An Ave Maria
Da Aotrou escop Orlean eo e tleomp ar pez zo ama varlerc’h.
Eun dervez, emezhan, e voe roet din da anaout pe ger gallouduz eo an Ave Maria. E kichen guele ar maro eo e teskis kementse, e kichen guele eur verc’h spirituel din hag a garien cals, eur c’hreg iaouanc hag e doa great ganen, n’oa ket c’hoas goal bell, he c’hommunion genta. Ar c’hiz am oa da alia ar vugale a rea ho fasc kenta ganen, da zerc’hel mad da lavaret an Ave Maria. Ar c’hreg iaouanc-ma ne doa nemet ugent vloaz, hag a veac’h oa bloaz abaoue m’am oa he eureujet. Dalc’het e doa mad d’am ali, ha zoken, ervez eun ali all a roen d’ar vugale, e doa lavaret bemdez eun dizenez bennag eus ar chapeled. Er pevar bloas diveza e lavare ato ar chapeled hed-ha-hed. Merc’h oa da eur marechal coz eus an Impalaerded kenta. He zad, he mam hag he fried he c’harie dreist.
Pinvidigez, iaouankiz, gened, eurusdet, ne vanke netra dezhi. Edo o paouez gouilloudi, hag e doa het eur map. Mad, e creiz an oll eurusdet-ze eus an douar, setu en eun taol e voa red dezhi mervel. Eur c’hlenved hag a laz ato a voa croget enhi, hag e ranke mervel ! hag eo me a voa carget da gas dezhi ar c’helou euzuz-ze. Mont a ris.
He mam a ioa mantret gant glac’har, he fried ne vouie ket petra rea gant he anken, he zad a ioa sebezet oll, cals muioc’h eget ar vam, ar pez a veler meur a vech. Aliez em eus evesseat penaus, pa zigouez eun anken vras bennag, ar merc’hed christen a gaf muioc’h a ners da zougen ho foan evit ar vrezelourien caloneca. Mont a riz eta en ti glac’haret-ze, ha ne vouien penaus tostaat oc’h an hini glan. Pe ger souezet ne vouen-me ket, pa voan eat beteg enhi, oc’h he guelet laouen o vusc’hoarzin ouzin ! Ia, ar c’hreg iaouanc-ze pehini a iea da veza sammet dre eur maro trum eus a greiz oll blijadurezou ar vuez-ma, a iea da veza dispartiet dioc’h he zud he c’harie kement, ar c’hreg iaouanc-ze a vusc’hoarze ouzin ! Ar maro a dostea a lammou braz ; her gouzout a rea, ba gouscoude he laouenidigez a voa trec’h d’he anken.
Ne allis ket miret da lavaret dezhi : Pebez taol, va merc’h ! hag hi a respontas din gant eur vouez ha ne allin morse da ancounac’haat : — ha ne gredit-hu ket ez in d’an Env ?
— Va merc’h, eme ve, esperans vad am eus.
— Ha me, va zad, a so sur.
— Ha petra ra deoc’h, va merc’h, beza sur ?
— Eun ali o poa roet din guech all.
— Pe seurt ali ?
— Pa ris va fasc kenta, o poa va aliet da lavaret bemdez, ha da lavaret caloneg an Ave Maria. Hen lavaret em eus ep mancout, ha zoken pevar bloas so em eus lavaret bemdez ar chapeled, ha setu perag oun sur da vont d’an Env !
— Ha penaus, eme ve ?
— Ne allan ket cridi, emezhi, hag ar zonch-ze ne da ket diouzin abaoue ma zoun clan, ne allan ket cridi em befe, epad pevar bloas, lavaret antercant guech bemdez d’ar Verc’hez : Santez Mari, mam da Zoue, pedit evidon, pec’herez baour, brema hag en heur eus va maro, ha ne ve ket Mari em c’hichen ama brema pa zan da vervel. Ema-hi aze, me zo sur ; pidi a ra evidon, hag em c’hasso d’an env.
Setu eno petra lavare din ar c’hreg iaouanc-ze, ha neuze e velis ar pez n’oun ket guest da verca, eur maro e guirionez eurus. Guelet a riz ar grouadurez-ze diners, sammet divar greiz he c’haera oad, o kuitat oll blijadurezou an douar, eun tad, eur vam, eur pried hag he c’harie hag a garie ive kement, eur bugel hag a gouste ker ker dezhi ; he guelet a riz o kuitat kementse oll, ne ket ep daelou, mes gant laouenidigez, o consoli, o kennerzi he zad, he mam, he fried, o vennigen he bugel ; hag etouez kementse ne vele nemet an env, ne gomze nemet eus an env, hag he huanad diveza a voue eur musc’hoarz oc’h dor ar baradoz.