Katekiz historik/Kenta Gévren - XVII Gentel





SEITÉKVED GENTEL.
Eûz a C’halvédigez ann Ébestel.

Kerkent ha ma oé badézet Jézuz, ar Spéred-Santel hen kasaz enn distrô, é péléac’h é iunaz daou-ugent dervez, hag é c’hoûzanvaz béza temptet gand ann diaoul é meûr a zoaré. Distrei a réaz é Galiléa, hag é choumaz tôst da lagen Génézaret. Énô é c’halvaz da zont war hé lerc’h pevar péskéter, André ha Simon hé vreûr, ha daou vreûr all, Jakez ha Iann, mipien Zébédé. Ré all a c’halvaz goudé, ha dreist-holl eur Publikan, pé saver ar gwiriou, hanvet Mazé. Dilezel a réant pép-trâ évit mond war hé lerc’h, kerkent ha ma c’halvé anézhô. E nébeûd amzer en doé eunn niver brâz a Ziskibled, da lavaroud eo tûd poelladuz ô sélaoui anézhan hag ô teski hé gélennadurez. Daouzég anézhô a zilennaz, péré a hanvaz Ébestel, da lavaroud eo kannaded, dré m’hô c’hasaz da brézégi hé gélennadurez. Ar c'henta a oé Simon-Per, goudé André hé vreûr ; Jakez ha Iann, mipien Zébédé ; Filip, Bértélé, Mazé, Tomaz, Jakez mâb Alfé ; hé vreûr Judaz pé Tadé ; Simon ar C’hananéad ha Iudâz Iskariot, péhini a werzaz Jézuz. Rei a réaz da Zimon al leshanv a Ber (pé a Véan), enn eur lavarout : Per (pé Méan) oud, ha war ar méan-zé é savinn va Iliz, hag é rôinn d’id alc’houésiou rouantélez ann Énvou.

Goulenn. Péléac’h éz éaz Jézuz goudé hé vadisiant. Lavar. Enn distrô. G. Pétrâ a réaz énô. L. Iuni a réaz é-pâd daou-ugent dervez. G. Pétrâ a c’houzanvaz énô. L. Béza temptet gand ann diaoul. G. Pénaoz é c’halvaz hé Ziskibled. L. Lavaroud a réaz d’ézhô dond war hé lerc’h, ha râk-tâl é tilezchont pép-trâ. G. Pétrâ eo Diskibled. L. Tûd hag a zélaou eur mestr hag en em rô d’hé gélennadurez. G. Pétrâ eo ; da lavarout ann hanô a Ébestel. L. Da lavaroud eo kannaded. G. Péd anézhô a zilennaz Jézuz-Krist. L. Daouzék. G. Livirid hô hanôiou L. Sant Per ha S. André hé vreûr, S. Jakez ha S. Iann, mipien Zébédé, S. Filip, S. Bartélé, S. Vazé, S. Tomaz, S. Jakez ha S. Judaz, mipien Alfé, S. Simon, ha Iudaz Iskariot ar ganaz. G. Pérâk S. Per ef-hén hanvet ar c’henta. L. Dré ma lavaraz Jézuz pénaoz é vijé ar méan diazez eûz hé Iliz. G. Pétrâ a lavaraz d’ézhan ouc’h-penn. L. É rôjé d’ézhan alc’houésiou rouantélez ann Énvou.