Katekiz historik/Kenta Gévren - XXV Gentel





PEMVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a Ziazes ann Ilizou.

Ann Ėbestel en em skignaz dré ar béd holl, évit kélenna ann holl boblou, hervez ar gourc’hémenn en doa gréad d’ézhô Jézuz-Krist. Hôgen abarz ma en em ranjont, é réjont ar Sembol, da lavaroud eo, eunn arouéz évid anaoud ar gwîr dûd léal. Ann diverr eo eûz ann holl Gélénadurez Gristen ével-henn : Mé a gréd é Doué ann Tâd holl-c’halloudek, Krouer ann Énv hag ann douar, hag é Jézuz-Krist hé Vâp penn-her hon Aotrou, péhini a zô bét engéhentet gand ar Spéred-Santel ; a zô bét ganet gand ar Werc’hez Vari ; a zô bét staged ouc’h ar groaz ; a zô marvet ; a zô bét liénet ; a zô diskennet d’ann ifernou ; a zô savet ann trédé deiz a varô da véô ; a zô pigned enn Énvou ; â zô azézet enn tû déou da Zoué ann Tâd holl-c’halloudek ; ac’hanô é teûi da varna ar ré-véô hag ar ré-varô. Mé a gréd er Spéred-Santel, enn Iliz Santel Katolik, é ken-unvaniez ar Zent, é distol ar béc’héjou, é dazorc’hidigez ar c’hik, er vuez peur-baduz. Ével-sé bézet gréat. Ann Ébestel ô tiazéza ann Ilizou, a lékéa é pép kéar eunn Eskop, Béleien ha Diagoned, évit réna ar bobl léal. Sânt Per eo a ziazézaz ann teir Iliz veûr, hag é lékéaz hé gador é Rom, péhini a oa ar genta kéar eûz ann Impalaerded, hag a zeûaz ével-sé ar gador abostolik hag ar genta eûz ann holl Ilizou. Sant Paol a zeûaz ivé dî, hag hô daou é oent merzériet énô pa édô Néron Impalaer. É-c’hîz ma oé Sant Per ar penn eûz ann Ébestel, lékéat gant Jézuz-Krist hé-unan, ann eskop a Rom, péhini a hanvomp ar Pâb, hag a zô enn hé léac’h, a zô bét sellet a béb amzer ével ar c’henta eûz ann holl eskep, dré ziazez Doué, ô véza m’az eo viker Jézuz-Krist hag ar penn gwéluz eûz ann Iliz.

Goulenn. Pétrâ a réaz ann Ébestel abarz ma en em skignjond dré ar béd holl. Lavar. Ober a réjond ar Sembol. G. Pétrâ eo ar Sembol. L. Eunn arouéz évid anaoud ar gwîr dud léal. G. Livirid ar Sembol. L. Mé a gréd é Doué, etc. G. Pétrâ a réa ann Ébestel évit diazéza Ilizou nevez. L. Lakaad a réant é pép kéar eunn Éskop, Béleien ha Diagoned. G. Piou a ziazézaz ann teir Iliz veûr. L. Sant-Per. G. Péléac’h é lékéaz hé gador, L. É Rom. G. Pérak. L. O véza ma oa penn-kéar ann Impalaerded G. Pétrâ eo kément-sé da lavarout. L. Éz eo ar Pâb ar penn gwéluz eûz ann Iliz. G. Pérâk. L. O véza ma éma é léac’h Sant Per. G. Piou eo ar penn diwéluz. L. Jézuz-Krist, péhini a zô enn Énv.