Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 456-462)



KOMT AR CHAPEL.
________


I


   Komt ar Chapel, breur ar Markiz,
A zo prisoniet en Paris.

   — Petra ann torfet hen euz gret,
M’eo komt ar Chapel prisoniet ? —

   — Torfet a-walc’h hen euz bet gret,
Paj ar roue gant-han lazet !

   Lazet gant-han paj ar roue,
En he bresanz, gant he gleze !…… —


II


   — Itron Varia a Greiz-ker,
Na gavfenn ket ur messajer,

   A gassfe wit-on ul lizer,
D’ laret d’ar markiz dont en ker ? —

   Ar jeolieres a laraz
Da gomt ar Chapel, p’hen klewaz :

   — Skrivet ho lizer pa garfet,
Messajer a-walc’h ’vo kavet ;

   Messajer a-walc’h vo kavet,
Messajer ar post ’vo kasset.


III


   P’arruaz ’l lizer er Bot-Ilio [1],
Oa ann dansou o vont en-dro.

   — Demad ebars ar maner-ma,
’Nn aotro ’r Markiz pelec’h ema ? —

   — Ar Markiz ’zo et d’ann arme,
Ar Varkizes ’zo ’n hi gwele ;

   Baleit goustadik dre ’nn ti,
Gant ann aoun rag hi dishuni ;

   Gant ann aoun rag hi dishunfec’h,
Ter noz ’zo banne n’ deuz kousket. —

   — Pa ’z eo kousket peder noz ’ zo,
Brema-soudenn m’hi dishuno. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Dalit, Markizes, ul lizer
Digasset dec’h gant ho preur-kaer ;

   Gant ho preur-kaer, breur ar markiz,
A zo prisoniet en Paris. —

   — Petra ann torfed ’n euz-han gret,
M’eo komt ar Chapel prisoniet ? —

   — Torfed a-walc’h hen euz bet gret,
Paj ar roue gant-han lazet ;

   Lazet gant-han paj ar roue,
En he brezanz, gant he gleze !

   Brassa mignon ’n doa ’r roue Franz
Hen euz lazet en he brezanz! —

   Ar Varkizes a lavare
D’hi c’hocherrienn hag en de-se :

   — Laket ’r c’harronz war veg he goch,
Ma ’z iefomp da Baris fenoz !

   Ur c’houec’h ugent lew, pe war dro,
’Zo tre Paris hag ’r Botilio ;

   Pa skuizfe dek marc’h bep kammed,
D’ Baris fenoz me renk monet ! —


IV


   Komt ar Chapel a c’houlenne
A brison Paris, un dez oe :


   — Petra ’zo ’newez er ger-ma,
Ma kreen ar pave er giz-ma ? —

   Ar jeolieres a laraz
Da gomt ar Chapel, p’hen klewaz :

   — Ur c’harronz kaer ’zo vont aman,
Daouzek marc’h-a-linez ’ zo ouz-han ;

   He wiberou en arc’hant-gwenn,
He brennestrou en aour melenn,

   Hag en-han ’zo un dimezell,
Kaera prinses ’zo ’n Breiz-Izell ! —

   Ar Varkizes a lavare,
En lez ar roue p’arrue :

   — Demad, kenenterv rouanes,
Me ’zo deut iaouank d’ho pales,

   Da c’houl’ m’ breur-kaer komt ar Chapel,
Wit he bouesanz a arc’hant-gwen ;

   Wit he bouesanz a arc’hant-gwenn,
Ha kement-all en aour melenn ! —

   Ar rouanes a lavaraz
D’hi c’henenterv, ’vel m’hi c’hlewaz :

   — Diwezadik ho euz komzet,
Sinet he varw gant ma fried ;

   Sinet he varw gant ma fried,
Eneb d’he zinn n’hall ket monet. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Ann den a lez a lavaraz
D’ar Varkizes, vel m’hi c’hlewaz :

   — Warc’hoas da dek-heur er ger-ma
C’hui a welo hen distruja ! —

   — Itron Varia ar Folgoat,
Penaoz hallo ma c’halon pad ;

   Penaoz hallo ma c’halon pad,
Gwelet penn m’ breur-kaer war ur plad !

   Da welet penn ma breurik koant
O ruilla war ur plad-arc’hant !

   Met e-keit ma vinn en buhe
N’ vanko ket brezel d’ar roue ;

   Me ’ia d’ vont d’ar ger war ma giz,
Da gerc’had un tan artifiz


   A dewo palez ar roue
Hag un anter ar ger goude ! —

   War-benn ’n de-warlerc’h ar beure,
Oa arru ’r Markiz gant he arme :

   — Mar be distrujet ma breur-kez,
Me ’lako ann tan er palez !…… —

   Ar Markiz oa er c’hoste-man,
Ar Varkizes ’n tuz-all d’ez-han.

   Ann den-a-lezenn, pa welaz,
D’ar Varkizes a lavaraz ;

   — Kasset ho preur gant-oc’h d’ar ger,
N’ zousiann ken euz ann afer !…. — [2]


Kanet gant Garandel, leshanwet kompagnon dall.
Kerarborn, 1844.


_____________
  1. D’après M. de La Villemarqué, et ses raisons me paraissent bonnes, ce serait Bodigneau, maison noble des environs de Quimper ; mais mon chanteur tenait pour Botilio, en Pestivien (Côtes-du-Nord).
  2. Ce dénouement n’est pas d’accord avec l’histoire. En effet, François de Rosmadec, comte Des Chapelles, qui est le héros de notre ballade, fut décapité à Paris en 1627. Komt ar Chapel, breur ar Markiz, dit le chant breton, et, en effet, il était frère de Sébastien, marquis de Rosmadec et gouverneur de Quimper. Y aurait-il quelque rapport historique entre cette pièce et celle qui se trouve à la page 366 et suivantes de notre recueil, sous le titre de : Le Seigneur de Rosmadec ? Les chanteurs, fidèles à leur habitude de défigurer les noms propres, prononcent presque tous Contrechapel. Voir dans le Barzaz-Breiz, p. 301, le Page de Louis XIII, qui correspond à ce gwerz.