Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin.
Moullerez ar "C’hourrier", 1900  (p. --22)



PENAOS KARET JEZUS-KRIST




KENTA KENTEL


————


Jezus-Krist a dle beza karet evit ar garantez en deuz bet o c’houzanv evid-omp kemend-all a boaniou war ar groaz.


————


1. — Karet Jezus-Krist hon Doue, hor Zalver, hor mad dreist pep mad, setu ar zantèlez holl, n’euz guelloc’h na santeloc’h stad. « Piou-bennag a gar ac’hanoun, eme Jezus-Krist, a vezo karet gant va Zad  : Va Zad a gar ac’hanoc’h, o veza ma ho peuz karet ac’hanoun-me. » — « Darn zo, eme Zant Fransez a Zal, hag a gav d’ezho en em gastiza a zo ar zantèlez vrasa ; darn all a gav d’ezho pedi eo ; lod a laka tostaat aliez oc’h ar zakramanchou eo ha lod all ober aluzen : fazia a reont ; ar zantela stad a zo karet Doue euz a greiz ar galoun. Ar garantez, eme an Abostol sant Paol, a laka an holl vertusiou enn unan hag a vir mad anezho, hi a laka an den da veza santel. Karit Doue, a lavar sant Augustin, ha grit a garoc’h ; ar garantez, oc’h ho kelenn, a viro er-vad na reoc’h netra a-gement a zisplichfe d’ezhan ; lakaat ac’hanoc’h a raio da ober kement tra a gar Doue. »

2. — Ha penaos e vemp-ni evit miret na ve Doue karet gan-e-omp euz a greiz hor c’haloun ? A-viskoaz en deuz karet ac’hanomp. « Bugale an dud, eme an Aotrou-Doue, gwezit er-vad eo me am beuz karet ac’hanoc’h da genta. Ne voa ket c’hoaz ac’hanoc’h, ar bed-man holl zo-ken ne voa netra anezhan, hag evelato me a gare ac’hanoc’h. Ho karet a ran abaoe ma ’z oun Doue ; karet em beuz ac’hanoc’h abaoe m’am beuz en em garet va-unan. » Ne d-eo ket eta heb abek e lavare santez Agnez, pa voe kinniget eur pried d’ezhi : « Kement tra a zo krouet n’ho deuz gwir e-bed war va c’haloun ha netra da c’hortoz digan-en ; da Zoue, va Aotrou, en deuz va c’haret da genta, en deuz karet ac’hanoun a-viskoaz, d’ezhan hep-ken eo va holl c’harantez. »

3. — An Aotrou-Doue, o welet e vez gounezet kaloun an den gant ar madelesiou, a falvezaz d’ezhan rei kement anezho d’e-omp ma savche rag-êeun hor c’haloun war-zu enn-han. Setu perak e lavar : « Me a stage an den gant liammou ar garantez », hag al liammou-ze a zo ar vad a skuill war an dud. Digant Doue en deuz bet an den eun ene great hevel oc’h Doue he-unan, eun ene hag a c’hell kaout sonj, en deuz skiant ha gwesiegez. Digant Doue c’hoaz en deuz bet an den eur c’horf hag a zo skiantchou enn-han. Dre garantez oc’h an den eo ez eo bet great gant an Aotrou-Doue an nev, an douar, ar mor, ar menesiou, an traoniennou, ar c’hompezennou, ar veingleusiou, ar gwez, al louzeier, al loened a hep rumm, enn eur ger, kement tra a zo ; hag evit kemend-all a vadelesiou en deuz great e-kever an den, an Aotrou-Doue ne c’houlen digant-han nemet anaoudegez vad, me lavar, karantez he galoun.

« O va Doue ha va Aotrou,eme zant Augustin, kement tra a welan, kement tra a zo a gomz ouz-in hag a gelenn ac’hanoun da garet ac’hanoc’h-c’houi, o veza ma lavar pep tra d’in ez eo dre garantez ouz-in ez int bet great gan-e-hoc’h. » An Tad abad Ranse, an hini a zavaz da genta leandi an Drapisted, pep gweach ma selle oc’h an torgennou, oc’h an eienennou, oc’h al laboused, oc’h ar bokedou, oc’h ar stered hag oc’h an nev, a groge enn he galoun evel eun tan kre, tan karantez Doue.

4. — Santez Madalen a Bazzi, pa zelle oc’h eur boked, a zante karantez Doue o tomma he c’haloun hag a lavare  : « O veza m’en deuz Doue karet ac’hanoun, eo bet a-viskoaz he vennoz da ober ar boked-man. » Kement-se a ioa evit-hi evel eur flamm-tan a garantez a iea doun enn he c’haloun hag a lakea anezhi da veza muioc’h-mui a-unan gant Doue.

Santez Thereza, pa wele eur wezen, eur c’houer, eur prad, eun eienen, ne gave ket d’ezhi e devoa a-walc’h a garantez ouz Doue, pa en devoa great an holl draou kaer-ze evit beza karet gant hi. — Eun ermit santel a gave d’ezhan e klève mouez ar ieod hag ar bokedou a wele o rebechi d’ezhan ne gare ket a-walc’h an Aotrou-Doue, hag e lavare d’ezho  : roit peoc’h ; dizanaoudek oun, ,eme c’houi, ha lavaret a rit d’in ez eo dre garantez ouz-in eo en deuz Doue krouet ac’hanoc’h ha ne garan ket anezhan e kement-se ; ia, klevet mad a ran ac’hanoc’h  : roit peoc’h, ha n’am zamallit ken !

5. — Evit beza karet gan-e-omp euz a greiz hor c’haloun, an Aotrou-Doue he-unan a zo en em roet holl d’e-omp ; Doue, an Tad, a zo a-viskoaz da viken, en deuz roet d’e-omp he Vap ker, he Vap he-unan. Dre ar pèc’hed, e voamp maro holl, ne voa mui gras e-bed evid-omp ; neuze, evit lavaret evel an Abostol sant Paol, an Aotrou-Doue, dre garet ac’hanomp muioc’h eget na voa dleet d’ezhan, a zigasas d’e-omp he Vap ker-meurbed, evit paea hon dle ha rei d’e-omp buez ar c’hras, kollet dre ar pec’hed. Rei a ra d’e-omp he Vap, ha n’en deuz trugarez e-bed out-han, evit beza trugarezuz enn hor c’hever-ni ; gant Map-Doue, Doue ha den he-unan, ez eo deut d’e-omp ar c’hras, ar garantez hag ar Baradoz. Evelato an holl vadou-ze, peger braz-bennag int, a zo koulz ha netra e-skoaz Jezus-Krist, Map-Doue.

6. — Jezus-Krist, Map-Doue, a zo ive en em roet holl d’e-omp, dre garantez ouz-omp, evit prena ac’hanomp dioc’h ar maro da-viken ; evit gounit d’e-omp a-nevez ar c’hras hag ar Baradoz a ioa eat da goll, ez eo en em c’hreat den hag ez eo eat evel da netra. Mestr ar bed a zo en em izeleat bete dont da veza hevel oc’h eur sklaf, bete gouzanv ar poaniou a stag oc’h an dud war an douar.

7. — Eun dra souezusoc’h a zo c’hoaz  : Jezus a c’helle savetei ac’hanomp hep mervel hag hep gouzanv poan e-bed. Evelato, gwell eo bet gant-han kaout poan, beza goapeat ha disprizet, mervel zo-ken dre eur maro kriz ha mezuz, mervel war eur groaz evel eun den fallakr hag eun torfedour braz. Ha perak eta, pa ne voa ket red, ez eo bet falvezet d’ezhan kaout kemend-all a boaniou ? O veza ma kare ac’hanomp ha ma falveze d’ezhan diskouez d’e-omp peger braz e voa he garantez, o c’houzanv evid-omp ar pez n’en divije gouzanvet den birviken.

8. — Evel-se sant Paol, an Abostol braz, leun a garantez ouz Jezus-Krist, en deuz lavaret : « Karantez Jezus a c’hwask, a vroud ac’hanomp, evit rei d’e-omp da anaout ez omp dalc’het da garet muioc’h Jezus-Krist, evit ar garantez en deuz diskouezet o c’houzanv evid-omp, eget evit ar poaniou braz en deuz bet. » Sant Fransez a Zal a lavar war gement-man : « Gouzout en deuz Jezus-Krist, hon Doue, karet ac’hanomp bete mervel evid-omp war ar groaz, ha ne d-eo ket a-walc’h evit lakaat hor c’halounou evel dindan gwask, ha santout eun dra o voustra war-n-ezho hag o lakaat ar garantez da strinka anezho seul-vui ma vezont gwasket startoc’h ? » Kemeromp eta ar groaz, briataomp anezhi ha dalc’homp mad d’ezhi beteg ar maro, evit ma varvimp gant an Hini a zo falvezet d’ezhan rei he vuez dre garantez ouz-omp. Ia, briataat va c’hroaz a rin, a dlefe lavaret pep-hini ac’hanomp, ha birviken ne zilezin ar groaz-se ; war-n-ezhi e varvin, evel ma ’z eo marvet va Doue. Eun tan hep-ken a losko ar c’hrouer hag he grouadur dister ; netra e-bed birviken ne raio d’in mont diout-han. o karantez Doue, va ene a glask hag a ziviz ac’hanoc’h evit-han da virviken ; deut, Spered-Santel, deut ha krogit em c’haloun tan glan ha santel ho karantez. Pe garet pe mervel, mervel da bep karantez all, evit beva gant karantez Salver an eneou. Grit ma kanin da virviken : bevet Jezus, Jezus a garan ! bevet Jezus va c’harantez ! Karet a ran Jezus a zo beo a-viskoaz da virviken.

9. — Jezus-Krist a gare kement an dud, ma en devoa mall da welet o tont an amzer ma varvche, evit diskouez d’ar bed peger braz e voa he garantez. Epad he vuez e lavare : bez’ e tlean beza badezet em goad, ha mall am beuz e ve deuet va amzer da vervel, evit ma roin da anaout d’an dud pegement e karan anezho. Evit-se sant Iann, o komz diwar-benn an nosvez ma ’z eaz hor Zalver enn he Basion, a lavar e c’halve Jezus ar mare-ze he amzer, o veza ne c’hoantea netra e-bed kement hag ar mare ma tlie mervel, evit rei d’an dud ar merk diveza euz he garantez, o vervel evit-ho war ar groaz, he ene beuzet enn eur mor a c’hlac’har.

10. — Ha petra a ioa eta o lakaat eun Doue da gaout c’hoant da vervel stag oc’h eur groaz, e-kreiz etre daou laer hag enn eun doare ker mezuz, enn noaz koulz lavaret ? Ar garantez. Ar garantez-se ne zell ket piou eo an hini a zo karet gant-hi, ne glask nemet beza anavezet. Ne d-eo ket eta heb abek e lavare aliez sant Fransèz a Baol, dre ma selle oc’h ar groaz : « O karantez ! o karantez ! o karantez  ! » Evel-d-han, ni holl a dlefe lavaret ive, pa welomp Jezus stag oc’h ar groaz : o karantez ! o karantez hep ment e-bed !

11. — Ma na ve ket ar feiz o teski kement-se d’e-omp, piou a ve evit kredi e ve bet falvezet gant eun Doue Holl-C’halloudek, eun Doue euruz-meurbed ha mestr war gement so, karet an den gant eur garantez ker braz ma’z eo bet eat evel er meaz anezhan he-unan. « Gwelet hor beuz ar Furnez he-unan, ar Verb a zo hag a vezo, evel kollet he skiant gant-han dre garet re an dud, eme zant Laurans Justinien. » Evel-d-han ive a lavare, eun deiz, santez Mari Madalen a Bazzi, eat a spered enn nev ha krog enn eur groaz koat : « Va Zalver Jezus, ho karantez ouz-omp a zo ker braz, ma kollit ho skiant. » Ia, va Jezus, lavaret a ran ha lavaret a rin ez oc’h deut diskiant, dre ar garantez ho peuz ouz-omp. « Nan, nan, ne d-eo diskiant Jezus, eme sant Denez, diskiant ne d-eo ket, o veza ne d-eo ket karantez Doue evit miret d’en em rei holl d’an hini a zo karet gant-han. »

12. — Ma sellfe piz an dud oc’h Jezus stag oc’h ar groaz, mac’h evesafent er-vad peger braz eo he garantez ouz pep-hini anezho, e tommfe ho c’halounou, eme zant Fransèz a Zal, oc’h tan-flamm ar garantez a zo kroget evit-ho e kaloun hor Zalver. Ha pegen euruz ne vent-hi kot neuze o welet enn ho c’haloun an tan hag a zo e kaloun Doue ! Pegel laouen ne vent-hi ket o veza a-unan gant Doue dre liammou ar garantez !

Sant Bonavantur a lavare ez ea gouliou Jezus-Krist dre greiz ar c’halounou kaleta hag e lakeant da domma an eneou iena. Gwir a lavare : peger kre eo ar garantez a strink euz a c’houliou Jezus, pa c’houliont ive ar c’halounou ar re galeta ! Hag a dan hag a fô a zo enn-ho, pa dommont an eneou iena ! Hag a liammou, enn eur ger, a ia euz a gostez hor Zalver da staga kalounou ar bèc’herien !

13. — An den mad Iann Avila a gare kement Jezus-Krist, ne voa ket evit prezeg gweach ebed hep komz euz ar garantez en devoa Jezus-Krist ouz an dud. Lakeat en deuz dre skrid, enn eul levr a zo he hano Karantez hor Zalver, traou ker kaer ma kav d’in ez eo mad lavaret ama darn anezho. Setu eta.

14. — Va Zalver ha va Doue, c’houi ho peuz karet an den gant kement a garantez ma ’z eo en tu all d’am nerz miret na ven evit karet ac’hanoc’h. Ho karantez a gamer ar c’halounou dre nerz, eme an Abostol sant Paol : karantez Jezus-Krist a stard war-n-omp. Ar garantez vras-se en deuz Jezus-Krist oc’h an dud a ziouan hag a zired euz ar garantez en deuz oc’h Doue, he Dad. Da ziskouez kement-se e lavaraz goude ar Goan-Fask : « Evit mac’h anavezo ar bed holl e karan va Zad, savit ha deomp. — Da be-leac’h, eme he ziskiblien ? — Da vervel war ar groaz evit an dud. »

15. — Den ne ve evit kredi peger flamm ha peger kre eo tan ar garantez a zo e kaloun Jezus. Ma vije bet eur gourc’hemen d’ezhan mervel kant gweach el leac’h eur weach, kant gweach e vije bet marvet evit an dud, kement e kare anezho ; hag el leac’h mervel eur weach hep-ken evit an holl, ma vije bet eur gourc’hemen d’ezhan mervel evit pep-hini anezho, evit pep-hini e vije bet marvet. El leac’h choum beo epad teir heur oc’h ar groaz, ma vije bet red d’ezhan choum out-hi bete deiz ar varn, enn he galoun e voa a-walc’h a garantez evit gouzanv epad keid-all a amzer. Bez’ e c’heller eta lavaret e voa kalz brasoc’h karantez Doue evit na voa he boaniou. O karantez va Doue, ha c’houi a zo braz, ha brasoc’h zo-ken evit na c’houfe den kredi, o welet ac’hanoc’h, va Jezus ! Ho koad hag ho kouliou, evit-ho da ziskouez anat ez eo braz ho karantez, ne ziskouezont ket e gwirionez petra eo hed-da-hed ; ar gouliou-ze a ziaveaz ne d-int netra e-skoaz da dan-flamm ar garantez a zo diabarz ho Kaloun Zakr. Rei ar vuez evit eur mignoun a zo diskouez d’ezhan ar garantez vrasa ; kement-se ne d-eo ket c’hoaz a-walc’h da Jezus-Krist evit diskouez he holl garantez.

16. — Ar garantez-se a zistag an holl eneou mad dioc’h an traou krouet hag ho c’has er-meaz anezho ho-unan. Ac’hano e teu d’ezho an er-ze, ar garantez vras-se hag ar c’hoant ho deuz da veza merzeriet, an dudi ho deuz e-kreiz ho foaniou, ar mall ho deuz da gaout ha da c’houzanv ar pez a laka nec’h ha spount e kaloun tud ar bed. Sant Amgroaz a lavar : gloar ar c’hristen mad a zo o tougenn war-n-ez-han he-unan merkou kroaz Doue.

17. — Ha penaos, o va Doue, e c’hallin-me rei d’e-hoc’h netra hag a dalfe ho karantez vraz-meurbed ? Dleet e ve rei goad evit goad. Plijet gan-e-hoc’h eta e c’hallfen-me skuilla va goad evid-hoc’h war ar groaz a vriataan ! O kroaz sakr, digemerit ac’hanoun etre ho tivreac’h ! Kurunen galet, digorit, digorit frank evit ma c’hellin lakaat va fenn e-kichen penn va Zalver ! Ha c’houi, tachou lemm ha kriz, deut buan er meaz euz a zaouarn glan va Doue, deut d’am zoulla bete poull va c’haloun, evit ma ’z aïo doun enn-hi ar c’hlac’har hag ar garantez ! Marvet oc’h, eme zant Paol, evit beza Roue dre ar garantez war ar re veo ha war ar re varo.

18. — An nerz euz ho karantez, an nerz-se a zistag ar c’halounou diout-ho ho-unan, bez’ e deuz ive torret ha teuzet ar skourn a ioa enn hor c’halounou-ni, va Doue ! ha breman eo beo enn-ho tan ho karantez. Mesvit, mesvit anezho gant gwin ho koad sakr, kreskit enn-ho ho tan amm, evit ma vezint teuzet gant ho karantez. Ho kroaz, Aotrou va Doue, a zo rouanez ar c’halounou : grit mac’h anavezo an holl eo perc’hen va c’haloun-me. O va Jezus ha va fl c’harantez, ha petra hoc’h euz-hu great ? Deuet oc’h evit va farea, ha setu em oun evel pa em be bet eun taol digan-e-hoc’h em c’haloun ; deut oc’h evit deski d’in beva er-vad, ha setu em beuz evel kollet va spered. o ! mar d-eo ho karantez eo am laka evel fall ha diskiant, eurusa follentez ! fura follentez ! Grit, Aotrou va Doue, ma vezin evel-se epad va buez hed-da-hed ! Kement tra a welan oc’h ar groaz a lavar d’in karet ac’hanoc’h, o va Jezus ! ar c’hoat, gouliou ho korf sakr, ha dreïst pep tra ho karantez a zesk d’in karet ac’hanoc’h muioc’h-mui, ho karet hep ankounac’haat ac’hanoc’h birviken.

19. — A-raok karet Jezus gant eur wir garantez, ez eo red klask an hent mad, ha setu penaos, eme zant Thomaz, e teuimp a-benn da gemeret an hent-se. Da genta, ez eo red e ve atao dirak hon daoulagad madelesiou Doue e-kever an holl hag enn hor c’hever hon-unan ; d’an eil, lakaat evez ema an Aotrou-Doue bepred o c’hober d’e-omp eur vad-bennag, ne baouez da garet ac’hanomp hag e fell d’ezhan, d’he dro, e ve karet ive gan-e-omp ; d’an trede, diouall mad ouz an distera tra a ve da zisplijout d’ezhan ; d’ar pevare, dilèzel holl draou an douar : ar madou, an enoriou hag holl c’hoantegesiou fall ar galoun. An tad Tauler a lavar c’hoaz : « Kaera a zo evit karet Jezus-Krist gant eur wir garantez eo lakaat ar spered da choum hep distrei diwar he boaniou evid-omp. »

20. — Trei hor spered war boaniou hor Zalver a zo, e-touez an oll bedennou santel, ar wella, an denerusa, an hini a blij muia da Zoue, hag a re ar muia laouenedigez da galoun ar pèc’her hag ar muia karantez d’ar c’halounou tener. Euz a be-leac’h e teu d’e-omp-ni kement vad hor beuz, nemet euz a groaz hor Zalver ? Euz a be-leac’h hor beuz-ni fisianz e vezo lamet hor pec’hejou hag ez aïmp d’ar Baradoz ? Euz a be-leac’h e teu d’e-omp nerz a-eneb an temptasionou, euz a be-leac’h ar sklerijen, ar garantez hag ar c’hoant hor beuz da zistrei oc’h Doue nemet euz a boaniou hor Zalver ? Abek en doa eta an Abostol sant Paol da lavaret ez eo eskumunuget an hini ne gar ket Jezus-Krist.

21. — N’euz netra hag a ve ker mad da lakaat eun ene da zont da veza santel, eme sant Bonavantur, evel ma’z eo pedi a galoun ha gant preder war Jezus-Krist stag oc’h ar groaz ; alia a ra ac’hanomp da bedi bemdez evel-se, mar fell d’e-omp e kreskfe karantez Doue enn-omp ; sant Augustin a gred e kresk muioc’h dirak Doue ar mad a zo enn-omp, o skuilla eur berad daelou hep-ken war maro ha gloasiou hor Zalver, eget na greskfe o iun bemdez diwar bara ha dour. Dre-ze e welomp n’ho deveuz bet ar zent ken preder nemet da bedi ha da ouela e-c’harz treid ar groaz. Setu penaos ez eo deut sant Fransez Asiz da veza evel eun eal war an douar. Eun dervez ma rede stank an daelou euz he zaoulagad, unan-bennag a c’houlennaz out-han perak e ouele :

« Gouela a ran, eme ar zant, war ar poaniou hag ar vez en deuz bet va Zalver da c’houzanv ; hag ar pez a c’hlac’har muia va c’haloun eo gwelet ez eo ankounac’heat gant an dud, gant ar re en deveuz bet kemend-all a boaniou evit-ho. »

Neuze he zaelou a ziredaz ker stank, ma lakeaz ive da ouela an hini en devoa goulennet an dra-ze out-han. Ar zant-se a ouele o klèvet eun eon o klemm war-lerc’h he vamm, pe evit eun dra-bennag all disteroc’h c’hoaz ; neuze e teue da zonj d’ezhan euz a boaniou Jezus-Krist. Bez’ e voa klanv eun dervez, pa voe lavaret d’ezhan lenn eul levr mad-bennag. Va levr, emez-han, a zo Jezus oc’h ar groaz. Setu perak e kelenne atao ar re a ioa dindan-han da zonjal bepred e poaniou hor Zalver, rak piou-bennag ne deu ket he galoun da domma gant karantez, o welet Jezus oc’h ar groaz, hen-nez, eme-z-han, ne garo Doue birviken.


Peden a Garantez


Jezus va Doue, tremenet ho peuz tri bloaz ha tregont e-kreiz al labourou hag ar poaniou, roet ho peuz ho koad hag ho puez evit savetei an holl dud, enn eur ger, ne d-euz netra na vent bet great gan-e-hoc’h evit beza karet gant an dud. Hag hi o c’houzout an dra-ze, penaoz e c’hellont-hi c’hoaz choum hep karet ac’hanoc’h ? An dud-ze dizanaoudek a zo anezho evelato, ha me zo-ken a zo gant unan anezho. Keuz am beuz, o va Jezus ; bezit truez ouz-in ! Va c’haloun a roan d’e-hoc’h evit an droug am beuz great enn ho kever ; kinnig ha rei a ran anezhi d’e-hoc’h, o va Doue. Mar d-oun bet dizanaoudek, hag ez oun ’bet, keuz ha glac’har am beuz brema. Ia, keuz am beuz, hag ho karet a ran euz a greiz va c’haloun. O va ene, kar eun Doue a zo bet liammet evel eun torfedour, skourjezet, goapeat ha staget oc’h eur groaz evit da zilvidigez. Ia, va Zalver ha va Doue, karet a ran ha karet ac’hanoc’h a fell d’in da virviken ; grit ma talc’hinn sonj mad euz ar poaniou ho peuz gouzanvet evid-oun ha na ankounac’haïn ket ive dont d’ho karet.

Liammou sakr, c’houi ho peuz staget Jezus, va Zalver, stagit ac’hanoun ive stard oc’h Jezus ; drein spern a ioa eat e penn Jezus tro-war-dro, toullit doun va c’haloun ha grit ma karin Jezus evit mad ; tachou kalet a dreuzas treid ha daouarn Jezus, stagit ac’hanoun oc’h ar groaz, evit ma vevin ha ma varvin a-unan gant Jezus. Goad sakr Jezus, mesvit ac’hanoun gant karantez va Doue ; maro Jezus, grit ma varvin da c’hoantegèsiou an douar. Treid va Zalver, briataat a ran ac’hanoc’h, tennit ac’hanoun euz an ifern, rak eno, siouaz ! ne ven mui evit karet ac’hanoc’h, o va Jezus, c’houi a zo ker mad ; saveteit ac’hanoun ha grit ma vezin atao a-unan gan-e-hoc’h, mirit na bellaïn morse diouz-hoc’h. Gwerc’hez Vari, mamm va Zalver, astennit ho tourn da eur pèc’her paour en deuz c’hoant da garet he Zoue ; en em erbedi a ran ouz-hoc’h, roit nerz d’in dre ar garantez ho peuz oc’h Jezus.


————