Kloarek Ar Glaouiar

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kloarek ar Glaouiar.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 420-426)



KLOAREK AR GLAOUIAR
______


I


   Kloarek Ar Glaouiar a sonje
Bikenn er prizon n’ hec’h aje ;
Koulzgoude hec’h eo em dromplet,
Eman er prizon en Gwened.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Merc’h ’r Senechal euz ar gêr-ma
A zo bet manket er bloaz-ma,
Hag a zo deut da damal d’in,
Met he zad n’hi rofe ket d’in. [1]


II


   Kloarek Ar Glaouiar a lâre,
En he brizon, un dez a oe :
— Na gavfenn ket ur mesajer
A gasfe ’wit-on ul lizer?

   A gasfe ’wit-on ul lizer,
Da lâret d’am zad dont en kêr;
Da lâret d’am zad dont aman,
Digas un tamm arc’hant gant-han,

   D’akuita he gloarek iaouank,
’Zo de ha noz en nec’hamant?
— Skrivet ho lizer pa garfet,
Mesajerrienn na vanko ket.


   Ar Glaouiar koz a lavare,
En lizer he vab pa lenne :
— Dibret d’in m’inkane roïal,
Ma ’c’h inn-me da Wened raktal ;

   Sammet anehan a arc’hant,
D’akuita ma c’hloarek iaouank ;
D’akuita ma c’hloarek iaouank,
’Zo noz ha de en nec’hamant !


III


   Ar Glaouiar koz a lavare,
En kêr Gwened pa arrue :
— Demad ha joa holl er gêr-ma,
Ha prizon kêr pelec’h ema ?...

. . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Ar Glaouiar koz a lavare
D’ar Senechal hag en de-se :
— Laket ma mab bars ar valanz.
Me roï d’ac’h he bouez a chevanz ;

   Mar na ve a-walc’h kement-se,
Me ’lakaï pouez ma inkane ;
Me ’lakaï pouez ma inkane,
Ma dibr ha me war ho c’houre !

   Ar Senechal a lavare
D’ar Glaouiar koz, pa hen klewe :
— Me ’disko kloer ’r baïsanted
Da debauch ann dimezelled !

   Kloarek Ar Glaouiar a lâras
D’he dad, kerkent ha ma klewas :
— Ma zadig paour, et-c’hui d’ar gêr,
Lest ’r justis d’obet he dever.


IV


   P’ee kloarek ’r Glaouiar d’ar maro,
Mont ’ree en ur gwiskamant vrao ;
Indann-han ’zo un abit wenn,
Hag un tok kastor war he benn ;

   Hag un tok kastor war he benn,
Ha warnehan ’zo er fleurenn.
Kloarek Ar Glaouiar a lâre,
’Biou pors ’r Senechal pa dremene :


   — Pelec’h ’man Godig ’r Senechal,
Pa n’ ’man war ar ru o vragal ;
Pa n’ ’man war ar ru o vragal,
Indan-hi un abit skarial ?

   — ’Mèdi ’n ur gambr alc’houeet mad,
Ann alc’houez en godell he zad.
Kloarek Ar Glaouiar a lâre,
’N kichenn ar chafot p’arrue :

   — Roët d’in-me ma violanz,
Ma soninn c’hoaz d’ann dud-iaouank,
Ma klewo ann dud diwar-dro,
Ispisial ’r re zo ’r c’hambrjo.

   God ’r Senechal pa d-eûs klewet,
Linsellio he gwele d-eûs roget,
A ’d-eûs roget he linsellio,
D’ober kerdenn da dont d’ann traon.

   God Ar Senechal a lâre
’N kichenn ar chafot p’arrue :
— C’hui, ma zad, ’zo aze war ho torchenn,
Me garfe ho koûg euz ar gordenn !

   Mar d’on-me merc’h ar Senechal,
’Vô grét un darn euz ma lavar :
Diskennet ar c’hloarek d’ann traon,
Brema-soudenn m’hen eureujo !

   Deus al lec’h-se kloarek paotr mad,
D’ lakad badeï merc’h pe vab,
Neuze me ’werzo ma dillad,
’Ielo d’ar parik da labourad.

   Ar Glaouiar koz a lavaras
Da C’hod ’r Senechal, p’hi c’hlewas :
— Hag as pe tric’houec’h ’vugale,
En satinn-gwenn me ’wisko ’nn he ;

   M’ho gwisko holl en satinn-gwenn,
Ho c’haso d’ar skool ’n ur vandenn.
Seis kar houarnet ’zo em zi,
Un denn kezek da bep-hini ;


   Daou inkane er marchosi,
Unan ’vô d’ac’h, un’ all ’vô d’in ;
Unan ’vô d’ac’h, un’ all ’vô d’in,
En ti ’r Senechal n-eûs hini.


Kanet gant Pipi Ar Gwilherm,
Leshanwet Jolori, mewel,
Plouguernevel. — 1854.


____________
  1. Variante : Eman er prizon en Gwened,
    Lec’h na zeu kristenn d’hen gwelet ;
    Lec’h na zeu kristenn d’hen gwelet,
    Met al logod hag ar rac’hed ;

       Al logod hag ar rac’hed du
    A ra he ganvo en daou du.
    Met a-boe m’eo et da Roazon,
    Eo digomerret ’vel ur baron.

       Gant ’nn aotrone, ’nn dimezelled,
    Ann dud-jentil diwar ho c’hezek :
    — Kloarek ’r Glaouiar, petra ’c’h eûs grêt,
    ’Wit bea er prizon laket ?

       — Merc’h ar Senechal ar gêr-ma
    A zo bet frajil er bloaz-ma ;
    Fellout ’ra d’ezhi tamal d’in,
    Me ’zo kontant d’hi eureuji.