Katekiz historik/Kenta Gévren - XXIV Gentel





PÉVARÉ GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a C’halvidigez ar Jentiled.

Béz éz oé kalz a Iuzevien péré a zistrôaz ouc’h Doué ; hôgen kalz muioc’h a oé anézhô péré a zistaolaz kélennadurez ann Ébestel, hag hô heskinaz zô-kén gant krizder. Lakaad a réjond da vervel Sant Stéfan, unan eûz ar seiz diagon a oa bét hanvet gand ann Ébestel évit servicha ann Iliz. Hen-nez a oé ar c’henta Merzer, da lavaroud eo, ar c’henta péhini a c’houzanvaz ar marô é testéni eûz a gélennadurez Jézuz-Krist. Neûzé ar Zamaritaned chismatik a zigéméraz gér Doué ; kalz anézhô a zistrôâz out-han hag a oé badézet ; hag ann Ébestel a zeûaz da lakaad hô daouarn war-n-ezhô, évit ma teujé ar Spéred-Santel énn-hô, ô rei d’ézhô ével-se ar gouzoumen. Ar Jentiled nébeûd a amzer goudé a zéraouaz dond enn Iliz. Ar c’henta a oé eur c’habitan Roman hanvét Kornel péhini a anavézé araok neûzé ar gwir Zoué, a béde anézhan bépréd, hag a réa aluzennou brâz. Doué a c’hourc’hémennaz d’ézhan gand eunn Éal lakaat klask Sant Pér, péhini eûz hé dû a oe aliet dré atiz Doué na rajé kéd a énébiez évit mond dî ; ha pa oé deûet ha pa zeraouaz komza, kornel hag ar ré all strolled énô a zigéméraz ar Spéred-Santel ha galloud ann[sic] iézou. Sant Per râk-tâl a lékéaz hé vadézi, ha neûzé mister galvidigez ar Jentiled a zeraouaz béza sévénet. Dré-ze Doué gand hé vadélez hép kén en deûz galvet ar Baganed d’ar feiz ha da c’hrâs Jézuz-Krist, kerkouls hag ar Iuzevien ; hag ind deûed é léac’h ar Iuzevien diboell. Jézuz-Krist a c’halvaz a-zevri eunn trizékved Abostol, goudé ma oé pigned enn Énv évit laboura d’ann distrô eûz ar Jentiled, hag ann Abostol Sant Paol eo.

Goulenn. Piou a oé ar c’henta Merser. Lavar. Sant Stéfan. G. Pétrâ eo da lavarout Merzer. L. Da lavaroud eo, tést. G. Pé desténi hô deûz rôed ar Verzérien. L. Pénaoz eo gwir kélennadurez ann Aviel. G. Piou eo ar ré genta a zigéméraz ann Aviel goudé ar Iuzevien. L. Ar Zamaritaned. G. Piou eo ar c’henta eûz ar Jentiled a zigéméraz ann Aviel. L. Ar C’hanténer Kornel. G. Danévellit hé vuez. L. Kornel a ioa eunn dén a zoujans Doué, péhini a réa kalz a bédennou hag a aluzennou. Alied é oé gand eunn Éal da lakaad da zont Sant Per, ha Sant Per a oé aliet na rajé kéd a énébiez évit mond dî. G. Pétrâ a c’hoarvézaz pa oé énô. L. Ével ma téraoué hé gélenna gand hé dûd, é tigémerjond ar Spéred-Santel. G. Pétrâ a rôaz Sant Per. L. Lakaad a réaz râk-tâl hô badézi. G. Pé mister a zéraouaz ann dûd da anaont neuzé. L. Mister Galvidigez ar Jentiled. G. Pétrâ eo. L. Dré-zé Doué en deûz galved ar Jentiled da zond é léac’h ar Iuzevien diskrédik. G. Pérâk Doué en Deûs-hén hô galvet. L. Dré hé wir vadélez. G. Piou a oé Abostol ar Jentiled. L. Sant Paol. G. Peûr hon Salver a c’halvaz-hén anézhan. L. Goudé ma oé pigned enn Énv.