Keñveriadenn etre emledidigez al latin hag emledidigez ar c’heltieg


V. KENVERIADENN ETRE EMLEDIDIGEZ
AL LATIN HAG EMLEDIDIGEZ AR
C’HELTIEG


Etre ar IVvet kantved kent H. S. hag ar IVvet kantved goude eo e c’hoarvezas emledidigez al latin. Hini ar c’heltieg a zo bet abretoc’h : etre an XXvet-Xvet kantved hag ar Ia kantved kent H. S. [1]. Danvez a zo en eil hag eben d’o c’heñveria ha d’o nesaat a-walc’h gant heñvel emañ an diaesteriou o deus bet da drec’hi.

Evel ar Romaned, ar Gelted o deus ranket ober ouz poblou stank, pe gevatal pe zamgevatal d’ezo e pep doare. Unvan pe unvanoc’h eo bet sevenadur Europa e-pad oadvez an arem ha kenta oadveziou an houarn, evel m’hen laka anat an traezou oberiet o tenna d’ar mareveziou-se bet kavadennet dre-holl enni. A-enep-rik d’ar pez a gred d’an dud « desket », hogen manet dic’houzvez a-grenn eus an imbourc’hiou a hendraouriez ragistorek ha kentistorek bet kaset war-raok e-pad ar pevar-ugent vloaz diweza, n’emañ ket Europa, e-kerz an trede, an eil hag ar c’henta milved kent H. S., eur gouelec’h baleet gant eun nebeut gouezidi [2]. Tudet eo, ha tudet stank a-walc’h zoken e kevrennou-zo anezi, gant pobladou gounideien-douar ha magerien-loened. N’eus ket a zisheñvelderiou bras etre armou, binviou-labour, tïez, h. a., an holl boblou-se. Heñvel ivez pe zamheñvel dre-holl e tle beza stad ar gevredigez, ar giziou, ar c’hredennou. Ar Gelted a zo bet, en derou, unan eus ar poblou-se. Diwar darvoudou dianav d’eomp, e teujont da veza brezelgaroc’h eget ar re-all, gwelloc’h aroutet war vicher an armou. O ano-meur brôadel end-eeun a laka anat kement-se : Kelta (lïester Keltas) a dalv « kadour, brezelour ». Ar germaneg koz a oa gantañ, e-touez e c’heriou, an daouad-mañ : hildis « brezelourez » ha hildia « emgann », a zalc’h lec’h furmou raggermanek kosoc’h * keltis ha * keltia [3]. En hevelep doare, an anoiou-all, bet douget gant ar poblou diforc’het diouz brôad ar Gelted kosa, a zo peurliesa anoiou brezelek, anoiou emlorc’ha ha sponta a-seurd gant ar re a gemerje kevredadou-kadourien en em stummet evit an argaderez hag an alouberez : Volkas (unander Volka) « ar Re Oberiant » (iwerzoneg folg « dillo, oberiant » = * volkos) pe « ar Falc’huned » kembraeg gwalc’h « falc’hun ») [4]; Galatas (« ar Re Gadarn » (iwerzoneg galde « kadarn, kalonek » = * galatios) [5]; Gaisatas « ar C’hoafbanneien, ar C’hoafbannataerien » (iwerzoneg gaide « goafbannek, armet gant eur goaf-bann » = * gaisatios) ; Rêmi « ar Re Genta, ar Briñsed » (kembraeg rhwyf, hen-gerneveg ruif « rener, roue » = * rêmos, diwar an hevelep gwrizienn indezeuropek hag al latin primus) ; Petrukorii « ar Peder armead » (iwerzoneg cuire « armead » = * korios) [6]; Katuriges « Roued an Emgann » ; Bituriges « Roueed ar Bed » pe « ar Roueed da virviken » [7]; h. a.

Ar bagadou brezelourien-se, difluket bep an amzer eus kavell ar ouenn, eo o deus savet ar pez a zo bet anvet gant an istorourien an Impalaerded keltiek. Dre nerz o armou, e kreskjont tamm-ha-tamm, a-hed kantvedou, domani kent o brôad a ziskouez beza bet eur c’horn pe gorn eus ar vro bevennet gant an teir stêr Roen, Elv ha Danao uhela. Ken m’en em gavas diazezet eun deiz beli ar Gelted war ar pep brasa eus Europa, adalek Iwerzon betek Thrakia, hag eus Iberia da Skuthia [8]. O zrec’hiou er brezel, ar c’hlod a zeuas da skedi war o ano, ar madou gounezet ganto hag a rannent brokus etre o gwizien [9], a dennas daveto keneiled, kevredidi, mevelien, heulierien, meuloazerien eleiz, a strivas d’en em geltiekaat dre c’hoant d’o mad kerkouls ha dre c’hoant d’o emvrud, evel ma strivas diwezatoc’h d’en em romanekaat diwar an hevelep abegou ar milmiliadou a Etrusked, a Osk-Ombriz, a Ligured, a Illiriz, a Dhraked, a Gelted, a Iberiz bet kouezet e dalc’h Rom. Ne vern petra e ve yez, gouenn ha sevenadur ar poblou trec’het, an abegou-luska d’an troka-yez ha d’ar c’hemma-brôadelez a vez, bepred hag e pep lec’h, an hevelep re [10].

An tachennou aloubet gant ar c’heltieg en Iberia a zo bet gounezet diwar goust ar yezou iberek ; e Kreisteiz Galia diwar goust an ibereg hag al ligureg ; en Hanternoz Italia diwar goust al ligureg, an etruskeg, an illirieg hag ar yezou oskek-ombriek ; e Kreiz Europa hag er Reter anezi diwar goust ar yezou illiriek ha thrakek. Evit Kornog ha Gwalarn Europa, n’ouzomp ket pe zoare yezou en deus bet ar c’heltieg da ziberc’henna ha da vouga evit en em leda. Goulakaet ez eus bet e oa eus ar yezou-se yezou nann-indezeuropek [11], nemet n’eus diazez ebet d’ar goulakadur-se. Kerkouls indezeuropek e tiskouez beza an henanoiou stêriou ha meneziou e Kornog ha Gwalarn Europa ha n’emaint er peb-all anezi hag er broiou a-ziavaez d’ezi bet indezeuropeget a-goz [12]: Sindopa (e galleg la Sinope) e ledenez Kustentin ; Olina (Olen ; e galleg l’Orne) e bro-Gadvan (Caen e galleg) ; Ava (Af) en Arvorig ; Tamara, Sabrina (Havren) en enez-Vreiz ; Lavinia, stêr a Vro Skos (bremañ Loine, Loyne) [13]; Nebis, Nevis, menez ha stêr a Vro-Skos ; Ravios, Ausoba, stêriou a Iwerzon. Keñveria, e sell gwriziennou an anoiou-se Sindos e Thrakia, Sindia e Karia, Sindos, Sindhus (Hindos, an Indus bremañ) e bro-Indez ; Ollios (Oglio bremañ) en Italia, Olonna en Italia hag e Gevred Galia ; Avos en Iberia, Avantia e Kreisteiz Galia, Avanti stêr a Vro-Indez ; Tamaros, Tamaris, stêriou a Iberia, Tamarus, stêr er Samnium (Italia), Tamaris, stêr a Venetia ; Sabis e Belgia, Sabios, Sabia, Sabini en Italia, Sabatis e Liguria ; Lavinius, stêr en Italia (bremañ Lavino) ; Nebis en Iberia, Neviaska e Liguria ; sanskriteg ravas « garm, buselladenn », ravati « blejal, yudal a ra ». Hag e-sell ar gourfenngeriou : Durapa, Arnapa e Germania ; monapos en Illiria ; Medopa e Thrakia ; Aisôpos e Phrugia : Onoba en Iberia ; Morgantina en enez Sikelia, h. a. [14].

A-hend-all an hena anoiou a anavezomp d’an teir bro a zo anezo kevrenn walarn Europa, Oistrumnis, Oestrumnis (an Arvorig), Albio (enez-Vreiz), Iverio (Iwerzon) a zo stummet peurheñvel ouz anoiou indezeuropek-rik. Nemet e vefe Iverio distreset diwar eur furm gosoc’h Iberia, ez eus anezi, moarvat, stumm keltiek eun ano indezieuropek * Piverio, kar d’ar sanskriteg pivari, d’ar gresianeg piaros « druz, strujus », Pieria (bro ar Muzezed). Albio a zo diwar eur wrizienn-c’her he deus talvezet da vammenn da eleiz a anoiou stêriou, meneziou ha kêriou er broiou indezeuropek : Alba, Albona, Albis, Albula, h. a. Evit Oistrumnis, Oestrumnis, e tiskouez beza diwar ar wrizienn indezeuropek he deus graet berz dreist-holl er yezou germanek evel ano ar C’hornog, ar C’huz-heol. Eun ano gwan d’an derez uhela e vije anezi, o talvezout kement hag « ar Gornoka ». Keñveria, evit ar gourfennger, ar c’harieg lôrumnon « an douna, an dounig-doun ».

  1. Ar c’hosa kantved meneget amañ a zo darbaret d’eomp dre argadidigez enez-Vreiz gant gouenn Vorreby, da lavarout eo gant pobl ar c'hrugellou krenn (round barrows), ma tegemerer da wir goulakadur J. Loth e oa anezo keltiegerien, La 1re apparition des Celtes dans l’ile de Bretagne et en Gaule, war Rev. celt. 1920-1921, pp. 259-88 (keñveria familh Jullian, Rev. des Et. anc. 1921, p. 327, n. 1 ; 1922, p. 160). Evit an nevesa kantved, e kemeromp harp war an darvoud meneget gant A. Dauzat, Les noms des lieux, origine et évolution, 1926, pp. 109-10 (emskignidigez ar c’heltieg e-touez Ibered ha Ligured mervent Galia goude aloubidigez ar vro-se gant ar Romaned).
  2. Evit kavout gwir ouezidi en Europa, e ranker sevel betek an oadveziou-a-dremen etre hen-varevez ha nevez-varevez ar maen. Arabat, evelkent, izelaat en abeg d’o gouezoni ar belldiagentidi-se d’eomp. Tud korfet-kaer a zo bet anezo peurliesa, da vont d’ezo diouz o relegou, ha diskouezet o deus ampartiz o dourn hag ijin o spered en traezou oberiet manet en o dilerc’h. Kalz eus ar ouezidi-vremañ a zo kerkouls hag i er c’heñveriou-se. Aostraliz zoken, bet tremenet d’ar re astuta eus an holl ouezidi a dalv war ar brud laket d’ezo. « Trec’h ez int, dre lemmder o spered, da Vreiz-Veuriz ar bobl », P. Descamps, op. cit. pp. 68-9.
  3. H. d’Arbois de Jubainville, Les premiers habitants de l’Europe d’aprés les écrivains de l’Antiquité et les travaux des linguistes, II, eil mouladur. 1894. pp. 350, 420-1.
  4. Kehelidigez ar falc’hun a hañval beza bet boutin etre an holl boblou o veva e dibenn ar ragistorvez war an aradennadou-meneziou en em astenn en hanternoz da draonienn an Danao. Her c’havout a raer skignet e-touez brôadou eus an Hen-amzer a zo deuet d’ezo darn eus elfennadou o foblañs eus ar vro-se : Thraked, Hittited. Ludianed, Slaved. Rev. de l’Hist. des Religions, 1910, p. 372 ; 1913, p. 296 ; C. Autran, war Babyloniaca, VIII, 1924, pp. 152-3, 156-7, 211-4.
  5. An unander Galata, aet da ano-lec’h e Galia, e gre ar Romaned a zo bet distummet e Jalde, Jaude gant ar galleg, Rev. celt. 1911, p. 120.
  6. Ar ger korios a zo aet da get e brezoneg. Bez’ ez eus eun aspadenn distreset anezan en ano-lec’h Treger, a zalc’h lec’h eur furm hen-geltiek Trikorii « An Teir armead ».
  7. H. d’Arbois de Jubainville, Les Noms gaulois chez César et Hirtius, 1891, pp. 19-34, 87-100.
  8. Ar penna levriou da lenn diwar-benn aloubadennou-brezel ar Gelted ha savidigez an Impalaerded keltiek eo ar re-mañ : H. d’Arbois de Jubainville, les Premiers Habitants de l’Europe, II, eil mouladur, 1894, pp. 254-421 ; Les Celtes depuis les temps les plus anciens jusqu’en l’an 100 avant notre ère, 1904 ; G. Dottin, Manuel pour servir à l’Etude de l’Antiquité celtique, eil mouladur, 1915, pp. 393-463 ; A. Grenier, Les Gaulois, 1923 ; H. Hubert, Les Celtes, l’expansion celtique et la civilisation celtique, 2 levrenn, 1932 (eus ar gwella, hogen leun a vankou-mouladurez dre ma ’z eo bet embannet goude maro Herri Hubert gant tud dic’houzvez a-grenn eus ar yezou keltiek).
  9. Keñveria Diodorus Siculus, V, 29.
  10. A. Dauzat. La Vie du Langage, 1910, pp. 161-78.
  11. Amploc’h zoken a zo bet lavaret, pa ’z eo bet lakaet gant darn e oa eus yezou rakkeltiek ar Gwalarn yezou finnougriek, ha gant darn-all e oa anezo yezou c’hamitek (kar, da heul, da yezou berberek Norz-Afrika ha d’an ejipteg). Keñveria J.E. Lloyd, A History of Wales from the earliest times to the Edwardian Conquest, London, 1911, ha burutelladenn al levr-se gant E. Anwyl, war Rev. celt, 1911, p. 358. Mat eo lavarout amañ e lusk darn eus gouizieka hag amparta yezoniourien hon Amzer da gredi ez eus bet eur bell-gerentiez bennak etre an teir yez veur ragistorek ma tinaou diouto an darn-vuia eus ar yezou komzet gant ar Wenngroc’heneien e-pad an istorvez : ar c’henindezeuropeg, ar c’henouraleg (ma tiver dioutañ ar yezou finnougriek), ar c’hamiteg-semiteg.
  12. Ar pep padusa en anvadurez-lec’hiou eo an anoiou stêriou ha meneziou. E-touez ar re-se e kaver an anoiou andoniet-pella en amzer dremenet. dre ma tremenont aesoc’h eget ar re-all eus an eil yez deben, pa zegouez kemmadegou-lavar.
  13. F. G. Diack. Place-names of Pictland, war Rev. celt, 1920-1921, p. 126.
  14. Pinvidika dastumadou anoiou-lec’hiou hen-amzeriat eo re H. d’Arbois de Jubainville en e oberenn veur Les Premiers Habitants de l’Europe, eil mouladur, 2 levrenn, 1889, 1894, hag E. Philipon en e levr Les peuples primitifs de l’Europe méridionale, 1925. Lenn ivez C. Autran, war Babyloniaca, VIII, 1924, pp. 140-173.