He moue reustlet ha hir ; digostezied ha treut ;
He memprou kropet, sec’h evel tammou keuneud,
Tiskenne ar grec’hien, ereet lost-ouz-lost
A-gevret gant kezeg disneuz da wel’t a-dost.
Donet a raent, michans, eus foar Vikêl Berven
A verk da veur a loen er bed-man e dermen.
An eil hag egile a gased d’ar c’higer,
Pe marteze zoken da borz ar c’hivijer.
Ar gazeg, o tremen war c’horre pont ar Stank,
’Anavezas ar prat e-lec’h gwechall friant
E-mesk eur strollad saout ebeulez e peure
Dindan lagad he mestr zelle lorc’hus oute.
Neuze laouennaet ’e c’hrizink d’he c’havell ;
Mouez eur c’hi nemetken ’ra hekleo en avel…
Mantret, al loenig paour a zalc’h war hent Kastell
’Lec’h c’houzanvo da noz laonen griz ar gontell.