Keñveriadenn etre emledidigez al latin en hen-amzer hag emledidigez ar saozneg en hon amzer


IV. KENVERIADENN ETRE EMLEDIDIGEZ
AL LATIN EN HEN-AMZER HAG
EMLEDIDIGEZ AR SAOZNEG EN HON AMZER


En tu-hont d’ar spagnoleg ha d’ar portugaleg, eur yez europek-all, en hon Amzer, he deus graet berz dre en em leda dre-holl evel al latin gwechall. Ar saozneg an hini eo. Eur yez vihan eo-heñ ivez en e zerou, komzet en eun darn hepken eus Breiz-Veur. Trec’hi ar brezoneg en darn-se, e ziberc’henna hag e vouga, setu en deus bet ar saozneg da ober da genta. Darbet e voe d’ezañ goude-se beza mouget d’e dro gant ar galleg degouezet en enezenn war-lerc’h Normaned Gwilherm an Alouber. Staga a ra ar saozneg d’en em leda er-maez da heul kavadennou an douarou-tremor ha kreskidigez ar verdeadurez e Bro-Saoz [1]. Dont a ra da veza yez Norz-Amerika hogos en he fez. En em skigna a ra en Afrika, Aostralia, Tasmania ha Nevez-Zeland. Mont a ra da yez-rena-Stad en India, ha da yez ar c’henwerz dre ar bed-holl [2].

Hollvedeloc’h eo bet emskignidigez ar saozneg en hon Amzer eget hini al latin en Hen-amzer. Muioc’h a saoznegerien a zo bremañ eget n’eus bet a latinegerien gwechall. Aesoc’h koulskoude eo bet emledidigez ar saozneg eget emledidigez al latin. Ar pep brasa, ar pep diaesa da drec’hi eus an harzou o deus kavet ar Saozon war o hent a zeue a-berz an Natur : amzer yen-skourn er C’hanada hag en hanternoz ar Stadou-Unanet, tomm-poaz en Afrika, en India hag en Aostralia ; moriou bras da dreiza ; douarou ec’hon-divent, gouez ha dianav da ergerzout, da anavezadenna ha da zifraosta, H. a. A-berz an dud, en enep, rouez, armet-fall ha warlerc’hiet e-keñver sevenadurez, e oa nebeut da zouja. An Eskimôed, an darn-vuia eus Indianed ar C’hanada, Bochimaned Su-Afrika, Aostraliz ha Tasmaniz a oa anezo meuriadou hemolc’herien ha pesketaerien manet war ar bazennadsevenadur a oa bet hini Europiz en oadveziou-a-dremen etre hen-varevez ha nevez-varevez ar maen. Indianed ar Stadou-Unanet dre vras ha Nevez-Zelandiz a oa hemolc’herien, pesketaerien ha labourerien-douar keñveriadus e pep doare ouz nevez-oadvezidi ar maen en Europa. Ar pep muia eus Morianed Afrika, anezo gounideien-douar ha saverien-chatal (pe chatal bras pe chatal munut) a oa da lakaat keñver-ha-keñver gant ar poblou a veve en Europa e marevez ar c’houevr hag e marevez an arem [3]. Tra ziaes n’edo ket trec’hi ha diberc’henna ar seurd poblou evit tud kerkouls armet ha m’edo Saozon hon Amzer.

Ar Romaned eus an Hen-amzer, en enep, o deus kavet dirazo poblou stank ha kevatal d’ezo hogos e pep keñver, pe, da vihana, e meur a geñver, eun nebeut araozo zoken e keñveriou-zo, evel an Etrusked hag ar C’hresianed a oa trec’h d’ar Romaned evel arzourien ha saverien-diez, pe evel ar Gelted a oa trec’h d’ezo evel govelerien-houarn, karrerien, labourerien-douar ha magerien-chatal, kezeg dreist-holl [4]. Ar poblou o deus bet ar Romaned da drec’hi n’oa ket anezo meuriadou dister a-seurd a vije bet diaes d’ezo kas war an dachenn-vrezel eun nebeut kantadou a vrezelourien ha pa na vije ken, hogen brôadou bras o veva diwar an hada-edou hag ar maga-loened, stank ha paot an dud enno, ha gouest dre-se da gas d’an emgann kadourien a-viliadou. Eus ar starta eo bet ar stourmad o deus bet ar Romaned da ren evit digornbrôa diouz al Latium da genta, ha, goude-se, e-pad meur a gantved, evit diogelaat (suraat) miridigez kement tachenn o doa gounezet dre c’hounit tachennou-all pelloc’h [5]. Arabat, evit gwir, ober fae war perziou-mat ar Saozon : kaleted-korf, nerz-kalon, hardiziegez, emvestroniez (self-control), emfiziañs (self-reliance), emsikour (self-help), emzibaberez, h. a., o deus o lakaet da drec’hi war euz ar moriou bras hag ar gouelec’hiou. Ken arabat-all eo teurel dismegañs war doare-spered ar Romaned p’en deus o barrekaet da faeza er brezel tud kadarn a-gantmiliadou, ha, goude o faeza, d’o hoala da zont da Romaned ha da latinegerien.

  1. Bez ez eus pajennadou eus ar gwella da lenn diwar-benn an darvoudou-se (hag an dreuzfurmidigez a zo bet da heul e temz-spered hag e buhez ar Saozon) e levriou Maks Leclerc, Les Professions et la Société en Angteterre, trede mouladur, 1908, pp. 183-293 ; L’Education des classes moyennes et dirigeantes en Angleterre, pempet mouladur, 1908 ; hag e levr E. Boutmy, Essai d’une psychologie politique du Peuple anglais au XIXe siècle, 1901.
  2. J. Seeley, The Expansion of England, London, 1883 ; G.L. Beer, The Origins of the British Colonial system, 1578-1660, New-York. 1908. — Kingsford, History of Canada, 8 levrenn, London, 1887-1896 ; Adam, The Canadian North-West, its History, Toronto, 1885 ; H.H. Bancroff, History of British Columbia, San-Fransisko, 1887. — Hepworth Dixon, La Conquète blanche, war Tour du Monde, 1876 ; Brockett, Our western Empire, Filadelfia, 1882 ; G. Bancroft, History of the United States, 6 levrenn, London 1882 ; J. Winsor, The Westward Movement : the Colonies and the Republic West of the Alleghanies, 1763-1798, Boston, 1897 ; Firmin Roz, Histoire des Etats-Unis, 1930. — Greswell, Our South African Empire, 2 levrenn, London, 1885 ; G Mac Call Theal, History of South Africa, 5 levrenn London, 1889-1897 ; A. Wilmot, The Story of the Expansion of Southern Africa, London, 1894 ; Lugard, The Rise of our East Africa Empire, 2 levrenn, London 1892 ; Cameron, Our future Highway towards India, 1880 ; E. Aubin, Les Anglais aux Indes et en Egypte, 1899 ; A. Métin, la Transformation de l’Egypte, 1903 ; A. Biovès, Les Anglais dans l’Inde : Warren Hastings (1772-1785) 1904 ; Seur Alfred Lyall, The Rise and Expansion of the British Dominion in India, 1910 ; Didrel, Russes et Anglais en Asie centrale, 1904 : H. Cordier, Histoire des relations de la Chine arec les Puissances occidentales, 3 levrenn 1901-1902, — Per Leroy-Beaulieu, Les nouvelles Sociétés anglo-saxonnes : Australie et Nouvelle-Zélande, Afrique du Sud, trede mouladur, 1907 ; J. Foster Fraser. L’Australie : comment se fait une nation, pevare mouladur, 1916. H.a.
  3. J. Deniker, Les Races et les Peuples de la Terre, kenta mouladur, 1900 ; P. Descamps, Etat social des Peuples sauvages, 1930. Bez e c’heller derc’hel gant ar c’heñveriadur ha lavarout o deus ar Saozon kavet en India poblou hag a oa e meur a geñver pazenn-ouz-pazenn, gant Hen-amzeriz ha Krenn-amzeriz Europa. Komz a ren amañ eus ar pep seveneta eus Indeziz hag e lezan er-maez ar meuriadou gouezidi a gaved c’hoaz en XIXvet kantved e meneziou, koadou ha janglennou ar vro vras-se. L. Rousselet, l’Inde des Rajahs. war T. du M. 1871, 1872, 1873, 1874 ; mouladur distag, 1877 ; G. Le Bon, l’Inde monumentale, 5 levrenn, 1885 ; Les Civilisaltons de l’Inde, 1887 ; Les Monuments de l’Inde, 1893 ; R. Grousset, Les Civilisations de l’Orient, eil levrenn : l’Inde 1930.
  4. G. Dottin, Manuel pour servir a l’étude de l’Antiquité celtique, eil mouladur, 1915, passim ; H. Hubert, Les Celtes, 2 levren 1932, pass. ; J. Loth, Les noms du cheval chez les Celtes en relation avec quelques problèmes archéologiques, 1925 (mouladur distag ; diwar Mém. de l’Acad. des Ins. et Bel. Let.) ; lenn ar renta-kont gant A. Meillet, war Bul. de la Soc. de Ling. de Paris, levrenn 27, feskad 2, niverenn 82, 1927.
  5. Eveziadennou eus ar fura, diwar-benn ar pennabegou a lakaas ar Romaned da ledanaat bepred tachenn o aloubadennou, a vo kavet e levr Moris Holleaux, Rome, la Grèce et les Monarchies hellénistiques au IIIe siècle avant Jésus-Christ, 1921. Renta-kont gant G. Radet, war Rev. des Etudes anc. 1923, pp. 189-91.