Katekiz historik/Kenta Gévren - XI Gentel





UNNÉKVED GENTEL.
Eûz ar Broféded.

Holl Rouéed Israel a oé droug hag idolatred : é-touez Rouéed Juda é oé ivé meûr a hini ker fall ; ha Doué a gasaz d’ann eil ha d’égilé kalz Proféded évid hô lakaad da zistrei d’hé zervich. Gervel a réeur Proféded kémend ré da béré en deûz Doué rôed hé spéred, ha diskleried ann traou kuzet, hag ar spéred-zé a Zoué, péhini en deûz komzed dré c’hénou ar Broféded, eo ar Spdred-Santel, aotrou ha bividik. Dré-zé, Moizez, Samuel, David ha Salomon a ioa Proféded : hôgen ann hanô-zé a rôed peûrgedged d’ar ré a réné eur vuez garô ha distrô ével ménec’h, hag eûz a béré é oé eunn niver brâz é-pâd rann ar rouantélésiou. É-touez ar ré-zé é oé Élî, péhini a viraz oud ar glaô na gouézché é-pâd tri bloaz hanter, a réaz meûr a vurzud brâz all, ha péhini enn divez a oé gorréed enn énv hag a zô c’hoaz béô. Proféded all zô eûz a béré hon eûz skridou, ével Izai ha Jérémi. Diougani a réjont pénaoz Samari ha Jéruzalem a vijé Dismantet, ha pénaoz Jéruzalem a vijé saved a nevez. D’ann diouganou-zé é veskent meûr a ziougan diwar-benn ar Mesî, ô verka ann holl zarvoudou eûz hé c’hinivélez, eûz hé c’hloasiou, eûz hé varô hag eûz hé rén peûr-baduz. Lavared hô-deûz é rajé Doué gand hé bobl eur gévrédigez klôkoc’h égéd ann hini gôz ; hag é c’halvjé d’hé zervic’h ann holl boblou eûz ar béd, hag hô lakajé da guitaad hô idolou.

Goulenn. Pétrâ eo ar Broféded. Lavar. Tûd leûn a spéred Doué. G. Pétrâ oa ar Spéred-zé. L. Ar Spéred-Santel, aotrou ha bividik. G. Pérâg é c’halveur anézhô Proféded. L. Dré ma ziouganend ann amzer da zont. G. Pé enn amzer é oé ar muia anézhô. L. Abaoé ar rann eûz ann diou rouantélez. G. Péhini eo ar brasa Profed eûz ann amzer-zé. L. Élî. G. Pénaoz ef-hén marô. L. Né két marô. G. Pétrâ-ta éf-hén deûet. L. Gorréed eo béd enn énv béô-buézek. G. Péré eo ar Broféded eûz a béré hon eûz skridou. L. Izai, Jérémi ha kalz ré all. G. Pétrâ hô deûs-hi diouganet. L. Ann diskar krenn eûz a zouantélez Samari. G. Na diwar-benn Jéruzalem. L. Diouganed hô deûz pénaoz é vijé dismanted ha saved a nevez. G. Ha komzed hô deûz eûz ar Mesî. L. Ia, diouganed hô deûz kémend a dlié c’hoarvézout gant-han. G. Ha komzed hô deûz eûz ar gévrédigez nevez. L. Ia, lavared hô deûz pénaoz é vijé klôkoc’h égéd ann hint gôz. G. Pétrâ hô deûz lavaret diwar-benn galvédigez ar Jentiled. L. É teûjé ann holl boblou da guitaad hô idolou évid azeûli ar gwîr Zoué.