Da betra ’tal eta genel ?
Na zo dre-holl ’met fallantez :
Gwela ’reomp en hor c’havel,
Gwela ’reomp ’pad hor buhez.
Ha bet oun-me heb huanad
Eur zunvez, eun dervez hepken ?
An douar koulskoude ’zo mad,
Mez pegemen fall eo an den !
Baleet ’m euz ’n em yaouankiz :
N’ am euz gwelet ’met skouer hudur,
Ha distroet ’oun wrar ma c’hiz,
Bepred hep peuc’h na plijadur.
Ha setu me brema em bro :
Ar meaziou ’zo ’vel diagent,
Mez me ’zo ’vel eun den maro
Evit mignoned ha kerent.
N’int ket ’vit klevout ma spered,
Hag ouz ma mouez ec’h int bouzar ;
O daoulagadou ’zo stouvet
Ha ma re gleb gand ar glac’har,
Oh ! mar befe c’hoaz evidoun
Eur c’hornik douar ankoueet,
Eun enezen, ’n kreiz ar mor doun,
’Vit astenn ma c’horf distrounket !
Eur c’horn, eun enezen heb tud,
Mentet deus ma hed ha ma led,
Lec’h n’arrufe biken ar vrud
Deus pez a dremen war ar bed !
Mez, siouaz ! en Amzer Nevez,
Evidoun na zo ken distro :
War ribl ar mor, er c’hoajou gouez,
Dre-holl an den fall en c’havo.
War betore hent mond brema,
Pa welan arru ar gozni,
Pa n’ am euz breur ’vit ma skoazia
Na bugel ’vit ma frealzi.
Gwasa, gwasa tristidigez !
Ma fenn a gouez war va barlen…
Trec’het ec’h oun gand an enkrez…
Troc’het ’m euz kerden ma zelen…
|