Kloarek Javre
Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz a zo ’newe savet ;
A zo grêt da gloarek Javre,
Gwasa païsant a vale.
Gouzoud a ree skriva ha lenn,
Lâret d’ann dud ho flanedenn ;
Ouspenn ez oa blasfematour,
Ha goude ’oa violatour.
Kenta hen eûs bet violet,
’Oa ur vroeg ’newe-gwillioudet ;
P’oar êt d’ober ar vadeziant
’C’h antreas en ti ann tirant.
’C’h antreas ann tirant en ti,
Ha mont en he gwele gant-hi ;
Ha grêt he volonte gant-hi,
’Lemas he buhe digant-hi.
Ur plac’h iaouank euz ar barous
Hec’h arruas gant-hi ’r memeuz (tra) ;
P’hen defoe grêt he volonte,
’Lemas digant-hi he buhe.
Pa oa o vont gant ann hent-braz,
Ur vroeg iaouank a rankontras :
— Groeg iaouank, d’in-me lavaret
Pelec’h hec’h et, pe hec’h hoc’h bet ;
Pelec’h hec’h et, pe hec’h hoc’h bet,
Pe ’man hoc’h esper da vonet ?
— D’ar gêr a esperan monet,
Mar les Doue ganen iec’het.
— Groegig iaouank, d’in-me lâret
Pe oad a vugale ’douget?
— Bugale a eis mis hanter,
Hogos achu eo ma amzer.
Hen tenna he goutelassenn,
Hag hi zroc’ha dre he bandenn;
Hag hi zroc’ha dre he bandenn,
’Teurrel he bugale ’n ur spernenn;
Golo he c’horf ’n ur bern delio,
He daoudorn en he c’hosteio.
Ur c’hloarek iaouank, o tremen,
A remerkas ann daou vugel :
— Daou vugel baour, d’in-me lâret,
Petra el lec’h-se a glasket?
Ar vugaligo a gomzas
Neuze soudenn, dre virakl braz :
— Ni a ve aman ekselant,
Mar hor be bet ar vadeziant ;
Ma ê ar fripon Glaoud Javre
’N eûs lemet diganimp hon buhe !
Ar c’hloarek iaouank pa glewas,
Ann daou vugel a gristenas,
Ha kerkent ma ’z int kristenet,
War al lec’h ez int desedet ;
War al lec’h ez int desedet,
Ha d’ar joaïo ez int bet et !....
Pa oa ar c’hure, ar person,
Hoc’h ober tro ’r prosession,
Hoc’h ober tro ar sakramant,
O tont er vered ann tirant ;
Bars ar vered e tilampas,
Hag en he zorn ur gontel noas.
Ar bêlek, gant aoun dirazhan,
’Gouez ar sibouer digant-han !
Tud honest ha tud honorabl
’Oa o tougenn ann tabernakl,
Hag e larjont da C’hlaoud Javre :
— Den impi, em denn al lec’h-se !
Em denn prim, kiger Trebeurden,
’Ma liou ar gordenn ’n es kerc’henn !
Prena a ree loened brutal,
Hag ho stage euz ann nor-dâl ;
Euz ann nor-dâl hen ho stage,
Hag eno hen ho diwade.
Pa deue c’hoant d’ehan d’ fumi,
’C’h azee war ar marchepi,
’Tane he gorn euz golo ’l lamp
’Vije dirag ar sakramant.
Ar bempved dez a vis Gwerenn,
’Oe distrujet kiger Trebeurdenn ;
’Oe kiger Trebeurdenn distrujet,
’Wit ann torfedo ’n defoa grêt.
Dastumet en parous Ploulec’h, — 1849.