Kentoc'h mervel/Arvest kenta

Imprimeries Réunies A. Bouteloup et fils Aîné, 1911




KENTOC’H MERVEL !





ARVEST KENTA


War-Zav, Bretoned !


(Eur c’hoad treuzet gant eun hent. En amzer an dispac’h vras.)


I DIVIZ


FANCH AN TALEG, tieg ; GWENOLE, e vab ; YANN BINIFI, mevel


FANCH AN TALEG

Asa, paotred, koulz eo d’eorrip ober eun diskuizaden, ha ne gav ket d’eoc’h ? Evidon-me a zo o vont da lakaat eur c’horniad. Teir heur a zo emaomp o troc’ha keuneud, hag e feiz ! ne ray ket droug azeza eur pennadig.

GWENOLE

Muioc’h a galon hon devezo da gregiadarre goude-ze.

FANCH

Varc’hoaz d’abardaez e rankimp echui kentoc’hik, ma c’hellimp mont da govez abret. Nedeleg a erru, ha kalz tud a vezo, kredabl eo, evel kustum. Daoust hag e peleac’h e vezo kanet an oferen hanter-noz er bloaz-ma ?

GWENOLE

N’ouzon ket, va zad, n'em eus klevet netra c’hoaz. Varc’hoaz, gwir eo, e vezo abret a-walc’h lavaret an dra-ze. Muioc’h eget biskoaz e ranker beza war evez, ha gouzout dirak piou e komzer.

YANN, d’an dud.

Daoust ha klevet o defe eun dra bennak diwar va fenn ! Lavaret a rafed o deus difizianz !

FANCH

Gwir eo, va mab, taolomp evez bepred war hor c’homzou !

GWENOLE

An aotrou Person, d’am zonj, ne daol ket evez a-walc’h. Mont a ra kouls, en deiz evel en noz, da welet ar re glanv, da vadezi, da eureuji, da noui, e kement leac’h e vez goulennet… A-walc’h e vije d’ezan beza tapet eur wech !

FANCH

O ya da ! Mes, pa vez komzet d’ezan a gement-se, ne oa rken lavaret : « Ar pastor mat a roe vuez evite zenved ! » pe c’hoaz : « Evit an dra-ze eo oun bet beleget ! »

GWENOLE

N’en deus aon ebet. Gwir eo ez eo gwisket evel an disterra koueriad; hogen, a-walc’h eo hizio kaout daouarn flamm evit beza chadennet ha kaset d’ar maro.

FANCH

Evelato !

GWENOLE

Gwir bater, va zad. Betek eno eo eat kounnar rus an dispac’herien enep ar veleien.

FANCH

Mantrus eo, satordallik ! Ha piou en divije kredet ?


EIL DIVIZ


An hevelep re. — Eur paotr saoud a dremen en eur gana :



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c''{
    \clef treble
    \key g \major
    %\tempo \markup {Allegro}
    \dynamicUp
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    \numericTimeSignature
     %\partial 8*1
    \override Rest #'style = #'classical
    %\override TupletBracket.tuplet-slur = ##t
    \stemUp g4 g8 g | g4. d8 | g [(a)] b [(a)] |\break
    g4 r8 g | \stemNeutral c4 c | b4. b8 | a4 a | a r |\break
    d4 d8 b | g4 g | c8. [(d16)] c8. (b16) | \stemUp a4 r | g8 (b) a g |\break
    fis4 g8. (a16) | b4 a | g \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Pe -- beus rann -- ga -- lon eo d’eomp -- ni
    Gwe -- let ar chism hag ar fa -- zi
    O re -- dek ke -- ment tro -- war -- dro
    Hag o kres -- ki ke -- ment er vro!
  }
  \layout { line-width = #120 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 140 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }


FANCH

Hep ! Saïk !… Petra ec’h eus kavet aze adarre ?

SAÏK (o tizrei hag o tont daveto).

Eur ganaouen nevez am eus prenet bremaik gant eur barz-baleer.

GWENOLE

Eur ganaouen nevez en- deün ?

SAÏK

Ya da ! Ha mar kirit, ma ra ze plijadur d’eoc’h, ez an d’he dibuna dirazoc’h en he hed.

FANCH

Kan anezi ’ta, paotr. An ton, brao bras war va meno, am eus bet klevet n’ouzon mui e peleac’h.

SAÏK a gan

O kristenien, pegen nec’hus
Eo gwelet beleien Jezuz,
Evel gwallerien distaolet.
Darn harluet, darn-all bac’hiet !
 
E-barz Bro C’hall ne weler ken
Nemet dre zarvoud beleien ;
Dibaot eo an oferennou.
Dibaot eo ar zakramantchou.


GWENOLE (a dosta ouz ar paotr).

Gortoz ’ta, Saïk, ma kanin ganez, me oar an ton-ze ive : hini Seziz Gwengamp eo.

SAÏK

Sell, Gwenole, ama oun en em gavet !


O daou

Ne glever prezegen ebet,
N’eus na mision, na retred:
Allaz ! Allaz ! petra reomp-ni ?
Gant hon morc’hed ne c’hellomp mui.

Kroaziou skedus a aour melen,
Ha kroaziou kaer a arc’hant gwenn,
Kleuzeuriou, ezansouerou,
Holl o c’haser d’an « Distrigou ».


Dioueret dioc’h an ofisou,
C’hoaz ’vit kreski hon ankeniou,
Ez eus deut e-touez an denved,
Bleizi digar, falz bastored.

GWENOLE

Gwall hir eo da ganaouen, Saïk, ro d’in da baper, ma lennin an nemorant d’am zad !

Lenn a ra :

E pep bro ha dre-oll ’n hon touez,
N’ez eus nemet dizunvaniez,
Ha kasoni vras ha yenien,
Etre kerent, amezeien.

Ar breudeur hag ar c’hoarezed,
Ar priejou, dizunvanet ;
An tad, ar vamm, ar vugale,
An eil a enep egile.

Harluet eo ar veleien,
Ar roue ’zo kouezet e benn ;
An dizurz ’zo dre-oll o ren ;
Peoc’h hiviziken evit den !

’N’em habaskaet, va Doue,
Ha grit d’eomp-ni holl trugare ;
Digasit ho Lezen ’n hon touez,
Hag ar peoc’h hag an unvaniez !

Digasit d’eomp hon eskibien,
Hor pastored, hor beleien,
D’hon hencha holl d’ar baradoz,
Evit ho meuli deiz ha noz.

Erbedit, ni deu d’ho pedi,
Evit ho pobl, Gwerc’hez Yari,
Ha c’houi holl, sent ha sentezed,
Evit ma vefomp selaouet,


FANCH

Da ganaouen, paotr, a zo eus ar brava. Del, setu aze daou wenneg d’it da brena madigou. Kea brema da welet e peleac’h ema da zaout.

SAÏK

Kenavo, tonton Fanch, ha bennoz Doue d’eoc’h !


TREDE DIVIZ


FANCH, GWENOLE HA YANN


GWENOLE

Lazet ar roue mat Loiz c’houezekved, ar veleien direbech great an hu warno evel war loened gouez !… Va Doue ! va Doue ! petra deuimp-ni da veza ?

YAN AR PINIFI

Evidon-me n’em eus keuz ebet d’ar roue, d’ar breser digar ha digalon. Ya, diskaret eo ar pabor diwar e gador alaouret, hag ar bobl, en amzer da zont, a vezo bleinet gant tud eus ar bobl ; an holl a vezo keit-ha-keit dirak al lezen, keit-ha-keit dirak an tailhou, hag, evel m’eo dleet, keit-ha-keit dirak ar c’hargou. Ar bobl a vezo roue ! Frankiz da bep-hini !

FANCH

Sell ! ar glabouser en doa kollet e deod. Hag eo evit lavaret hevelep sotonïou e tigorez brema da c’henou ?… Alo, Yann, ro peoc’h gant da stranerezou. Diouall ne deufe Doue d’az skei abalamour d’az kwall-gomzou !… Mes, lavar d’in, e peleac’h out-te bet o teski koms en doare-ze ? Biskoaz betek-hen n’ez poa savet da vouez evit lavaret n’oa ket kompez an traou en hor bro, hag hizio, paour keaz den, e kavez abeg e pep giz koz ?…

YANN

P’eo gwir e fell d’eoc’h gouzout, me lavaro d’eoc’h. Er bourg e vez brema alies, alies, bodadegou tud yaouank eveldon-me, devezourien, pe micherourien, an darn vrasa anezo. Mont ara, kredit ac’hanon, mar kirit, kalz tud da zelaou sitoianed eus Pariz pe leac’h-all, tud ouiziek, a oar lavaret brao an traou, a zesk o gwiriou d’an dud…

FANCH

Kenkouls-all pe welloc’h, zoken, a rafent deski d’ezo odeveriou… Va Doue ! va Doue !… Da beleac’h ez eomp e-giz-se ? Ha petra ra d’an hailhoned-se eus Pariz dont da glask trabaz ouz hor beleien-ni ? Peseurt droug a reont ? An nep ne fell ket a relijion evitan e-unan, a dle, da vihana, he lezel gant ar re a gar anezi… Mar ne ra ket a vad, evit droug na ra ket ken nebeut.

YANN

Ar veleien a yoa mall bras lakaat anezo da veza evel ar re-all. Ar re-ze a zo tud eveldomp, ha n’ouzon ket perak e reer kement a enor d’ezo ; ne reont netra, ha koulskoude, petra vank d’ezo ?…

GWENOLE

Lavar ’ta, Yann, peseurt droug o deus great ar veleien d’it ?

YANN

Peseurt droug ? peseurt droug ?… Ya droug a reont, d’in-me ha d’ar re-all ha me garfe son dizale glaz ar beleg diveza en hor bro.

GWENOLE

Da hini-te a zono kentoc’h, paour keaz dianked. Maro e vezi, ha da eskern en douar a vezo kemmesket pell a vezo gant ar boultren, hag ar saeou du a yelo bepred a di da di, a wele da wele, da frealzi ar glanvourien geiz war o zremenvan. Dibaot eo c’hoaz, a drugare Doue, ar Vreiziz a fell d’ezo mervel evel ar c’hi. Keit ha ma chomo an Iliz en he zav e vezo beleien, hogen, hervez ar C’hrist, an Iliz a bado keit hag ar bed. Breiz-Izel a gar an Aotrou Krist, Breiz-Izel a zo kristen betek he gwrizien douna, ha dalc’hmat e vezo.

Start eo hor c’halon en hor c’hreiz
Ha startoc’h ar groaz en hor Breiz.

Ya, paour keaz Yann drubard,kaer ez pezo diskrognal da zent, kaer ez pezo kaout naon a zaeou du, gant gras ha nerz an Ao. Doue, m’hen tou ! hini ebet anezo n’ez pezo da ziskolpa, keit da vihana ma vezo Gwenole va hano, keit ha ma vezo dek biz war va c’hrabanou dir !…

FANCH

Ar c’homzou-ze, Gwenole, a zo din eus eur Breton kalonek eveldout ; me a lavar evel-se ive. Kement Breizad a zo dre ama a zavo dizale evel eur voger eus o c’horfou da ober eun difen beo d’o beleien, ministred Roue an nenv hag an douar.

YANN

Diouallit !

GWENOLE

Diouall te, kentoc’h !

FANCH

Kerz, kerz prim eus va goulou ; ne fell mui d’in klevet hano ac’hanout, pez fall ma ’z out !

YANN (gant eur vouez trenk.)

Ya, ya, mont a ran ens ho koulou, evel ma livirit ken krak ; hogen bez’ ho pezo eus va c’helou, m’hen tou ! ha dizale zoken marteze… Mont a ran, tonton Fanch, hogen, gwelet a reot c’hoaz ac’hanon, c’houi pe ho penner…, ho taou, marteze… ha neuze ne lavaran ket ne deuio ket a geuz deoc’h abalamour d’ar c’homzou garo a stlapit d’in hizio !

FANCH

N’hon deus aon ebet gant da c’hourdrouzou. Doue eo ar Mestr, hag, en despet d’ezo zoken, ar re fall o c’hina a rank plega d’ezan. Ne gouezo ket eur vleven eus hor penn hep e aotre…

GWENOLE

Ker e kousto d’az ler mar klaskez ober droug da unan ac’hanomp. Diouali, paotr kez, te eo az pefe keuz, sur a-walc’h (Yann a ya diwar wel.)

Pebeuz inkin fall !… Gwelet a rean eur pennad zo n’eo ket henvel an traou gant hor mevel… Mes, lezomp anezan da c’hoari e benn diot, ha komzomp a draou-all grevusoc’h…


PEVARE DIVIZ


FANGH ha GWENOLE, HERVE


FANCH

Sell ! Herve eo a zo o vont aze… Hep ! Herve !… Penaos ez a ar bed ganez ?

HERVE

N’ez a ket kaer, siouaz ! Va fenn a zo tenval ha va c’halon a zo gwasket gant an enkrez. Eun arne eus ar gwasa a darz war hor bro, hag hervez ma welan, meur a hini ac’hanomp a vezo kaset da gozeta.

FANCH

O daonched ! Mignon paour, koms a rez evel profeded an amzer goz, ha piou a c’hello gouzout petra fell d’it lavaret ? Gwenole ama en deus eur c’helou meur espernet gantan evidomp. Edo o vont d’hen rei da anaout pa’z out digouezet. Kendalc’h gant da gaoz, Gwenole ; marteze ez pezo an eurvad da ziroufenna tal Herve, hor mignon mat.

HERVE

Lavar ’ta, Gwenole, petra’c’h eus pe gwelet pe glevet. Aon am eus n’ez pefe netra da zeski d’in.

GWENOLE

Eur beachour eus va mignoned a zo nevez bet e Pariz.

FANCH

Ac’hanta ?

HERVE

Penaos ez a an traou dre eno ?

GWENOLE

Eur maread beleien, emezan, n’oa ket falvezet ganto ober al le da zenti ouz lezennou difeiz ar gouarnamant, a zo bet kroget enno ; ereet int beL kaset d’ar bac’h hag ac’hano d’an droc’herez gouzougou, hep pell dale. Kaset ’zo soudardet dre bevar c’horn ar vro gant urz da lakaat touerien e pep parrez.

HERVE

Ne c’houzanvimp biken eun hevelep sakrilaj !

FANCH

Ne raimp kammed evit mont war o zro !

GWENOLE

Ni a guzo mat hon aotrou person ker !

FANCH

Ha ne vezo kavet Judaz ebet en hon touez !

HERVE

Doue r’ho klevo, va mignoned !… Mes, petra ’n tanfoueltr a glevan-me du-ze ? Nag a drouz ! Daoust ha petra ve a-nevez adarre en hon bourkig ken sioul peurvuia ? Mont a ran d’ar c’hleuz da welet.

FANCH

Gwel ’ta, Herve, ha dizro buan. herve, o tizrei. Eur maread tud o tremen… Gwelet a reot anezo, mesdouet int erru trezek ama.

GWENOLE

Lavaret a rean eta ez a an dispac’h war he gwasa. Ar Vretoned a deu da heugi gant an heuz ; ar gwad a verv e gwazied ar C’helted. N’eus ken nemet eur mennoz e kalon kement Breizad a zo, ken en Arvor, ken en Argoad, ken er Menez. E kostez Kastel-Paol dreist oll, ar c’houerien a zo en o zav ; kemeret o deus fuzuliou, pennou-baz, filc’hier, evit mont da heul aotrou Kermenguy ha dijentiled-all. (Trouz tostoc’h-tosta). En em denna a reont dreist-oll er c’hoajou, el leac’hiou distro ; eno eo ive e roont o ursiou. War a leverer o deus betek-hen dalc’het penn, meur a wech, d’ar republikaned dispac’herien a stlej an tan, ar maro hag an anken dre gement leac’h ma tremenont. Ar Re-C’hlas, a leverer, o deus spont rak paotred ar bleo-hir, pe paotred ar Galon-Zakr, evel ma hanvont anezo. Lod-all a ra ar Re Wenn anezo, abalamour, kredabl, m’o deus keuz d’ar roue mat Loiz c’houezek ! Mat ! ema erru warnomp an dremenidi… Petra glevan ?… Kanaouen ?… A ! ya fidandoulle ! brao eo kana p’ema ar gwad gwerc’h o ruilha en hor c’heariou evel an dour e gwaziou ar prajeier !


KANAOUEN


(er pellder, o krenvaat dre ma tosta)



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key g \minor
    \tempo \markup {\italic Allegro}
    \dynamicUp
    \autoBeamOff
    \time 6/8
    \partial 4*1
    \override Rest #'style = #'classical
    d4 | g bes8 a4 c8 | bes4 a8 g4 \stemUp bes8 |\break
    a4 g8 fis g a | g4. d8 g4 | bes8 a4 \stemNeutral c8 bes a |\break
    \stemUp g4 bes8 a4 g8 | fis8 g a g4 g8 | bes4 bes8 bes4  \stemNeutral d8 |\break
    c4 bes8 a4 bes8 | c4 \stemUp bes8 a g bes | a4 d,8 g4 bes8 |\break
    \stemNeutral a4 c8 \stemUp bes4 a8 | g4 bes8 a4 g8 | fis8 g a g4. \bar "|."
  }
  \addlyrics {
   Ar chas a gle -- van oc’h har -- zal! Se --
   tu ar zou -- dar -- ded c’hall! Te -- c’homp kuit tre -- zek ar c’hoa --
   jou! Ka -- somp a -- raok hor cha -- tal! Daoust hag hen, pa -- o --
   tred Ker -- ne, e c’hou -- zan -- vimp da vi -- ken, E c’hou -- zan -- 
   vimp ar va -- c’he -- rien a wask al la -- bou -- re -- rien?
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }

Gwallet ganto hor merc’hed koant ; lazet mamm ha mab ha den ;
Lazet zoken an dud klanv paour, balamour d’o daouarn gwenn.

Tanet ganto ti ar beorien ; diskaret ar maneriou ;
Devet an ed, devet ar foen, er parkou hag er prajou.

Troc’het ar gwez el liorzou, ha laket da ober tan ;
Ken na vo avalou na jistr, da nao pe zek vloaz ac’han.
Laeret hor zaout, hon ounnered hag hon ejenned, siouaz ;
Ha kasefmesk gant o ferc’hen, d’ar c’higer d’ar c’heariou bras.

Laeret zoken traou an iliz ; pilet zoken hon touriou ;
Straojet zoken ar c’harneiiou, ha skignet ar relegou.
Gwastet traoniou kaer Breiz-Izel, ken drus ha ker glas gwechall !
Ken na glever mui tro-war-dro mouez den, kennebeut chatal.

(Fanch, Gwenole hag Herve a gendalc’h gant o diviz epad ma kân ar Re-Wenn) :

HERVE

Petra ganont ?

GWENOLE

O feiz avat, me n’ouzon ket ! n’em eus klevet mat ger ebet.

HERVE

Mar n’eo ket erru warnomp ar chas gall !

FANCH

Kemeromp hon bouc’hili !

GWENOLE

Del, Herve, setu ama bouc’hal Yann ar Pinifi ! Gwella

pez a zo, nen deus ket sonjetkas anezi gantan !
Daoust

hag an inkin fall-ze a ve eat adarre da zealou prezegerien ar relijion nevez ?…

FANCH

N’eus fors, red e vezo deomp beza war evez. An trubard daonet-se a c’helfe noazout ouzomp dre guz ! Tostaat a ra ar ganaouen ! Taolomp eur zell dreist ar c’harz ! (Mont a reont da zellet).

HERVE

Brezoneg a zo ganto. Bretoned int evit doare ; rak-se ’ta n’hon deus ezom ebet da gaout aon !

FANCH

Petra int ? Da beleac’h ez eont evel-se ?

GWENOLE

Bremaik e ouezimp ; toui rafen int erru dre ama !

HERVE

Emainnt e kichenik avat ! Sell ’ta, anaout a ran meur a hini anezo… Fanch Kabioc’h, eus Kervilzin, a zo er penn a-raok gant aotrounez Kermoger ha Kervadiou… Mes, setu i ama !… (Ar Re-Wenn a erru tre. Ar baotred a yoa war al leur a dosta an eil ouz egile, en tu kleiz, hag a zelaou ar c’hân, gant ar vouc’hal war o skoaz. Ar Re-Wenn, e bragou-bras ha filc’hier ganto, a zoug eur Galon-Zakr war o feultrin).


PEMPED DIVIZ


An hevelep re. — Ar Re-Wenn


AOTROU KERMOGER

Deiz mat d’eoc’h, va mignoned !

FANCH

Doue r’ho pennigo, aotrou Kermoger ! Da beleac’h ez it gant an dud-se ?

AOTROU KERMOGER

Fanch kez, ha c’houi, va mignoned, va bugale a c’hallfen lavaret, keit-all ’zo ec’h anavezan ac’hanoc’h, daoust ha n’ouzoc’h-hu ket c’hoaz ema an tan hag ar gontel oc’h ober reuz bras en hor bro ? Bro-C’hall, henvel ouz bag sant Per, en em wel a-bell amzer dismantret gant an avelou foll ha darbet d’ezi mont da netra… Eur maread tud trevariet o spered a zo deuet da veza mistri war ar vro hag a fell d’ezo chench penn da bep tra. Nac’het o deus o Doue, diskaret ar roue diwar e gador ha dibennet anezan evel eun torfetour.

FANCH

Mantrus eo, aotrou Kermoger !

AOTROU KERMOGER

E Pariz an asambleou, ar c’hlubou dre ama, henvel mat ouz korventennou c’houezet gantan droug-sperejou, ne c’houlennont nemet dismantr ha brezel… Ar vugale hon eus gwelet oc’h en em zevel henep o zud, ar priejou dispartiet hag ar venec’h taolet er broiou estren, d’an harlu. Brezel, tan-gwall ha lazerez, n’eus ken mui dre-oll er rouantelez : da ober pep tra ez eus frankiz, nemet da bedi Doue ! Madou ar re vras a werzer, o maneriou a zever ; tec’het a rankont eus o bro pe o c’haser d’an dibennerez. Ar roue, e bried hag e c’hoar, mezus eo hen lavaret ! a zo bet muntret e Pariz. Gwelet hon eus ar bastored kaset eus o farreziou ; serret, saotret pe gwerzet eo hon ilizou. Hag ar veleien n’int ket eat d’an harlu, ar re o deus kavet gwelloc’h chom gant o denved a zo brema enklasket, great an hu warno evel war ar bleizi gouez, ha p’o c’haver e kaser anezo d’ar bac’h [1] hag ac’hano prim d’ar chafod evit beza dibennet. Ac’hanta, Fanch, ha c’houi, va mignoned, dirak kement a reuziou, a zismantrou, a wad skuilhet hep abeg, ni a zo savet ha stourm a fell deomp, ker e werzimp hon ler d’ar chas gall, d’aoust n’omp ket gwall niverus. Ker e kousto d’ezo ha gwaz a-ze evito. Kreski a ray an niver ac’hanomp ; dont a ra Bretoned davetomp eus pep korn a Vreiz ; hor c’henvroiz a zo gwapaet, disprizet, gwasket ha merzeriet zoken e kant doare, hor c’henvroiz a glev ar gwad o virvi en o gwazied, ar vez a zav d’o zal, hag e loc’hont o youc’hal: « Torr e benn ! »

HERVE

Ha me ive a zo o vont ganeoc’h da zifen hor beleien, hon ilizou, hon c’halvariou. Tan ha kurun ! War va c’horf ez ay ar chas divezet abars kregi en hon beleien !

AOTROU KERMOGER

Ne c’heden ket nebeutoc’h diganez, Herve. Anaout a ran ac’hanout pell ’zo, ha gouzout mat a ran out bet atao eur Breton kalonek leun a zoujanz Doue.

GWENOLE

Ha me n’emaon ket o vont da jom war ho lerc’h. Me a vezo eveldoc’h soudard an aotrou Doue ! Hoc’h aotre a root d’in, n’eo ket ’ta, va zad ?

FANCH

Brao eo mont evel-se da zifen an Iliz hag ar Vro ! Hogen, eun dra c’hrevus eo, va mab ; taol evez ez pezo tro meura wech da veza tizet gant tennou fuzul ar Re-C’hlas N’out eat morse eus ar gear betek-hen, yaouankik out c’hoaz ive, ha marteze, aon am eus, e savo buan keuz ganez !!!

GWENOLE

Tamm ebet, va zad ! Arabat eo d’eoc’h beza nec’het gant an dra-ze.

FANCH

A hend-all, da vamm ha mea zo o vont war an oad, ha mar marvez er brezel, petra deuimp-ni da veza ?

GWENOLE

Doue, va zad ker, eo atao ar Mestr. An amzer dremenet, an amzer a dremen hag an amzer da zont a zo etre e zaouarn. N’en em jalomp ket eta gant ar pez a dle c’hoarvezout.

FANCH

Koms a rez evel eur beleg, va mab ; anat eo ema Spered Doue ennout. Kerz eta, va faotr, ha gra bepred labour vat. Mar marvez dindan taoliou ar chas gall e vezo ebat ganen lakaat em fenn e vezi eat d’ar baradoz gant kurunen ar Verzerien.

GWENOLE
(a lamm da vriata e dad)

Bennoz Doue d’eoc’h, va zad, great hoc’h eus eur mab eürus !

AOTROU KERMOGER

Kenavo, va mignoned, ne skuizomp ket ganeoc’h, mes n’hellomp ket dale pelloc’h. Da nav heur hanter pe zek heur ember e teuot davedomp da goad Tolvezeg. Mar kavit unan pe unan eus hor zoudarded war hoc’h hent e vezo goulennet diganeoc’h : « Piou a zo dre ama ? » hag e lavarot kerkent ger ar ged : « Doue ha Breiz ! War zav ! »

HERVE

Doue ha Breiz ! Tan ha kurun ! War zav !

GWENOLE

Kenavo bremaïk !…

(Ar zoudarded a ya kuit en eur gana adarre) :

Ar chas a glevan oc’h harzal ! Setu ar zoudarded c’hall !
Tec’homp kuit ’trezek ar c’hoajou ! Kasomp a-raok hor chatal
Daoust hag-hen, paotred Kerne, e c’houzanvimp da viken
E c’houzanvimp ar vac’herien a wask al labourerien ?


C’HOUEC’HVET DIVIZ


FANCH, GWENOLE, HERVE.


FANCH

Ya Doue ! Va Doue !… Pebeuz darvoud ! Ha piou en divije kredet e teuje ker prim da wir komzou hor mignon Herve ?… Gouzout a rean ez oa red d’hor beleien beva dindan guz ; ne greden ket evelato ez oa kement a riskl evit o buez. Deomp, va mignoned, deomp buan da bourchas kement ho pezo ezom a-benn mont kuit eus ar gear !

GWENOLE

Deomp, Herve, da lavaret kenavo d’hon tud !

HERVE

Tan ha kurun ! War a-raok bepred, evit Doue ha Breiz!

(Al lien a gouez)


————
  1. d’ar prizon.