- Kement a rit tad karantezus
A gavan mat : Meulomp Doue !
Ha dirazoc’h e vevan eürus,
E gwir vugel : Meulomp Doue !
M’hen goar ervad ho torn a grouer
A ren pep tra, Meulomp Doue !
Lavarout ’rin hed ma holl amzer :
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !
- Diouz ar beure, dal ma tihunan
E kanan ye : Meulomp Doue !
E-pad an deiz dre ma labouran,
Ma c’hanaouenn : Meulomp Doue !
Pa led an noz tenval he mantell
Us d’an douar : Meulomp Doue !
Lavaran c’hoaz an diou gomz santel :
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !
- Na glevit ket ’-kreiz al levenez,
Ma mouez lavar : Meulomp Doue !
Ha ma c’halon en dristidigez,
A lavar c’hoaz, Meulomp Doue !
Pe vo brao, pe vo fall an amzer,
Sul-gouel-bemdez : Meulomp Doue !
Em zi, er maez, ma mouez a gan kaer :
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !
- E Breiz-Izel, gant ma mignoned,
Ma diskan eo : Meulomp Doue !
Pell diouz ma bro, mesk ar C’hallaoued,
N’ankounaan ket : Meulomp Doue !
’Vel ma zud koz, er peuc’h, er brezel,
Yac’h-mat pe glanv : Meulomp Doue !
A-greiz beva ma rankan mervel,
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !
- Gant ma madou, mar doun enoret,
Dirak an holl, Meulomp Doue !
Ha mar doun paour, mar doun disprizet,
’-lec’h damanti : Meulomp Doue !
Er Baradoz e vin dic’haouet,
Hag en tu-hont : Meulomp Doue !
Hent ar furnez ganin bet heuliet,
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !
- War ar C’halvar Jezuz o tremen,
A hirvoude : Meulomp Doue !
Daoust d’he glac’har e vamm ’n e gichen
A responte : Meulomp Doue !
Hag e rankfen evel ma Salver,
Skuilha ma gwad, Meulomp Doue !
Ma ger vefe ’vel e pep amzer :
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !
|