Katekiz historik/Kenta Gévren - XVI Gentel
F. Trémeau, 1826 (p. 32-33)
Trégont vloaz goudé ginivélez Jézuz, é oé gwélet
eur Profed brâz, Iann, mâb da Zakari ar sakrifier,
ha da Élizabet, kâr d’ar Werc’hez Vari. Béva a
réa el lec’hiou distrô, hag éc’h alié ann holl da ôber
pinijen ; râg, émé-z-han, rouantélez ann Énvou
a zô tôst. Badézi a réa er Jourdan ar ré a zélaoué
hé brézégennou ; da lavaroud eo é lékéa anézhô
da zouba enn dour ha d’en em walc’hi, évid ann
distol eûz hô féc’héjou, ével m’hô doa ar Iuzevien
ar boaz d’en em walc’hi évid en em nétaat
hervez al lézen. Ac’hanô é teûaz d’ézhan ann hanô
a Vadézour. Ar Iuzévien a fellé d’ézhô hé anaout
évid ar Mésî ; hôgen diskleria a réaz d’ézhô
pénaoz né oa kéd hén é oa, ha pénaoz né oa néméd
hé ziaraoger, da lavaroud eo, eunn dén
kased enn hé raok évid aoza ann hent, hervez
ann diouganou kôz. Jézuz a zeûaz ével ar ré all
évit béza badézet gant Sant Iann, hag a zantélaz
ével-sé ann doureier, ô rei d’ézhô ann ners da
zisteûrel ar béc’héjou er Sacramant a Vadisiant. Sant
Iann en em rôaz da dést pénaoz en doa gwélet ar
Spéred-Santel ô tiskenni war Jézuz é doaré eur
goulm. Lavaroud a réaz : Chétu oan Doué péhini
a lâm péc’héjou ar béd : al lézen a zô bét rôet gant
Moizez, ann trugarez hag ar wirionez a zô deût
gant Jézuz-Krist.
Goulenn. Eûz a biou é oa mâb Sant Iann-Badézour. Lavar. Eûz a Zant Zakari hag eûz a Zantez Élizabet kâr d’ar Werc’hez Santel. G. Péléac’h é tréménaz-hén hé vuez. L. El lec’hiou distrô é péléac’h é réné eur vuez c’harô meûrbéd. G. Ar Broféted hag hî hô doa komzed anézhan. L. Hé verked hô doa ével diaraoger ar Mésî. G. Pétrâ eo da lavarout diaraoger. L. Ann hini a valé araog eunn all. G. Pétrâ a brézégé Sant Iann. L. Alia a réa da ôber pinijen. G. Pétrâ a réa d’ar ré a zistrôé ouc’h Doué. L. Hô badézi a réa. G. Pénaoz é badézé anézhô. L. Oc’h hô lakaad da zouba er Jourdan. G. Hag hén a vadézaz ive Jézuz-Krist. L. Ia, Jézuz a fellaz d’ézhan béza badézet, évit santéla dour ar Vadisiant. G. Pétrâ a c’hoarvézaz pa oé badézet. L. Ar Spéred-Santel a ziskennaz war-n-ézhan a-wél-dremm, é doaré eur goulm. G. Pé desténi a rôaz Sant Iann eûz a Jézuz-Krist. L. Pénaoz é oa oan Doué péhini a lamé péc’héjou ann dûd.