Katekiz historik/Kenta Gévren - XVIII Gentel





TRIOUEC’HVED GENTEL.
Eûz a Brézégérez Jézuz-Krist.

Jézuz az éaz dré ar C’heriou ha dré ar Vourc’hiou, ô prézégi dré-holl Aviel rouantélez ann Énvou, da lavaroud eo, ar c’helou-mâd pénaoz é oa deûed ann amzer, é péhini ann holl dud a oa galvet da anaoud Doué : pénaoz é oa hén ar Mésî, pé ar C’hrist, gortozet hag hétet gand ann Tadou brâz ha diouganet gand ar Broféded, Mâb Doué, kaset evit savétei ar béd ; ha pénaoz ar ré a grétché enn-han hag a rajé pinijen, a vijé rôed d’ézhô ann distol eûz hô féc’héjou, ha goudé ar vuez peûr-baduz. Évid diskouéza pénaoz é komzé a berz Doué, é réa eunn niver brâz a vurzudou. Iac’haad a réa eûz a bép seurt klénvéjou râk-tâl ha gand eur gér. Ar gwéled a rôé d’ar ré-zall, al lavar d’ar ré-vûd, ar c’hleved d’ar ré-vouzar ; dieûbi a réa ann dûd touellet gand ann diaoul, dazorc’hi a réa ar ré-varô. Hé vuez a ioa ivé ar skouér eûz a bép seurt mâd. Vuel é oa a galoun ; kûn é oa ; gouzanvi a réa gand habaskded ann enkrézou eûz ar baourentez hag ann diézou eûz ann dûd. Leûn é oa a drugarez évid ar béc’herien a fellé d’ézhô distrei ouc’h Doué ; hôgen leûn é oa a véôder a éneb ar béc’herien kalédet. Na glaské é kémend a réa néméd gloar Doué hé Dâd, hag é tréméné aliez ann nôzvésiou ô pidi. Deski a réaz d’hé Ziskibied ar seurt péden-man : Hon tâd péhini a zô enn Énvou ; da hanô bézet meûlet ; da rouantélez deûed d’é-omp ; da ioul bézet gréat war ann douar, ével enn Env ; rô d’é-omb hiriô hor bara pemdéziek ; distaol d’é-omp hor gwall-ôberiou ével ma tistaolomp d’ar ré hô deûz gwall-c’hréat enn hor c’hénver ; ha n’hol laosk kéd da gouéza é gwall-ioul ; hôgen hon mîr diouc’h drouk. Ével-sé bézet gréat.

Goulenn. Pétrâ oa préder Jézuz. Lavar. Prézégi dré ar c’heriou ha dré ar vourc’hiou. G. Pétrâ a brézégé. L. Aviel rouantélez ann Envou. G. Pétrâ eo da lavaroud Aviel. L. Kelou-mâd. G. Pétrâ eo Rouantélez ann Énvou. L. Ar gerz eûz a Zoué hag ar vuez peûr-baduz. G. Pétrâ a lavaré Jézuz anézhan hé-unan. L. Éz oa ar C’hrist ha Mâb Doué. G. Pétrâ a lavaré é oa réd da ôber. L. Kridi enn-han hag ôber pinijen. G. Pérag ôber pinijen. L. Évit kaoud ann distol eûz ar béc’héjou. G. Pénaoz é tiskouézé é oa kaset gand Duué. L. Gand ar vurzudou a réa. G. Pé seurt burzudou a réa. L. Iac'haad a réa eûz a bép seurt klénvéjou. G. Pétrâ a réa c’hoaz. L. Kâs a réa kuît ann diaoulou, dazorc’hi a réa ar ré-varo. G. Eûz a bé seurt mâd en deûs-hén rôed ar skouér d’é-omp. L. Anézhô holl, ha dreist pép-trâ eûz ann hégaradded, eûz ar gunvélez, eûz ann habaskded, eûz ann drugarez, eûz ar vadélez hag eûz ar béôder. G. Da bétrâ é tenné kémend a réa; L. Da ôber ioul hé Dâd ha d’hé veûli. G. Ha pidi a réa aliez. L. Aliez é treméné ann nôzvésiou ô pidi. G. Pé seurt péden en deûz desked d’é-omp. L. Ar Bater. G. Livirit-hi é brézounek. L. Hon tâd, etc.