Katekiz historik/Kenta Gévren - IV Gentel





PÉVARÉ GENTEL.
Eûz a Abraham hag eûz ann Tadou-brâz all.

Ar gwir feiz hag al lézen natur en em viraz é-touez tûd-santel-bennâg, peûrgedged eûz a wenn Sem. Abraham unan anézhô a oé dilennet gand Doué évid ôber kévrédigez gant-han. Gourc’hémenni a réaz d’ézhan kuitaad hé vrô hag é rôaz hé c’hér d’ézhan pénaoz hen lakajé da dâd da eur bobl diniver, é rôjé d’ar bobl-zé douar Kanaan, hag é binigjé enn hé wenn ann holl boblou eûz ann douar ; ar péz a verké pénaoz é teûjé eûz hé wenn Salver ar béd. Abraham a grédaz é geriou Doué, péhini a c’hourc’hémennaz d’ézhan ann trouc’h-kîk, évid arouéz eûz hé gévrédigez, hag é rôaz d’ézhan eur mab hanvet Izaak. Doué évid arnodi feiz Abraham, a c’hourc’hémennaz d’ézhan laza ar mab kér-zé ; hôgen derc’hel a réaz hé vréac’h pa édô daré d’hé laza. Izaak a oé tâd da Jakob, hanved ivé Israel, péhini en dévoé daouzék vab, é-touez péré Lévi, Juda, Jozef, ha Benjamin. Ar ré-man eo ann daouzék Tadou-brâz, tadou ann daouzék breûriez peré a réa holl bobl Israel. Gervel a réeur ivé tadou-brâz ann holl zent péré, hô deûz béved dindân al lézen natur.

Goulenn. Péléac’h en em viraz al lézen natur goudé al livaden. Lavar. É gwenn Sem. G. Piou eo ann hini gant péhini é réaz Doué kévrédigez. L. Abraham. G. Pétrâ a c’hourc’hémennaz d’ézhan. L. Kuitaad hé dûd hag hé vrô. G. Pétrâ a ziouganaz d’ézhan. L. É lakajé da zond anézhan eur bobl vrâz. G. Pétrâ a ziouganaz c’hoaz d’ézhan. L. É rojé d’ézhan douar Kanaan. G. Pétrâ a ziouganaz d’ézhan brasoc’h c’hoaz. L. É binigjé enn hé wenn ann holl boblou eûz ann douar. G Pétrâ a arouézé kément-se L. É teûjé Salver ar béd eûz a wenn Abraham. G. Pétrâ é oé ann arouéz eûz a gévrédigez Doué gand Abraham L. Ann trouc’h-kik (pé ann trô-drouc’h). G. Piou a oé mâb da Abraham. L. Izaak. G. Pérâg é fellaz d’ézhan hé laza. L. Évit senti ouc’h Doué. G. Pérâg en doé Doué hé c’hourc’hémenned d’ézhan. L. Évid arnodi hé feiz. G. Pétrâ é oé Jakob. L. Mâb Izaak. G. Pé hanô all en doé Jakob. L. Hanved é oé ivé Israel. G. Péd mâb en doé-hén. L. Daouzég en doé. G. pénaoz éc’h hanveur anézhô. L. Ann Tadou-brâz.