Kevridi d’ar Verc’hez

A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 127-128)


Eur gevridi evit ar Verc’hez. — Eun den iaouanc pehini abaoue pell amzer n’en doa nemeur a zonch a Zoue, en em lakea en hent evit mont da Baris. Araog diblas e c’houlennas digant eun itron euz he anaoudegez ha ne devoa kevridi ebet da rei dezhan da ober. — Eo, emezhi, mes va c’hevridi, evithi da veza dister, a gafac’h marteze diaez da ober. — Livirit-hen din ato, eme an den iaouanc, ha me he graio mar gellan. — Mad, emezhi, pa viot digouezet e Paris, it da lavaret eun Ave Maria evidon da iliz Itron Varia ar Gounidou. An den iaouanc, petra bennag n’oa nemeur ar gevridi-ze dioc’h he zoare, a stouaz he benn evit diskuez en em garge anezhi. Ne grede ket lavaret ne graje ket.

Goude beza tremenet eur miz o redek dre Baris evit guelet an traou caer so er gær-ze, ar beacher a rea he bourchas da zistrei d’ar gaer pa deuas da zonch dezhan eus an Ave Maria a behini en doa en em garget. Chom a reas da argila, hag e lavare outhan he unan. — Goaz aze… Ne din ket! Goude e lavare adarre, bah, p’eo guir oun en em garget ; ha neuze red e vezo din lavaret geier, pe anzao n’em bezo ket great ar gevridi. Setu hen ta o redek da Itron Varia ar Gounidou evel eun den a ia abrez hag en despet dezhan da ober eun tam labour ne blij ket dezhan, mes pehini so red da ober. Mont a ra d’an daoulin hag e tigas en he zonch ar beden-ze en doa lavaret alies guechall, mes pehini en doa brema couls lavaret ancounac’heat… Erfin evel kent e teuas da zonch dezhan anezhi hag en em lakeas d’he lavaret.

Mes araog m’oa echu he Ave Maria gantha oa deut sonjou all en he speret. Chom a reas da zonjal, ha souden e teuaz an daelou en he zaoulagad. Person Itron Varia ar Gounidou, boas da velet tud evelse o tistrei oc’h Doue, her guelaz hag a deuas d’he gaout. An den iaouanc a gofessas, a jomas eun derveziou bennag eno, hag araog dont euz a Baris en devoue an heur da reseo he Zoue.

Pa voa digouezet er gaer, kenta tra a reas oa mont da gaout an itron e devoa roet dezhan kevridi an Ave Maria, evit he zrugarecat ha lavaret dezhi petra voa c’hoarvezet. Houma ne voue tam souezet oc’h he glevet, rag e gortoz edo da gementse ; rag an itron-ze so eur gristenez vad hag e deuz eur fizians dispar e madelez hag e trugarez mam Doue.

————