Katekiz historik/Kenta Gévren - X Gentel
F. Trémeau, 1826 (p. 20-22)
Salomon a zeûaz da roué goudé David hé dâd, hag a oé skeûden ar Mesî enn hé c’hloar, ével ma oé David skeûden ar Mesî enn hé labouriou hag enn hé c’hloasiou. Salomon a rénaz bépréd é péoc’h, karged a vadou hag a lévénez ; hag ar péz a zô kalz dreist, Doué en doa rôed d’ézhan ar gwîr furnez. Lakaad a réaz sével eunn iliz vrâz é Jéruzalem, hervez dézô hé dâd. Ann arc’h a gévrédigez a oé lékéad enn iliz-zé hag énô é gréad ar sakrifisou. Né oa néméd ann iliz-zé, ha né oa aotréet laza loéned da Zoué néméd war ann aoter a ioa enn-hi. Al lézen é doa gréad ar gourc’hémenn zé évit rei gwelloc’h da anaout pénaoz né oa néméd eunn Doué hag eur gwir gréden. D’ann divez Salomon a gollaz hé furnez, évit béza en em rôet ré d’ar blijaduriou ; hag ann divrôadézed a garaz dreist-penn, hen taolaz enn idolatri. Évid hé gastiza, hé rouantélez a oé dispennet goudé hé varô. Breuriez Juda hag hini Benjamin a joumaz hép-kén dindân béli Roboam hé vâb : ann dék breuriez all a géméraz da roué Jéroboam, eûz a vreûriez Éfraim. Hé-man, évit ranna hé dûd eûz a ré breûrïez ar roué a Juda, hag évit mirout na z-aend da Jéruzalem, a réaz eur gréden évit-hô hag a zavaz leûéou aour, a lékéa da azeûli enn hé rouantélez. Évél-sé é oé eur Chism, da lavaroud eo, eur rann a ziregaz Iliz Doué. Ar gwir iliz a joumaz é Jéruzalem, hag ann iliz faoz a zavaz é Sichem, ha goudé é Samari, a oé penn-kéar rouantélez Israel pé Éfraim.
Goulenn. Piou a rénaz goudé David. Lavar. Hé vâb Salomon. G. Pénaoz é rénaz-hén. L. Enn eûr-vâd hag el lévénez. G. Ha n’en doé nétrâ a welloc’h. L. Ia, ar furnez en doé. G. Pé dî a zavaz-hén. L. Iliz-vraz Jéruzalem. G. Ha né oa kéd ilizou all é péré é oa énored Doué. L. Nann, né oa néméd eunn iliz hag eunn aoter hép-kén. G. Pérâg-zé. L. Évid diskouéza pénaoz n’eûz néméd eunn Doué hag eur gréden-vâd. G. Ha fûr é oé Salomon bétég ann divez. L. Nann, en em zaotra a réaz o karout ré ar merc’hed. G. Pétrâ a c’hoarvézaz goudé hé varô. L. Hé rouantélez a oé rannet. G. Pétrâ a joumaz d’hé vâb Salomon. L. Diou vreûriez, Juda ha Benjamin. G. Piou a oé roué enn dég all. L. Jéroboam. G. Pétrâ a réas-hén évit krévaad hé rouantélez. L. Eur Chism a réaz. G. Pétrâ eo Chism. L. Eur rann enn iliz. G. Péléac’h é choumaz ar gwir iliz. L. É Jéruzalem. G. Péhini é oé penn-kéar rouanlélez Israel hag ann iliz faoz. L. Samari.