Annaig Lukas
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Annaïg Lukaz.
Annaïg Lukas a lavare
D’ann aotro Ar Glazon, un dez oe :
— Pa vô linadek er vereri,
Aotro ’r Glazon, me ’ielo d’êhi ?
— Annaïg, c’hui n’eo ket hoc’h affer
Mont er bloaz-ma d’al linadeïer ;
Mont er bloaz-ma d’al linadeïer,
Annaïg Lukas, chommet er gêr.
Annaïg Lukas a lavare
D’ar vereres, un dez a oe :
— Pa ’vô al linadek en ho ti,
Mereres, me a ielo d’êhi.
— Annaïg, divezad ’c’h eûs komzet,
Rag hirie ema ma linadek.
— Pa ’c’h efet da gas d’hê ho merenn,
Me a ielo ganec’h da bourmenn.
Pa ve debret ho merenn gant-hê,
Ann dud iaouank ’ve joaüs ha gè ;
Hag hec’h int komanset da c’hoari,
Annaïg en kreis ar jolori.
Ma komansas he fri da voada,
Ha poull-he-c’halon da zivera.
Ma lâre ann holl, bihan ha braz,
Manket hec’h eo Annaïg Lukas !
Hag Annaïg Lukas a oele,
Na gave nikun hi c’honsolje ;
Na gave nikun hi c’honsolje,
Met ar vereres, honnes a ree ;
Honnes a lâre d’êhi bepred :
— Tawet, Annaïg, na oelet ket ;
Tawet, Annaïg, na oelet ket,
Rag kement-ma na vô ket brudet !
’Benn ann dewarlerc’h da greis de,
’Doa Anna Lukas kezlo newe :
’0a deut tric’houec’h archer a Roazon
Da gerc’had Annaïg d’ar prizon.
Ann tric’houec’h archer c’houlenne
Euz ann tric’houec’h kadet, en de-se :
— Demad ha joa d’ann holl en ti-ma,
Annaïg Lukas pelec’h ema?
— Emèdi er sal hoc’h ampezi,
Aotrone, petra faot anezhi ?
— Ni ’zo deut tric’houec’h en ur vandenn
Da gerc’had Annaïg d’ar gouent.
Ann tric’houec’h kadet a respontjont
D’ann tric’houec’h archer, pa ho c’hlewjont :
— Na eo ket gant ar seurt paotjred
’C’h a ar merc’hed da leanezed.
— Ni ’zo deut tric’houec’h en ur vandenn,
Da gerc’had Annaïg d’ar prizon.
— Na pe torfed a deveus-hi grêt,
Pa deu ann archerienn d’hi c’herc’had ?
— Treuzplantet a d-eûs en he jardinn
Ur blantennig euz a louzou-finn ;
N-eûs ket grêt ar blantenn a finn vad,
Komans a ra he grizio gwasad.
Ann tric’houec’h archer a c’houlenne
Euz Annaïg Lukas, en de-se :
— Annaïg Lukas, pe c’hui ’gerzo,
Pe euz lost ar marc’h c’hui a draïno ?
Ann tric’houec’h kadet a respontjont
D’ann tric’houec’h archer na pa glewjont :
— Annaïg Lukas na gerzo ket,
Na euz lost ar marc’h na draïno ket ;
Kezek ’walc’h ’n eus hon breur Ar Glazon,
Ewit kas Annaïg d’ar prizon.
Ha tud-jentil kêr a lavare
Gant ar ru d’ann nec’h na pa save :
— Na itron Varia ann Drindet,
Sellet ann dimezell dic’hizet !
— Dimezell dic’hizet na on ket,
O serviji noblanz ez on bet ;
Bet on o serviji en un ti
Lec’h ma oa naontek a dud-jentil ;
Hag holl ho c’havenn tud-a-feson
Nemet ar mab-henan, Ar Glazon ;
Gant hennes oa rèd d’inn kousanti,
Pe souffr ’r maro, — me gave kri.
Ar jeolieres a lavare
D’ann dud ar justis nag en de-se :
— Holl dud ar justis, mar am c’hredet,
Annaïg d’ar prizon na ielo ket ;
Annaïg d’ar prizon na ielo ket,
M’hi lakaïo en kambr ma merc’hed.
Annaïg Lukas a lavare
Na d’ar jeolieres, en de-se :
— Itron Varia euz a Greis-Kêr,
Na gavfenn-me ket ur mesajer,
A gasfe ewit-on ul lizer
D’ann aotro ’r Glazon da dont en kêr ?
Ar jeolieres a lavaras
D’Annaïg Lukas, pa hi c’hlewas :
— Skrivet ho lizero pa garfet,
M’ho c’haso ma hunan, mar be rèd.
Pa arruas al lizer gant-han,
Ez oa-han euz he daol o konian ;
Ez oa-han euz he daol o koanian,
Ha kompagnones a oa gant-han ;
Ha na c’helle ket lenn al lizer,
Gant ann daero ’c’hlebia ’r paper ;
Ha na c’helle ket hen lenn da vad,
Gant ann daero en he daoulagad.
Ann aotro Ar Glazon a lavare
Da he baotr marchosi, en noz-se :
— Lak’ d’in ma c’harrons war veg he goch,
Ewit mont d’ar Glazon fed-a-noz.
Ann aotro Ar Glazon c’houlenne,
En maner Ar Glaz pa arrue :
— Demad ha joa d’ac’h holl en ti-ma,
Petra a zo a-newez aman ?
Perrag na zeu den d’am saludi ?
Annaïg Lukas pelec’h eman-hi ?
Hag he dric’houec’h breur a lavarjont
D’ann aotro Ar Glazon, p’hen klewjont :
— Et eo Anna Lukas d’ar prizon,
It-c’hui primm d’hi c’herchad, da Roazon.
— Ma hunan da vouit-hi na inn ket,
Ma zric’houec'h breur, ganen a teufet.
Annaïg Lukas a c’houlenne
Digant ar jeolieres, un dez ’oe :
— Daoust petra a-newe ’zo en kêr,
Krena ’ra ar prizon en antier ?
Ar jeolieres a lavaras
Da Annaïg Lukas, p’hi c’hlewas :
— Annaïg Lukas, em gonsolet,
Arru eo Ar Glazon d’ho kerc’het ;
Arru eo Ar Glazon d’ho kerc’het,
Gant-han naontek karrons akoutret.
Ann aotro Ar Glazon c’houlenne,
Bars en kêr Roazon pa arrue :
— Demad ha joa d’ac’h holl er gêr-ma,
Pelec’h eman ar prizon ama ?
Pelec’h eman ar prizon aman
Eman Annaïg Lukas en-han ?
Ar jeolieres a lavaras
D’ann aotro ’r Glazon, ’vel m’hen klewas :
— Annaïg n’eman ket er prizon,
Dleet a oa enor d’ar Glazon ;
Annaïg er prizon n’eman ket,
Rag eman er gambr gant ma merc’hed ;
Rag eman er gambr gant ma merc’hed,
Enor d’ar Glazon a oa dleet.
Ann aotro ’r Glazon, p’hen eus klewet,
Pemp kant skoed d’êhi hen eus roët :
— Dalet, jeolieres, kontet arc’hant,
C’hoas ho pô, mar na hoc’h ket kontant.
Ma ’vije Annaïg Lukas lac’het,
Ann tan bars en kêr am boa laket;
Me ’m bije laket ann tan en kêr,
Rag pouar am eûs ’wit hen ober !
Ann aotro ’r Glazon a lavare
D’Annaïg Lukas nag en de-se :
— Mar ho pije ouzinn ansavet,
Ur vageres d’ac’h am boa klasket ;
Ur vageres ken kaer hag ann de,
Ha pa goustje ur pistol bemde.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Annaïg Lukas a lavare
En maner Ar Glaz pa arrue :
— Na digorret frank ar prennestro,
Ma teui’ ar baourienn a vandenno ;
Ma teui’ ar baourienn d’am c’havet,
Ho deveus ma buhe rekouret;
Mar on-me o vont da varones,
Me a zo bet iwe klaskeres.
N-eûs netra ’tourmanti ma speret,
Met ma bugel am eus lac’het ;
Nemet ma bugel am eûs lac’het,
Er jardinn am boa-han plantet;
Plantet am boa ’n ehan er jardinn,
Indann ur voujennad louzou-finn :
N-eûs ket grêt ar blantenn a finn-vad,
Dont a ra he griziou da wasâd !
Kanet gant Mari Daniel,
a barouz DUAULT.
— Mar be linadek er verèri,
Aotro ’r Glazon, me ielo d’êhi ;
Me a ielo d’êhi, ’wit pourmenn,
Gwelet ann dud hag ar sonerrienn.
Ann aotro ar markis a lâre,
Da Annaïg Lukas, p’hi c’hlewe :
— Annaïg, ouzinn-me mar sentet,
D’al linadek c’hui na efet ket.
Mont a ra ar markis da Baris,
Hag e lês Annaïg ’n he divis.
’Vel ma oa geign gant-han troët,
Annaïg Lukas a ’d-eûs lâret :
— Beet drouk gant ann nep a garo,
’Wit d’al linadek me a ielo.
P’efet, mereres, da gas merenn,
Me a ielo iwe ’wit pourmenn;
Me a ielo iwe ’wit pourmenn,
Da welet ann dud, ar sonerrienn,
— Annaïg Lukas, mar am c’hredet,
D’al linadek c’hui na efet ket ;
D’al linadek c’hui na efet ket,
P’arruo ann aotro ’vô fachet.
Annaïg na d-eûs ket bet sentet.
Ha d’al linadek hec’h eo bet êt.
Na pa ve debret gant-hê ho fred,
Iaouankis a ve joaüs bepred ;
Iaouankis a ve joaüs bepred,
Ar sôner da sôn ’zo komanset.
Na pa gomans ar sôner da son,
Annaïg a dripe he c’halon.
Ha komans a eure ar c’hoari,
Hag Annaïg ’n kreis ar jolori.
’Man Annaïg ’n kreis ar jolori,
Hag ar goad da lampad dious he fri ;
Ar goad da lampad dious he fri,
Ha kerkent al les euz he feutrinn ;
Ha kerkent al lês euz he feutrinn,
Setu ann dud iaouank da c’hoarzinn,
Ma lâre ar groage d’ar merc’hed :
— Annaïg Lukas a zo manket ;
Abenn ann dewarlerc’h ar beure,
’Oa en Keraglaz kezlo newe :
— Demad ha Joa holl bars ann ti-ma,
Annaïg Lukas pelec’h ema ?
Baron Keraglaz a lavaras
D’ann archer bihan pa hen klewas :
— Petra d’Annaïg hoc’h eus affer,
Ma ez hoc’h deut ken mitinn d’am c’hêr?
Ann archer bihan a lavaras
D’ann aotro ar baron, p’hen klewas :
— Ni a zo tric’houec’h al leandi,
Da glask Annaïg da gouantji.
Ar baron bihan a lavaras
D’ann archer bihan, pa hen klewas :
— Na eo ket gant ann nep seurt paotred
A ve kouantjet ar merc’hed.
Ann archer bihan a lavare
Da varon Keraglaz p’hen klewe :
— Annaïg ouzomp na nac’het ket,
Rag ni a meump urz d’hi c’homerret.
Ann aotro ar baron a lavare
D’ann archer bihan, eno, neuze :
— Mar hoc’h eus c’hui urz d’hi c’homerret,
Ar sujet d’in-me a lavarfet.
— Diwarbenn ur boked louzou-finn
A d-eûs treuzplantet en ho jardinn ;
Na eo ket treuzplantet er c’houlz-vad.
Dont a ra he wrizio da wasâd.
— Eman duze bars ar gambr a-dreg,
Mar t-eûs-te urz da hi c’homerret.
Ma vije ma breur henan er gér,
N’ vije ket c’hoarveet ar seurt affer.
Ann archer bihan a lavare
Da Annaïg Lukas en de-se :
— Daoust Annaïg, pe c’hui a gerzon,
Pe euz lost ar marc’h c’hui a draino?
Ar baron neuze a lavaras
D’ann archer bihan, pa hen klewas :
— Annaïg Lukas na gerzo ket,
Hag euz lost ho marc’h n’hi zraïnfet ket.
Baron Ar Glazon a lavare
Da he baotr marchosi, en de-se :
— Dibr d’in-me ma marc’h, dibr-han êset,
Na vô ket kalon Annaïg diblaset.
Annaïg Lukas a lavare
D’ann archer bihan nag en de-se :
— Tric’houec’h mab a di a zo aman,
Ha diout-hê holl e tremenan ;
Ha diout-hê holl e tremenan,
Ha gant ar mab-henan e kouskan.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar jeolieres a lavaras
D’ann archer bihan, vel m’hen klewas :
— Annaïg Lukas n’ vô ket prisoniet,
Enor d’ar Glazon a zo dleet ;
M’hi lakaï’ en kambr ma dimezelled,
Ur gwele-plun ’defo da gousket.
Annaïg Lukas a lavare,
Euz prennestr he c’hambr, en he c’hoanze :
— Itron Varia euz a Greis-Kêr,
Ha na gavfenn ket ur mesajer,
A gasfe ewit-on ul lizer
Da lâret d’ar baron dont en kêr ?
Ar jeolieres a lavaras
D’Annaïg Lukas, pa hi c’hlewas :
— Na skrivet ho lizer pa garfet,
Mesajer d’hen kas na vanko ket.
Ar jeolieres a lavare
En Keraglaz na pa arrue :
— Demad ha joa holl bars ann ti-ma,
Mab-henan Ar Glazon pelec’h ema ?
Mab-henan Ar Glazon a oa er gambr,
Ha gant-han oa dimezellet koant.
Ar vates vihan a lavaras
D’ar jeolieres, p’hi c’hlewas :
— Mab-henan ’r Glaz n’eman ket er gêr,
Et hec’h eo en un tammig affer ;
Tri de ’zo a-boe ma hec’h eo êt,
A-c’hann da dri-all n’arruo ket.
— Aotro Doue, pelec’h hec’h eo et ?
En Roazon hen deveus affer preset !
Mab-henan Ar Glazon, pa glewas,
D’ann traon gant ar vinz a ziskennas ;
D’ann traon gant ar vinz eo diskennet,
Ar jeolieres hen eus saludet.
Ar jeolieres a lavaras,
Da varon Keraglaz, pa hen gwelas :
— Komerret c’hui kador hag azeet,
Dalet, baron Keraglaz, ha lennet.
Ha n’hen defoa ket digorret mad,
Ma oa ann dour war he daoulagad.
Baron Keraglaz a lavare
D’he vates vihan nag en de-se : !
— Nag ewit petra ma nac’hes-te
Euz tud a deu d’am gwelet a geït-se ?
Baron Keraglaz a lavare
Na d’he baotr marchosi en de-se :
— Laket-c’hui ar marc’h a-rok ar c’hoch.
Me a renk mont da Roazon fenoz.
Annaïg Lukas a lavare
A brennestr he c’hambr, en he c’hoanze
— Nag itron Varia ann Drindet,
Sellet-c’hui ma buhe savetet !
Me ’glew ar baron arra en kêr,
Krena ’ra ar pave en antier.
Baron Keraglaz a lavare
Er gêr a Roazon pa arrue :
— Demad ha joa d’ac’h holl er gêr-ma,
Pelec’h ’mèdi ar prizon ama ?
Ar jeolieres a lavaras
Da varon Keraglaz, p’hen klewas :
— Annaïg na eo ket prisoniet,
’Man en kambr gant ma dimezelled.
Baron Keraglas a lavaras
D’ar jeolieres, p’hi c’hlewas :
— Ma vije êt Annaïg er prizon,
Me am boa glac’haret ho kalon ;
Lakêt ann tan en pewar c’horn kêr,
Bea ’m eus ar pouer d’hen ober.
Markis Keraglaz a lavare
Da Annaïg Lukas, en de-se :
— Na deut-c’hli ama war ma barlenn,
Deut-c’hui bars ma c’harrons diarc’henn ;
Deut-c’hui bars ma c’harrons diarc’henn,
Ha bet charitabl wit ar baourienn;
Roët d’hê ann aluzenn bemde,
Ha ter gwez ar sonn ar galite ;
Jün da verc’her ha da wener,
’Wit enori maro hon Zalwer.
Muia tra ma ez hoc’h bet manket,
Eo ho krouadur hoc’h eûs lac’het.
— Na eo ket lac’het ma c’hrouadur,
Kag emèdi en Leon o vezur.
— En Keraglaz pa arrufet,
Dirag Doue ni a vô unanet !
Kanet gant Mari-Job Kerival,
Plouaret. — 1848.