Kerzadiou ha Plougastell

René PRUD’HOMME, 1905  (p. 8-11)



IV


KERZADIOU HA PLOUGASTELL

——


D’am mignoun Constant Kervern.


O Kerzadiou azezet brao
Etre krec’hennou ker koantik,
Etouez ar c’helvez hag ar skao,
D’id va c’harantez birvidik.

Pa zonjan en amzer eüruz
Hag am euz ennoud tremenet
E teu d’in huvreou dudiuz
A ra d’am c’halounik lammet.


Gwelet ran hirio ’giz neuze
An ti koz toet gand plouz gwenn ;
Eno va moereb a veve
Gand he nizik Klaoda hebken.

Va gallet e vije gwelet,
Ar skol echu, dre ar c’hoajou,
O lammet a-dreuz hag a-hed,
O kas d’an ekleo forz soniou.

Me a garie meurbed d’ar iaou
Bale etouez ar sivi ruz,
Dindan ar gwez braz avalou,
En draonien, tost d’ar ster trouzuz.

Koulskoude ’plije d’in muioc’h
Mont beteg kerrek ar Measiou ;
Eno, savet war gern eur roc’h,
Va-unan, me rea kalz sonjou....

E harz va zreid me wele ’r mor,
Ster Landerne oll goloet
Gand bagou Leoniz a Gerhor
O pesketa gand ar rouet.

Varzu Brest pa vezen troet,
Savet huel war he iliz
Tour braz Sant Martin benniget
A rea d’in koun euz a Zant-Loiz.


O koun meurbed c’hoek d’am ene,
C’houi zo levenez va spered ;
En iliz-se, eun deiz a voe
Er mean-found oun bet kristenet.

Ilizik koant ar Feunteun-Wenn,
Test a feiz krenv hon tadou koz,
Am gwele aliez o c’houlen
Digand Mamm Jezuz he bennoz.

Doue roaz d’in em iaouankiz
Mignouned euz ar re vella.
O bloaveziou evel eun deiz,
Penaoz e c’halfen ho prena ?

Vigouroux, Constant, tud feal,
Ha n’ankounac’hain morse !
Ra vevimp er bed didamall
Ma vimp unanet e Doue !…

Pa zigoueze vakans ar skol,
Nag a zerveziou evuruz,
Er parkeier, barz en diseol
Gand va levriou dizenouuz !…

Tremenet ’m euz er gearik-se
Eun darn vad euz va iaouankiz ;
Ha pam galvaz mouez Doue,
O pellaat daelou a skuilliz....


Pa zistroan da Gerzadiou,
Eur veachik an amzer hebken,
E tigouez d’in goulen kelou
Euz tud ha na velin mui ken....

Siouaz ! an Ankou didruez
A sko, a sko da bep mare....
Va moereb n’eo mui e buez
Kalz mignouned maro ive !…


————