Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 26-32)



Kilhog Sant Per


————


Kakara… kaa ! Kakarakaa ! Kakaraka !…

Sant Per a yoa kousket en e lochennig, e-kichen dor ar baradoz, pa glevas eur c’hilhog o kana evel-se eus holl nerz e gornailhen. Setu hen o tihuna en eul lamm, hag o sevel en e goaze. Hag e klaskas gouzout pe vare e c’helle beza. « Unan… diou… teir ! Ya, teir heur e c’helle beza. P’eo gwir e kân ar c’hilhog ken abret, me laka e vezo kaer an amzer hizio, deiz gouel bras an Holl-Zent… Gwella ’z eo, avat ! Rak n’eo ket ebat kaout amzer fall… zoken er baradoz. Hum ! kouls eo d’in sevel ! Ne dalv ken d’in chom em gwele, rak ne gouskin ket mui. Ar re goz eveldoun ne reont nemet eur c’housk, koll a rafen va amzer oc’h astenn a-nevez, ha neuze, ar c’hilhog, va mignon koz, a c’hellfe ober gwap eus douger alc’houeziou ar baradoz… Evel-se ’ta, houp !… Er-meaz ! »

Hag e tilammas eus e wele a brins evit mont da dana ar c’houlaouen a yoa en eur c’hantolor aour ; goude e wiskas e zilhad, war e bouezig, evel ma rea pep tra.

O veza m’edo gouel an Holl-Zent, gouel brasa ar baradoz goude gouel an Dreinded, sant Per a glaskas e zilhad kaera da wiska. Ha bez en doa dilhad kaer, me lavar d’eoc’h.

Na brao e oa da welet gwisket gant e zae liou aour na veze lakeat nemet d’ar goueliou brasa ! gant e voutouigou voulouz rus, bouklou arc’hant warnezo ! gant e c’houriz seiz gwenn, outi bouchonou aour a-ispilh betek e zaoulin ; war e benn ez oa eur galabousen round, e seiz du, hag a c’holoe dereat e benn moal. En eur ger, pep tra en e wiskamant a yoa evit ar gwella.

Pesketerien Douarnenez o-unan a vije bet lorc’h enno e welet o zant paeron gwisket ken gran. N’o divije ken hen anavezet zoken, ken dishenvel e oa dioc’h an pesketaer a daole gwechall e rouejou war lenn Jenezaret, gant e-dad Jonaz hag e vreur hena Andreaz.

Abaoue, gwir eo, en doa gounezet tizout betek ar renk uhella, o pesketa tud war eur mor eun tamm mat falloc’h eget hini e vro. Deuet e oa zoken da veza eur mestr gouiziek er vicher zieas-se, p’eo gwir e oa bet lakeat da sturier. Hogen, an amzer-ze a yoa tremenet pell a yoa.

Epad m’en em wiske, sant Per a rea ar pez a hanver ar beden a galon, evel ma ra bep mintin an holl dud devot : « N’eus forz, a lavare, ma ne vije ket deuet ar c’hilhog d’am dihuna p’edon oc’h en em reustla e spern va nac’hedigeziou heuzus, marteze ne vije ket deuet a geuz d’in, ha neuze, e pe leac’h e vijen-me brema ? N’eo ket er baradoz, a dra-zur, o nan ! e-kichen Judaz, en ifern, an dra-ze avat na laran ket. Mil bennoz d’eoc’h, Doue ma delezus, da veza lakeat ar c’hilhog da gana ! »

Hag e krene e galon baour gant an derzien.

An nep a zo oc’h ober peden a galon a c’hell beza leun a youl vat da jom gant Doue ; hogen, kaer en deus, ar spered a zo ken dibarfet, ha n’eus forz peger santel eo an den, ne viro ket outan da c’hournijal ama hag a-hont, zoken epad ar beden. Sonjezonou a bep seurt a deu, evel kelien fall, da laerez diganeomp ar mel a davomp o pleustri ar gwirioneziou kristen.

Hag ar gward galloudus a lavare evel-hen outan e-unan : « Daoust hag e peleac’h en deus kanet ar c’hilhog-se a zo bet bremaïk o tihuna ac’hanoun ?… N’eo keter baradoz ; ama, ganeomp-ni, n’ez eus ket a loened ; n’ema ket ar c’hiz, ha n’eo ket mat e vije, rak, al loened, tro pe dro, a laka droug er re o deus da ober outo, hag awechou zoken e teu ganto komzou ha ne vezont ket implijet en Iliz !… Daoust hag en e vije er-meaz, mitu !… Ya, er-meaz eo e rank beza… Gwelomp.

Ha neuze, krak ! e tigor an draf a yoa en nor, hag e laka e benn er-meaz evit sellet a bep tu.

— Kakaraka ! Kakarakaa !! Kakarakaaa !!! »

O welet dremm skedus ha laouen an aotrou sant Per, ar c’hilhog en doa kredet gwelet an heol ; en dro d’ar baradoz an noz a yoa tenval-zac’h.

— Ne roï ket peoc’h, te ? glabouser zo ac’hanout ! a lavaras sant Per d’ar c’hilhog, kustum ma ’zoa da veza gantan evel eur mignon koz. Peder heur eo, a leverez ? Ha koulskoude, daoust d’in da veza koz, n’em eus ket lakeat eun heur evelato da jench roched ha da wiska va dilhad sul !… Sell ta ! unan bennak a zo ganez, mestouet ?

— « Ya da, Perig ar Porsier. Me eo am eus diaset ar c’hilhog-ma da zihuna ac’hanoc’h ha da ober evel-se plijadur d’eoc’h, rak hizio, mar ne fazian, ema ho kouel bras. »

An diaoul, ar pez fall, eo a gomze evel-se gant e deod melet.

Ar c’hilhog paour a yoa prizoniet etre divreac’h Paol gornek, gag e starde warnan muia ma c’helle, evit ober d’ezan kana.

— « A ! te eo a zo adarre, loen lous ! Petra glaskez dre ama ? lavar ’ta d’in, pintig noz ! »

— « O avat, n’oun ket deuet a-ratoz kaer. Edon oc’h ober eur bale dre aze, P’eo gwir evelato e c’houlennit va ali diganen, me lavaro va mennoz, d’eoc’h-hu dreist-oll, rak muioc’h a fizianz am eus ennoc’h eget en holl zent all ; ya, Perig koant, ar wirionez a lavaran. »

— « Kea atao, teod flour ! »

— « Ya, ha kredi a ran zoken e teufemp d’en em glevet, hag e rafemp braoik hor c’heusteuren hon daou ! »

— « En em glevet da ober petra ? »

— « Dal ! ankounac’heat hoc’h eus adarre ar pez ho poa lavaret en deiz-all ? »

— « Mar kav d’it emaoun-me o vont da skriva da froudennou evit n’o ankounac’haïn ket, te a fazi, va faotr, hag a fazi kalz zoken. A-walc’h a gaierou am eus-me aze evit miret hanoiou ar rea ya hag a deu dre ar baradoz ! Asa, peadra da goll va zammig penn. Hast buan ta lavaret d’in petra zo a nevez ganez ; setu eur pennad brao a zo oun ama daoubleget. Dont a ray d’in ar boan gein… »

— « Gwir eo neuze ’ta n’ouzoc’h ket ? C’hoant am boa da vont aze ive eur pennad da welet : lakaat beg va fri, ha netra ken, evit teurel eur zell war ar baradoz kaer n’em eus ket gwelet abaoue an dervez ma oen stlapet er-meaz. Lavaret a reer ez eo bet kaeraet, ez eo sklerijennet brema, nan mui gant an tan-red, mes gant an acétylène. La ! eun aotre vihan ! Pemp minut hepken ! Evit eur wech ! eur wech, ha peoc’h goude ! Ha c’houi neuze a vezo ar c’haera eus ar c’haera sent, hag ar gwella anezo holl !… Ha mea yelo d’hen embanna e pep leac’h goude. »

— « Nan, mil gwech nan !… Perak ’ta, ginaoueg, n’out ket chomet ennan pa edos ? »

— « Ze, Perig ar Porsier, n’eo ket eun abeg eo ; hag arabat eo d’eoc’h mont en egar evel-se, den santel ! Me n’em eus c’hoant ebet da ober d’eoc’h teari. »

— « C’hoant ec’h eus da c’houzout perak n’az lezan ket da lakaat da dreid er baradoz ? Her gouzout mat a rez da-unan ; flear zo ganez war hed eul leo tro-war-dro ! Ya, c’houez ar rostet a zo oc’h da heul ; ha ma vijes, — Doue ra viro ! – lezet da vont er baradoz, ha pa ne ve ken nemet eur pennadig, e vije red epad eur miz, goude-ze, skuba, gwalc’hi ha sec’ha bemdez kement tra gaer a zo aze, evit kas kuit ar c’houez kasaüs a glever ganez, loen lous ! Hag an dra-ze a rofe re a labour d’an elez… Kea, kea pell diouzin !… »

— « O na c’houi a zo eun den eürus a-zoare !… Eur zant savet uhel eveldoc’h a dlefe evelato beza muioc’h habask ha sederoc’h ouz an dud a renk izel ; ya, me grede an dra-ze betek-hen. »

— « A ! ya, marvat sur emaoun o vont da lezel ac’hanout da zont ! Ha ma vijen sot a-walc’h d’hen ober, me laka e rafes d’in eun dreuflezen bennak, atao ez peus re nevez ez sac’h, louarn koz ma ’z out ! »

— « Me, tenna d’eoc’h eur dreuflezen ? O sant benniget ! n’am ana vezit ket mat, war a welan ! Ha penaos e rafen goude m’am bije c’hoant da ober ? Livirit d’in ’ta penaos ? »

— « Oc’h ober evel ar Breizad-ze, a c’houlenne eveldout ober eur zell er baradoz ; roet e oe d’ezan dioc’h e c’houlen, ha neuze, n’ouzout ket petra reas ? Eur sac’h a yoa gantan. Ac’hanta, teurel a reas e zac’h ebarz. Ha goude e c’houlennas beza lezet da vont d’e gerc’hat. Lezet e oe. Azeza reas warnan ker brao ha tra, re vrao zoken, war va meno rak pa’z is da lavaret d’ezan dont ermeas, e lavaras d’in ken dichek : « Me a zo ama em feadra hag a jomo daoust da bep tra ! » Hag aze ema abaoue ive. Te, Satanaz, a rafe d’in me eun dra bennak evel-se ive. »

— « Me, aotrou sant Per ? ô ne rafen ket. Me a vezo leal betek penn, hag a vezo, mardazero ! Hennez, Perig, a yoa eun Tregeriad, ha, gouzout a rit, Tregeriz a zo brudet evel filouterien begou flour. »

— « Emaout oc’h ober gwap, loen lostek ! Gortoz ! gortoz ! mont a ran da ober d’it paea d’in. Me zesko d’it petra eo lavaret droug diwarbenn ar Vretoned ! »

Ha kerkent, krik ! krak ! an nor a zigoras, ha sant Per a astennas e c’har evit rei eun taol troad e r… an diaoul. Mes an diaoul en doa klevet ar c’houez, hag evit tec’het araok an taol e troas prim a gostez. Kement a lans a yoa gant troad ar Porsier, ma’z eas e votezig voulouz rus eus e droad da goueza e-kichenik an diaoul. Paolig na oe ket pell evit he dastum hag he lakaat dindan e gazel gleiz. Starda rea warni zoken gant aon d’he c’holl. Dindan ar gazel-all e starde e gilhog, ar paour kez kilhog, a gane gwasoc’h-gwaz, peadra da regi e gornailhen :

— « Kakaraka ! Kakarakaa !! Kakarakaaa !!! »

Ha sant Per dipitet a-walc’h, me lavar d’eoc’h, a chaoke etre e zent, « Pebeuz laer ! Kas gantan va botezig voulouz ! Kas gantan va chilhogig ! N’eus ket da lavaret, ar c’hilhog se a zo bet laeret gantan ivez en eun tu bennak. E pe leach ? An dra ze avat n’ouzon ket ! Red e vezo d’in beza war evez eur wech-all. »

Hag o veza n’en doa nemet eur votez, sant Per a gasas eun eal da rei urz da zant Krepin da ober d’ar Porsier eur votez voulouz rus, gant eur boukl arc’hant war c’horre, hervez ar muzulou en doa kemeret war e dreid pell bras a yoa.

Da c’hedal avat ma vije great e votez, ar zant kez a rankas kuzat e droad noaz dindan e zaë hir livet en aour…


————