Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout La Belle Catoise (Duhamel).

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 348-352)



LA BELLE CATOISE
______


I


  Me ’m eus ur blanedenn galet,
Mar ’n eus krouadur war ar bed.

  Ma mamm, pa defoa ma ganet,
D’ur forest vraz d-eûs ma c’haset ;

  D’ur forest vraz, pell euz ma bro,
Ha hi ba ma lezel eno.

  La Feuntenell a oa ganin,
’Zo he blanedenn ’vel m’ hini.

  Un ermit mad ’n eus bon c’havet,
Hennes hen eûs hon instruet ;

  Hennes hen eûs hon instruet,
Ken a oamp daouzek vloaz oajet.

  Pa oamp a daouzek vloaz oajet,
Trezek ’r Russi ez omp bet et;

  Ez omp bet et trezek ’r Russi,
Da boursu hon chanz hon anvoui.

  Bars ar Russi p’omp arruet,
Ma brasa plijadur ’m eus kollet ;

  Ma brasa plijadur ’m eus kollet,
Ha Feuntenell ez oa hanwet.

  Etre Paris hag ar Russi
A zo brezel ha melkoni ;

  A zo brezel ha melkoni,
Hag a zo holl balamour d’in.

  Ter rivier wad am eûs treuzet,
Hag a zo holl war ma sujet.

  Bars en Paris p’on arruet,
D’ serviji noblanz ’on bet êt ;


  Daou gouvert arc’hant ’zo kollet,
Hag a zo d’in-me tamallet ;

  Hag a zo d’in-me tamallet,
Siouas ! d’ar maro ’z on barnet.


II


  La Belle Catoise a lavare
D’he frokuror, un dez a oe :

  — Ma frokuror, mar am c’haret,
War ma fotanz a vo skrivet ;

  War ma fotanz a vo skrivet,
Da welet ar maro am bô bet ;

  Ur re-bennag a arruo,
A glasko revanch ma maro.

  La Belle Catoise a lavare
D’he frokuror, un dez a oe :

  — Me n’ ioullan ket merwel fete,
Ken ’pô komzet gant ar roue.

  — Tawet, la Belle, na oelet ket,
Ewit fete na varwfet ket ;

  Warc’hoaz ar beure, pa vô de.
Me a gomzo gant ar roue.


III


  He frokuror a lavare
D’ar roue, na p’hen salude :

  — Ni meump ur griminales barnet,
Hi distruja na c’hellomp ket.

  Herve klewet he freposio,
Ez eo c’hui, sir, hi delivro ;

  Ez eo c’hui, sir, hi delivro,
La Belle Catoise eo he hano.

  Ar roue, pa hen eus klewet,
Ter-gwez d’ann douar ê koûeet ;

  Ter-gwez d’ann douar ê koueet,
Ar prokuror ’n eûs-han savet.


  Hag ar roue a lavare,
Neuze soudenn, pa divalle :

  — Kement kloc’h a zo er gêr-ma,
Laket an-hê holl da vralla,

  ’Wit ma teuio ’r prosession
D’ gerc’had la Belle euz ar prizon.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  — La Feuntenell, me ’wie mad
As anvejenn euz da lagad.

  — La Belle Catoize, mar am c’haret,
Ganen d’ar pales e teufet,

  Ha warc’hoaz, pa vô deut ann de,
’Vefomp unanet dirag Doue,


Kanet gant Marc’harid Fulup.


____________