Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 20)



Maro va c’hi koz
————

D’an daou vignon chase Per-Mari Bihan ha Per Gral

War gostez ar mene ’lec’h e kase ar c’had
P’edo ’n e yaouankiz kouls hag e kreiz e oad,
Hevlene va c’hi koz ganen a chasee :
N’ ehane da harzal e-pad hon tro-vale.
Souden ouz troad eur roc’h e savas eur c’hadig.
Ha war he lerc’h va c’hi a gerzas goustadig.
Gant e vouez gouraouliet e tazone Flagouz [1],
Ken ma weled war nij, spontet, meur a lapouz.

Va c’hi a zistroas dialan d’am c’hichen
Ha kerkent ’n eur dermal ’c’hourzevas ’vit biken :
Trec’het gant ar gwall droug en doa en e galon,
E lagad a zerras en eur zellet ouzon.

Tremen a rae sioulik war ar c’hornig douar
A oa bet test keit all eus e daoliou dispar.
Kalz ’glaskfe, vel va c’hi, mervel ’n eur labourat :
N’oufen kaeroc’h diwez, en gwirione, c’hoantât.


  1. Traon ar menez.