia anézhô. G. Ha na joumaz kéd eunn dén hétuz da Zoué. L. Na joumaz némét Noé. G. Pétrâ a réaz Doué évit kastiza ann dûd. L. Kâs a réaz al livaden. G. Pétrâ eo al livaden. L. Eunn dic’hlann brâz a c’hôlôaz a zour ann douar holl. G. Pétrâ a zeûaz ann dûd. L. Beûzed é oend holl. G. Nag al loéned. L. Beûzed é oend ivé. G. Pétrâ a zeûaz Noé. L. Doué hen miraz enn arc’h. G. Pétra é oa arc’h Noé. Eul léstr brâz pevar-c’hornek ha gôlôed é doaré eur c’houfr. G. Ha né oé miret némét Noé. L. Eo, hé dûd gant-han. G. Ha pétrâ c’hoaz. L. Eur ré loéned ha laboused a bép rumm. G. Hag ann dûd holl a zô breûdeûr d’é-omp. L. Ia, râk dond a réomb holl eûz a Adam hag eûz a Noé. G.Pétrâ eo al lézen natur. L. Ar reiz eo hag ar skiant-vâd. G. Pétrâ a zesk d’é-omp é-kénver Doué. L. Na dléomb azeûli némét-han. G. Hag é-kénver ann dûd. L. Na raimp da zén néméd ar péz a garremb a vé gréad d’é-omp. G. Hag é-kénver hon-unan. L. Da habaskaad hon ioulou hag hor c’hoantou.