Bannac’hou ’m boa evet ’n eur laret kenavo…
Penaos eta kuitât heb ober giz ar vro,
Hep mont da zaludi ha trinka da yec’hed
Mignoned ha kerent, amezeien garet ?
Klevet ’meus alïes ’man ar wirionez wenn
Nan e spered an dud met e deun [1] eur werenn,
Kemerit ar fizians, em fluen ’man ive
Ar pez a dremenas, ar pez a ris neuze.
Diouz an abardaez, a-raok dibri va c’hoan,
’C’h aen da welet va marc’h, d’eun tammig kraou balan ;
An nec’h a oa, siouaz, skignet war va ene
Evel eur goumoulen war griben ar mene.
’Vit netât va c’herc’hen, ’vel ’n eur gador govez,
Raktal me ’zisklêrias hervez ar wirionez :
« En derveziou da zont marteze n’hellfomp ken
Mont da brajou ar stêr, da barkou ar porz-mên ;
Ogedi douarou, arat gwaremou koz,
Bale aman, du-hont, kouls en deiz hag en noz ;
Teila ar c’hriennou, ludua ’r prajeier,
Kerc’hat maerl ha temzou, falc’hat ar foenneier ;
A-gevret [2] dastum êst, rei tro d’an dornerez,
Tenna legumachou, gwaskellat ar frouez,
Hep heug ha gwarizi skoazia ar pinvidig,
’Vit diboania ar paour c’hoantek d’en em ginnig.
Mar ’teus bet a-wechou niver a ehanou
P’edon puchet er c’hleuz oc’h ober kornadou,
Ganen ’teus gouzanvet re a bevar-amzer :
Da blijadur ’zo bet kemmesket a vizer.
Me ’meus en diskennou re wech da wall-gaset,
Hag alïes ivez er c’hrec’hiou re garget…
Oh ! pardon ac’hanoun, o va c’henseurt kêz Laou !
Piou a zo atao fur ? piou n’ez a ket e gaou ? » —
Neuze e tostaan ha d’am marc’h e pokan ;
En e voue e krogan, e c’houg a vriatan ;
Goude va loen karet, gant e lagad tener,
’Zellas ouz va c’hostez, a zeuas d’am c’henver.
Dilavar, sebezet, en em zalc’homp hon daou…,
Ar sioulded, ar peoc’h a rene ’barz ar c’hraou,
Pa zeuas va maouez d’am c’hlask ha d’am gervel :
An nor ’brennan buan ; er-mêz e oa tenvel…
En despet d’am c’halon, antronoz pa zavis,
Va glac’har a oa bras, ha dreist-oll pa glevis
Holl kejer ar penker o kana war o c’hlud,
El leuriou, er porziou o c’houeza ’n avel-yud.
’Vel eun danvad kollet, eur paotrig leun a aon,
En noz en e wele pa zonj en trist Anaon,
Me a oa ken euzet ma ris eur youc’haden :
Ma marc’h a respontas dre eur c’hrisinkaden.
Krena ’reas va c’horf, va ene a rannas,
Va daouarn a groazas, war va glin me ’gouezas…
Pa ’n em gav gwall-amzer kalz a wazed dife
A anzav eul lezen, a zistro da Zoue !
|