Katekiz historik/Kenta Gévren - IX Gentel
F. Trémeau, 1826 (p. 19-20)
Ann Israélited, abaoé ma oand éad é douar Kanaan, a oé pell-amzer rénet gant Barnerien ; goudé-zé é fellaz d’ézhô kaout Rouéed, ar c’henta a béré a oé Saul, hag ann eil David. Hé-man a ioa eûz a vreûriez Juda, eûz a béhini é tlié dont Salver ar béd, hervez m’en doa diouganet Jakob. David a oé sakred dré urz Doué, gand éol sakr, hag ann holl rouéed all a oé sakred enn hévélep doaré, hag ac’hanô é teû é oant hanvet Krist, da lavaroud eo, éôliet. David a oé pell-amzer heskinet gant Saul, hag éc’h harzaz ouc’h brézéliou brâz a-éneb ar baganed. Enn-divez, Doué hen savaz dreist hé holl énébourien, hag hen c’hargaz a vadou hag a c’hloar. Penn-kéar hé rouantélez a oa Jéruzalem, é péhini é savaz eur palez war ménez Sion, hag é réaz dizougen énô ann arc’h a gévrédigez. C’hoant en doa ivé da lakaat sével eunn iliz vrâz ; hôgen Doué a ziskleriaz d’ézhan pénaoz ann énor zé a ioa mired d’hé vâb ; pénaoz hé nested a rénjé da vikenn war ar bobl léal, hag é teûjé eûz hé wenn ar Salver diouganed adalek derou ar béd ; é rénjé nann hép-kén war bobl Israel, hôgen ivé war ann holl boblou eûz ann douar ; pénaoz ar Salver-zé a vijé mâb da Zoué ha mâb da Zavid war eunn drô ; é vijé disprijed hag heskinet gand ann dud ; hôgen goudé é lakajé ann holl boblou da anaoud a nevez ar gwir Zoué ha d’hé zervicha. Abaoé neûzé, ann Israélited a hanvaz ar Salver a c’hortozent, ar Roué mâb David, é c’hîz all ar Mesî pé ar C’hrist.
Goulenn. Pénaoz é oé réned ann Israélited goudé ma oand éad é douar Kanaan. Lavar. Gand Barnerien, ha goudé gant Rouéed. G. Piou a oé ar c’henta Roué. L. Saul. G. Piou a oé ann eil. L. David. G A bé vreûriez édô. L. Eûz a vreûriez Juda. G. Péléac’h é choumé peûrliesa. L. War ménez Sion, er géar a Jéruzalem. G. Péléac’h é lékéaz dougen ann arc’h a gévrédigez. L. Énô enn-deeun, é Sion. G. Pétrâ a ziouganaz Doué d'ézhan. L. Pénaoz hé nested a rénjé da vikenn war bobl Doué. G. Ha pétrâ c’hoaz. L. Ê teûjé ar Salver eûz hé wenn. G. Pétrâ eo ar C’hrist pé ar Mesî. L. Ar Salver-zé hé-unan eo. G. Pétrâ eo da lavaroud ann hanô-zé a Grist. L. Eôliet pé sakret. G. Pérâk-zé. L. Dré ma oé sakred David hag ar Rouéed all gand éôl-sakr.