Maro Franseza e Plougastell

René PRUD’HOMME, 1905  (p. 11-13)



V


MARO FRANSEZA E PLOUGASTELL

——


E koun va moereb.


Marteze, Breiziz, e kredit
Ez oa Franseza eur brinsez ;
Va mignouned, fazia rit,
Rak n’oa nemed eur goueriadez.

Kement he deveuz va c’haret,
Ar voereb ker, en he buez
M’eo diez d’in hel lavaret :
Setu gwerz va zristidigez :


Sonit, kleier, sonit affo ;
Sonit, kleier, sonit krenvoc’h ;
Va moereb vad a zo maro !
Sonit, kleier ar c’hanv tristoc’h....

D’an dri var ’n ugent a gerzu,
Er bloaz naontek kant ’med unan,
He ene, dreist ar c’hoummoul du
A ieaz da vit Mestr ar bed-man.

E gwered Plougastell brema,
Kuzet, en eur c’hornik distro,
E kavfoc’h he bez, ar paoura,
E diseol eur vezen dero.

Ho pet, tremener, karante
Da laret eun De profundis
Evit ar vaouez zo aze,
Hag a zavo skeduz eun deiz.

Kanit, laboused, kanit ’ta,
Kanit gand ho kaera mouez ;
Livirit : « Kousket eo houma,
O c’hortoz ar varnedigez.... »

Diwanit stank, bokedou koant,
War bez va moereb Franseza ;
Savit, bleunit, hervez va c’hoant,
Gand ho liou kaer, ho c’houez gwella.


Ho karantez pa edoc’h beo,
Moereb, a ioa evidoun-me ;
Hirio, siouaz ! pa zoc’h maro,
Ha c’houi am ankounac’hafe ?

Goulskoude ’vel m’eo ken diez
Digouezout en envou war eon,
Me bedo ’vidoc’h aliez
Ar Werc’hez, Mamm an oll Anaon.


————